Mont d’an endalc’had

Antiquitates Judaicae

Eus Wikipedia
Savidigezh Templ Jeruzalem, Antiquitates Judaicae , aourlivadur gant Jean Fouquet (war-dro 1470-1475),
dornskrid er Bibliothèque nationale de France, e Paris.
Salome o tañsal dañs ar seizh gouel, gant Franz von Stuck, 1906. Dre an Antiquitates Judaicae eo e ouzer hec'h anv.


Antiquitates Judaicae zo un oberenn eus dibenn ar Iañ kantved (93-94) savet gant an istorour yuzev Flavius Josephus.

Ugent levr zo, skrivet e gregach. Savet e oa evit lennerien desket an impalaeriezh roman, ar re a ouie lenn gregach, da reiñ dezho da anaout istor ar bobl yuzev, ar bobl koshañ war an douar hervez an oberour.

Savet eo ivez war batrom oberenn Dionysios Halikarnassos, Ῥωμαικὴ ἀρχαιολογία (Rhōmaikē archaiologia), a gonte istor Roma e gregach.

An danvez anezhi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra gant krouidigezh Adam hag Eva, heuliañ a ra red an darvoudoù hervez ma'z int kontet er Bibl hebreek, betek emsavadeg yuzev ar bloaz 66. Nemet meneg ebet ne ra eus traoù zo a-wechoù, pe lakaat a ra traoù ouzhpenn.

An ugent levrenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En dek levrenn gentañ e kaver danvez Bibl an Dek-ha-Tri-ugent, betek aloubadeg ar Bersed.

En eil lodenn, a grog gant mare Alesant Veur, e ra an oberour gant mammskridoù hellazat (Polibios) pe yuzev (Levr ar Vakabeed). El levrioù XV, XVI ha XVII e kont istor Herodez Veur.


Talvoudusañ tra el levr eo e ra anv eus darvoudoù c'hoarvezet nebeudik a-raok ma voe skrivet an oberenn.

Brudetañ lodenn al levr eo an Testimonium Flavianum, kaoz enni eus Jezuz Nazaret. An dornskridoù a chom eus an oberenn, deuet deomp goude tremen etre daouarn kristenien an holl anezho (betek an doare arabek) a lenner enno daou rannbennad diwar-benn Jezuz.

  • An hini hirañ a zo anavezet evel Testimonium Flavianum. Mar deo gwir eo deuet diwar zorn Josephus, pezh n'eo ket asur hervez istorourien zo, ez eo ar meneg istorel kentañ eus Jezuz e skridoù yuzevien, hag implijet e vez evel ur brouenn eus tremen Jezuz war an douar. Met kalz istorourien a vag disfiz ouzh an Testimonium Flavianum:
    • aesoc'h eo ar skrid da lenn hep ar rannbennad
    • gwelout a reer Josephus, ur yuzev hed an neudenn anezhañ, o lavarout
      • en un tu ez eo Krist ez eo Jezuz, kemennet e zonedigezh gant ar brofeded, ha paotr ar burzhudoù
      • en tu all oc'h ober ar Mesiaz eus an impalaer roman Vespasian.

Un hir a bennad diwar-benn al linennoù-se a zo bet skrivet gant Voltaire en e "Dictionnaire Philosophique" (pennad "Christianisme").

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]