12 Trevadenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40: Linenn 40:

Un doare sened a voe ivez a-raok rishadenn an trevadennoù met dianav e chom e rol kement hag an niver a izili a voe.
Un doare sened a voe ivez a-raok rishadenn an trevadennoù met dianav e chom e rol kement hag an niver a izili a voe.

Ma z'eo ur sistem politikel Kevredadel, gant ar brezel e-teu da vezañ tost d'un diktatouriezh milourel. Goude rishadenn an Trevadennoù hag an terc'hadeg e vez luziet an doare da ren, etre diktatouriezh milourel ha demokratelezh frank.
==== Justis ====
==== Justis ====
Ar Justis a zo dieub diouzh ar gouarnamant Trevadennel. Caprica a zo ar blanedenn mammenn da darn an dud a vicher er justis. E-pad ar brezel a-enep ar Cylons e voe lakaet e-plas an urzh brezeleg a flastras dishualded ar justis dindan galloud al lu Trevadennel. Goude rishadenn an trevadennoù e voe adlakaet an urzh brezeleg ha lamet darn galloudoù ar Justis, aesaet e voe an obererezh dre ma oa marvet darn tud a-vicher en dagadenn.

Stumm eus an 4 Gwe 2016 da 11:32

An daouzek Trevadenn denel
An Daouzek Trevadenn
Lec'hiadur 12 Trevadenn
Lec'hiadur 12 Trevadenn
Kêr-benn Caprica
Yezh(où) ofisiel
Gouarnamant Republik Kevreadel
 - Prezidant kevreadel Richard Adar
Laura Roslin
Gaius Baltar
Tom Zarek
Laura Roslin
Lee Adama
Romo Lampkin
 - Kañseller kevreadel Gaius Baltar
Tom Zarek
Laura Roslin
Gorread
 - Hollad km²
Poblañs
 - Stankter /km²
Moneiz Cubit ([[ISO 4217|]])
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad

An 12 Trevadenn denel (saozneg : 12/Twelve Colonies of Man), anvet a-wechoù Daouzek trevadenn Kobol, zo lec'hioù bevañ ijinet ha lakaet da ziazez sevenadur mab-den er stirad skinwel Battlestar Galactica, kement evit ar stirad diazez pe evit an adsevel er bloavezh 2003, hag ar stiradoù deveret (spin-off) Caprica (2009) ha Blood and Chrome (2012). Diwar azonoù ar zodiak eo bet anviet an daouzek planedenn.

An Daouzek Trevadenn a zo bet savet gant meuriadoù o devoa kuitaet ar blanedenn Kobol, lec'h ganedigezh Mab-den. E-penn kentañ e oa 13 meuriad met unan anezho a guitaas ar re all evit mont da vevañ war ur blanedenn pelloc'h anvet Douar. 50 milmilion eo niver annezidi an 12 Trevadenn er stirad adsavet. Er stirad diazez kement hag er stirad adsavet ez eo riñset an 12 Trevadenn goude un dagadenn veur gant ar Cylons. Darn eus an annezidi a zo lazhadeget en Holocaust. Un nebeud miliadoù a dud a dec'h hag a loc'h kuit etrezek an egor dre implijout listri-egor disheñvel a bep seurt. Eus ar flodad listri-brezel trevadennel ne chom nemet unan, ar Battlestar Galactica, ur pezh-mell lestr-brezel ha dezougen en egor, hag a zo dreistbever d'an dagadenn. Dindan urzhioù ar c'habiten William Adama, al lestr-brezel Galactica gant harp bleinerien an nijerezioù brezel Viper a glask adkavout an dreistbeverien ha kas anezho er goudor etrezek an 13vet Trevadenn mojennel anvet Douar. Mennad an daouzek meuriad zo un adkemer eus daouzek meuriad Israel.

Politikerezh

N'eo ket diskleriet resis munudoù aozadur politikel an 12 Trevadenn met nebeut keloù a vez roet memestra.

An anv ofisiel a vez "Trevadennoù Unvan Kobol" memes ma vez implijet ral a-walc'h. Ar gouarnamant a zo diazezet war mennad lezenn an Trevadenniñ.

Gouarnamant

E-penn an traoù e kaver ur prezidant hag e gouarnamant (ministred). Ma varv an danvez prezidant ez eus un urzh susit. Da skouer pa varvas an holl gouarnamant e-pad tagadenn veur ar Cylons e vez fiziet ar garg da Laura Roslin, bes sekretourezh d'an deskadurezh ha 43vet en urzh susit.

Quorum an Daouzek a vez graet eus ur c'huzul Daouzek a dud a vez tro-dro d'ar prezidant. Pep hini anezho a zo bet dilennet hag a vez a orin eus ur blanedenn resis en Trevadennoù. Un doare sened eo o tiwal ma vefe doujet ouzh mennad an Trevadennoù met dreist-holl da gwirioù disheñvel pep trevadenn. Ar re-se a zo e karg ivez a-raok an holocaust da zivizout piv a vo prezidant pe bes prezidant. Goude rishadenn an trevadennoù e vez tu dezho en em ginnig d'ar bostoù uhel met o reiñ o zilez eus ar C'horum.

Un doare sened a voe ivez a-raok rishadenn an trevadennoù met dianav e chom e rol kement hag an niver a izili a voe.

Ma z'eo ur sistem politikel Kevredadel, gant ar brezel e-teu da vezañ tost d'un diktatouriezh milourel. Goude rishadenn an Trevadennoù hag an terc'hadeg e vez luziet an doare da ren, etre diktatouriezh milourel ha demokratelezh frank.

Justis

Ar Justis a zo dieub diouzh ar gouarnamant Trevadennel. Caprica a zo ar blanedenn mammenn da darn an dud a vicher er justis. E-pad ar brezel a-enep ar Cylons e voe lakaet e-plas an urzh brezeleg a flastras dishualded ar justis dindan galloud al lu Trevadennel. Goude rishadenn an trevadennoù e voe adlakaet an urzh brezeleg ha lamet darn galloudoù ar Justis, aesaet e voe an obererezh dre ma oa marvet darn tud a-vicher en dagadenn.

N'eus ket eus kondaonadur d'ar marv a-raok ma vefe riset an Trevadennoù, ar gondaonadur uhelañ a oa toull-bac'h dibad. Goude risadenn an Trevadennoù e vez lakaet ar c'hastiz d'ar marv pe dre fuzuilhadenn, pe dre bezañ skarzet en egor. Laura Roslin eo a vountas evit kaout ar c'hastiz-se evit an trubarderien. Gaius Baltar kement ha Tom Zarek a gendalc'ho gant implij ar c'hastiz d'ar marv pa vint prezidant.

Al lu eo a ra war-dro ar c'hastiz ar marv, reisis ar Marines surentez war al listri-egor. Tabut a zo a-hed ar stirad skinwel evit gouzout daoust hag eo ar gwellañ doare da gastizañ an dud, dreist-holl pa z'eo ken izel an niver a zreistveverien.

Relijion

N'eo ket rannet ar galloudoù etre ar relijion hag ar bed politikel. Kredour-tre ez eo bed Battlestar Galactica. Ur c'huzul uhel d'ar relijion a zo hag a ro alioù d'ar gouarnamant trevadennel. Dre ar stirad e weler ez eo kreñv-tre nerzh alioù ar veleien dre ma z'int selaouet bras gant pobloù an Daouzek Trevadenn.

Zodiak Steredeg Stirad 1978 Stirad 2004
Anv Anv Banniel Kêrbenn Poblañs Skipailhoù Piramid Doue patrom Lesanv
Skuilher-dour Aquarius Aquarus Aquaria
Aquarion
Banniel Skuilher-dour Kêrbenn nann-ofisiel, Heim 25 000 Netra Hermes Trevadenn ar Skorn
The Ice Colony
Tourz Tourz Tourz Aerilon Banniel Aerilon Gaoth 1,2 milmilion
  • Aerilon Threshers (Gaoth)
  • Promethea Golden Horns
Demeter Panerad Boued an Trevadennoù
The Food Basket of the Colonies
Krank Krank Orion Canceron Banniel Krank Hades 6,7 milmilion
  • Canceron Hydras
  • Hades Vice
  • Mangala Krill
Hefaistos An Demokratelezh Vrasañ
The Largest Democracy
Gavr Gavr Caprica Caprica Banniel Caprica Caprica City 4,9 milmilion
  • Caprica Buccaneers
  • Delphi Legion
Apollon Kêr-benn an Trevadennoù
The Capital of the Colonies
Gevelled Gevelled Gemoni Gemenon Banniel Gemenon Oranu 2,8 milmilion
  • Gemenon Twins
  • Illumini Vipers
Hera An Drevadenn Gentañ
The First Colony
Leon Leon Leonis Leonis Banniel Leon Luminere 2,6 milmilion
  • Leonis Wildcats
  • Hedon Suns
Artemis Kalon an Trevadennoù
The Heart of the Colonies
Balañsoù Balañsoù Libris Libran Banniel Libran Nann ofisiel, Themis 2,1 milion Netra Athena Trevadenn ar Justis
The Colony of Justice
Pesked Pesked Piscera Picon Banniel Picon Queenstown 1,4 milmilion
  • Picon Panthers
Poseidon Trevadenn ar Meurvor
The Ocean Colony
Saezhataer Saezhataer Sagitara Sagittaron Banniel Sagittaron Tawa 1,7 milmilion
  • Sagittaron Archers
Zeus An Drevadenn Digenvez
The Lone Colony
Krug Krug Scorpion Scorpia Banniel Scorpia Celeste 450 milion
  • Celeste Storms
  • Celeste Lightning
  • Scorpia Stingers
  • Argentum Bay Silverstars
Dionysos Tachenn-c'hoari an Trevadennoù
The Playground of the Colonies
Tarv Tarv Taura Tauron Banniel Tauron Hypatia 2,5 milmilion
  • Tauron Bulls
  • Olympia Stallions
Ares An Hendrevadenn
The Old Colony
Gwerc'hez Gwerc'hez Virgon Virgon Banniel Virgon Boskirk 4,3 milmilion
  • Boskirk All Reds
  • Virgon United (Blaustad)
Hestia Virgon Impalaeriel
Imperial Virgon