Battlestar Galactica

Eus Wikipedia

Battlestar Galactica
media franchise
Anv er yezh a orinBattlestar Galactica Kemmañ
TitlBattlestar Galactica Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Logo Battlestar Galactia

Battlestar Galactica a zo ur frañchiz skiant-faltazi stadunanat savet gant Glen A. Larson. Ar frañchiz a zo kroget gant ar stirad skinwel diazez e 1978 heuliet gant ur stirad prequel berrbad anvet Galactica 1980, un heuliad levrioù, bandennoù-treset, ur c'hoari-taol ha c'hoarioù video.

Adfilmet eo bet ar stirad skinwel Battlestar Galactica e-stumm div lodenn skignet war ar skinwel : ur ministirad 3 eurvezh sevenet gant Ronald D. Moore ha David Eick e 2003 hag ur stirad prequel anvet Caprica a oa bet skignet e 2010. Ar ministirad he deus kendalc'het gant ur stirad skinwel skignet bep sizhun a baouezas er bloavezh 2009.

An holl filmoù e bed Battlestar Galactica a zo diazezet war ar memes istor : en ul lec'h pell diouzhomp en hollved e kaver ur sevenadurezh denel. Ar sevenadurezh-se a zo aozet e stumm ur c'hengevread anvet an 12 Trevadenn. Planedenn orin an holl dud-se eo ar blanedenn Kobol. Ur brezel hir o deus stourmet an 12 Trevadenn a-enep d'ur vroad robotoù anvet Cyloned. Mennet eo ar re-se da zistrujañ mab-den. Ar Cyloned a ginnig ar peoc'h d'an dud met ur griped eo. Harpet gant un den anvet Baltar, ar Cyloned a dag an 12 Trevadenn hag ar flodad listri-egor trevadennel a dalvez dezhe da voger difenn. Distrujet-krenn eo ar flodad listri, ha diouennet eo poblañs an trevadennoù. An nebeud re zo chomet bev da-heul an tagadennoù a loc'h etrezek an egor oc'h implij a-bep seurt listri-egor disheñvel. Eus ar flodad listri-brezel trevadennel ne chom nemet unan, ar Battlestar Galactica, ur pezh-mell lestr brezel ha dezougen en egor. Dindan urzhioù ar c'habiten Adama, al lestr-brezel Galactica a glask adkavout ar re zo chomet bev ha kas anezho er goudor etrezek un 13vet Trevadenn mojennel anvet Douar gant harp blenerien an nijerezioù brezel "Viper".

Bed diazez (1978-1980)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Battlestar Galactrica (1978)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adsavadenn eus Battlestar Galactica 1978-1980 e doare ar c'hosplay

Glen A. Larson, krouer ha produer Battlestar Galactica, a zisklerias e oa deuet soñj Battlestar Galactica, gant an titl Adam's Ark, e fin ar bloavezhioù 1960. James E. Ford a roas munudoù all er pennad anvet “Battlestar Galactica and Mormon Theology,” hag a voe lennet e-pad ar brezegenn "The Joint Conference of the American Culture and Popular Culture Associations" d'ar 17 a viz Ebrel 1980 (embannet abaoe gant an titl “Theology in Prime Time Science Fiction: Battlestar Galactica and Mormon Doctrine,”), ar stirad en devoa kendeuzet meur a dem a zeu eus an doueoniezh mormon. Evel-se e adkaver tem an dimeziñ evit "an amzer hag ar beurbadelezh", ur "c'huzul a zaouzek den", hag ur blanedenn anvet Kobol. Pa ouzer e oa Larson ezel eus Iliz Jezuz-Krist ha Sent an devezhioù diwezhañ (saozneg:The Church of Jesus Christ of Latter-day Saints) eo anat e oa bet levezonet gant e gredennoù evit sevel ar stirad. Diaes e oa bet dezhañ e-pad pell dastum arc'hant. Battlestar Galactica a oa bet produet a-benn ar fin da-heul brud vat ar film Star Wars.

Mennozh diazez ar stirad a oa hervez Larson kaout un doare film skinwel (ur film pilot teir eurvezh gant div wech div eurzvezh evit an tammoù all). Fellout a rae dezhañ bezañ arc'hantet ha skignet war ar chadenn Amerikan American Broadcasting Company (ABC). Ur stumm berraet d'ar pilot teir eurvezh anvet Saga of a Star World, a oa bet skignet er sinemaioù e Kanada (a-raok ma vefe skignet ar stirad er skinwel) ha goude-se e sinemaioù Amerika, Europa hag Aostralia. E-serr daou film ouzhpenn, ABC a zivizas sevel un heuliad gant un eurvezh bep sizhun a-benn ar fin.

E 1979 e-pad c'hwec'hvet koulzad al lid People's Choice Awards, ar stirad skinwel a dapas priz ar rummad "gwellañ stirad nevez drama".

Skignet eo oa lodenn gentañ ar stirad skinwel (ar film hir doare pilot) evit ar wech gentañ er skinwel d'ar 17 a viz Gwengolo 1978. Siwazh e oa bet troc'het an dreuzkasadenn 30 munutenn a-raok ar fin pa oa bet roet da c'hoût e oa sinet an arsav-brezel etre Egipt hag Israel anavezet evel Emglevioù Camp David. Goude an troc'h (a badas tro un eur), e kendalc'has an treuzkasadenn el lec'h ma oa ehanet.

E-pad eizh miz goude skignadur ar film pilot e voe sevenet 17 abadenn all (pemp anezho e daou damm), kevatal e oa gant stumm diazez ar stiradoù: 24 lodenn evit ur c'houlzad. Abalamour ma oa nebeutoc'h-nebeutañ a arvesterien hag dre ma kreske ar c'houst, ABC ehanas ar stirad Battlestar Galactica e miz Ebrel 1979. Al lodenn ziwezhañ anvet "Dorn Doue" (titl orin: "The Hand of God") a voe skignet er skinwel d'an 29 a viz Ebrel 1979.

Galactica 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad spisoc'h gwelet: Galactica 1980

E diskar-amzer 1979, pennoù bras ABC o deus un emvod gant krouer Battlestar Galactica Glen A. Larson rak soñjal a reont adlañsañ ar stirad skinwel. Ezhomm e oa un diazez all d'an istor evit dedennañ an arvesterien. Divizet e oa e errufe ar flodad listri-egor trevadennel an devezh-ha-hiziv war an Douar. Un film nevez evit ar skinwel a voe produet hag anvet e oa Galactica 1980. Ur wech c'hoazh e voe choazet derc'hel ur stumm sizhuniek d'ar stirad Battlestar Galactica. Kroget e oa mat an traoù, siwazh an arvesterien ne voent ket niverus a-walc'h ha lamet e voe ar stirad goude dek abadenn nemetken.

Er stirad-se, ar flodad trevadennel a gav an Douar ha goude-se a zifenn anezhañ a-enep ar Cyloned. Ar stirad-se a voe ur c'hwitadenn brim evit meur a abeg met an diouer a arc'hant a voe an hini pennañ. Adimplijet e voe tammoù eus ar stirad kozh, ha tammoù eus ar film e-pad kren-douar an Universal Studios e 1974 evit ur sekañs argad eus ar Cyloned. Ur senario lezirek a oa ha choazet fall e oa ar prantad skignañ. Skignet e veze ar sul goude merenn, ur prantad implijet evit programmoù deskiñ d'ar familhoù, hag ouzhpenn-se da vare ar c'heleier.

Adsav 2003[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

ministirad skinwel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En desped d'ar strivoù evit adlañsañ ar stirad a-hed ar bloavezhioù n'eus ket unan anezho a reas berzh betek 2003 ma oa lañset en-dro gant Universal Television. Battlestar Galactica a oa ur ministirad teir eurvezh. Implijet gant ar chadenn Sci-Fi Channel, ar skrivagner filmoù ha skinwel Ronald D. Moore harpet gant ar produer David Eick a sevenas an heuliad. An aktour brudet hag enoret Edward James Olmos a voe choazet evit roll ar c'homandant Adama, Mary McDonnell evit ar brezidantez Laura Roslin. Starbuck ha Boomera oa merc'hed a-benn bremañ, c'hoariet int gant Katee Sackhoff ha Grace Park. Aktourien vrudet all a voe kemeret evel Jamie Bamber (Kabiten Apollo), James Callis (Doktor Gaius Baltar), ha Tricia Helfer evit roll ur Cylon anvet Niverenn C'hwec'h. Ar ministirad a reas berzh mat war ar chadenn Sci-Fi Channel betek reiñ ar c'hoant dezho da sevel ur stirad sizhuniek nevez eus Battlestar Galactica.

Ar stirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stirad skinwel nevez a oa bet kenproduet gant ar chadenn skinwel Saoz Sky Television, ha skignet da gentañ er Rouantelezh-Unanet war ar chadenn koskor Sky1 satellite channel e miz Here 2004. Ar stirad a voe skignet goude-se e Norzh-Amerika war ar chadenn Sci-Fi Channel e miz Genver 2005. Kenderc'hel a rae lec'h ma oa bet paouezet istor ar ministirad. An holl aktourien a zistroas d'o roll. Un toullad tudennoù nevez a voe ouzhpennet, ha Richard Hatch, a c'hoarias roll ar c'habiten Apollo er stirad Battlestar Galactica 1978, a zistroas met evit c'hoari Tom Zarek, ur sponter politikel a zeuio da vezañ ezel eus ar gouarnamant trevadennel.