Syfy
Syfy (stumm leun Sci-Fi Channel pe Sci-Fi; skrivadur arzel SYFY) zo ur chadenn skinwel stadunanat dre loarell ha neudenn. Perc'hennet eo gant NBCUniversal Cable Entertainment Group skourr an NBCUniversal, un is-embregerezh eus Comcast. Ar chadenn a skign danvez skiant-faltazi, moliac'h, spont, dreistordinal, paranormal, drama, ha skinwel gwirion. Syfy a zo bet prenet gant 92,4 milion a diegezhioù e Stadoù-Unanet Amerika. Krouet e oa bet d'ar 24 a viz Gwengolo 1992.