Battlestar Galactica: The Second Coming

Eus Wikipedia

Battlestar Galactica: The Second Coming zo ur film skiant-faltazi eus ar Stadoù-Unanet embannet e 1999 hag a bad 30 munutenn. Ur steuñv e oa evel pilot evit adlañsañ ur stirad skinwel nevez Battlestar Galactica a vefe bet o kenderc'hel istor ar stirad skinwel eus 1978. Ar gendalc'hadenn Galactica 1980 a vefe bet disoñjet.

Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenskrivet, kenbroduet ha kenrenet eo bet gant Richard Hatch hag en devoa c'hoariet ar c'habiten Apollo er stirad skinwel diazez. Ar film a oa bet savet evit kendrec'hiñ Universal Studios, perc'henn gwirioù ar frañchiz Battlestar Galactica, da adlañsañ ar stirad skinwel. Ar film pilot zo bet skrivet gant Richard Hatch hag e amourouzez d'ar mare-se, ar skrivagnerez Sophie LaPorte. Renet e oa bet ar film gant Richard Hatch ha Jay Woelfel. Produet eo bet gant Johnnie J. Young ha Sophie LaPorte.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]