Battlestar Galactica (lestr-egor ijinet)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Battlestar Galactica
Ar Battlestar Galactica
'
Deskrivadur
Kefridioù Lestr-egor hobregonet
Farder 12 Trevadenn
Ergrafer Dianav
Implijer kentañ Seal-of-the-Twelve-Colonies.png Flodad trevadennel an 12 Trevadenn
Skouerennoù Dianav (120 dres a-raok an Holocaust)
Sturier(ien) William Adama
Skeudennoù (kentel ar Battlestar Galactica)
Battlestar Galactica (8229093075).jpg
Sell dre zirak d'ar Battlestar Galactica
Battlestar Galactica (8230159420).jpg
Sell dre an a-dreñv d'ar Battlestar Galactica

Ar Battlestar Galactica a zo ul lestr-egor brezel ijinet e bed ar stiradoù skinwel Battlestar Galactica.

An 12 Trevadenn o deus bet savet tro 120 lestr-egor brezel doare Battlestar e-pad ar brezel mil bloaz a-enep ar robotoù Cylons, ar re-se o deus listri-egor brezel anvet "Basestars" (bazennoù loarel). Pep Battlestar a zo ezel d'ur strollad brezel hag a grog gant ar berradur "BSG".

Istor al lestr-brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 12 Trevadenn o deus bet savet ul lestr-egor brezel pep hini. Ar Galactica a zo bet savet gant pobl ar blanedenn trevadenn Caprica, bourzhidi al lestr a zo evit an darn anezho a orin eus ar blanedenn-se. Ar Battlestar Galactica a zo bet lañset 50 bloaz a-raok fin ar C'hentañ Brezel Cylon (ha pa grog ar film pilot). Al lestr-egor brezel nemetañ eo a zreistvevas tagadenn veur an Trevadennoù betek ma errufe en-dro ar Battlestar Pegasus. Kabiten al lestr Battlestar Galactica a zo ar C'homandant Adama.

A-raok ma vefe riset an 12 Trevadenn anavezet gant an anv Holocaust an trevadennoù, al listri-egor brezel evel ar Battlestar a oa listri pennañ flodadoù brezel niverennet. Pep flodad brezel a oa en e benn ur Battlestar gant ur C'homandant Battlestar e penn ar flodad. Ur flodad brezel diazez a oa 600 lestr-egor brezel enni, pep flodad a oa frank a-fed tachenn brezel eus ar flodadoù all.

Abaoe an Holocaust, ar Battlestar Galactica a zo al lestr-brezel nemetañ hag a chom (un nemedenn ar Battlestar Pegasus a vo met berr en istor).

Stirad diazez 1978-1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lestr-nij tagañ Viper eus ar Battlestar Galactica doare 1978-1980

Ar Battlestar Galactica en deus 150 lestr doare Viper: 25 lestr-nij tagañ eus ar re a-raok an dagadenn Cylons veur, 42 o tont eus al listri battlestar all e-pad an arsav-brezel, ar re all a zeuio eus ar Battlestar Pegasus.

Ouzhpenn d'ar re-se ar Battlestar Galactica en deus listri-egor dezougen.

Tizh hag armoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Battlestar Galactica a c'hell seveniñ lammoù hir ha bliv en egor, da geñver e dizh hep lammoù ez eo bliv. Evit ambrougañ al listri-egor sivil er stirad e vez ret d'ar c'habiten da lakaat an tizh war zigresk.

Pont ar Battlestar Galactica doare 1978-1980