Mont d’an endalc’had

Battlestar Galactica (stirad skinwel, 1978)

Eus Wikipedia

Battlestar Galactica
stirad skinwel
TitlBattlestar Galactica Kemmañ
Labour da-heulBattlestar Galactica, Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004) Kemmañ
Tachennstirad skinwel skiant-faltazi Kemmañ
Krouet gantGlen A. Larson Kemmañ
Skigner orinAmerican Broadcasting Company Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad kregiñ17 Gwe 1978 Kemmañ
Deiziad echuiñ29 Ebr 1979 Kemmañ
Deiziad embann1978 Kemmañ
SevenerWinrich Kolbe, Donald P. Bellisario, Richard A. Colla, Alan J. Levi, Vince Edwards Kemmañ
SonaozerStu Phillips Kemmañ
DasparzherNBCUniversal Syndication Studios Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Battlestar Galactica characters Kemmañ
Roll ar rannoùlist of Battlestar Galactica (1978 TV series) and Galactica 1980 episodes Kemmañ
Has spin-offGalactica 1980 Kemmañ
Media franchiseBattlestar Galactica Kemmañ

Battlestar Galactica zo ur stirad skinwel skiant-faltazi stadunanat krouet gant Glen A. Larson hag a voe mammen d'ar Frañchiz Battlestar Galactica. An aktourien penn a oa Lorne Greene, Richard Hatch, ha Dirk Benedict. An istor a roe tro da heuliañ dreistbeverien an denelezh el lestr-egorel Battlestar Galactica ha nebeut reoù all o terc'hout rak ar Cylons. Skignet eo bet e 1978–1979 evit ar c'houlzad unan ha paouezet eo bet goude 24 lodenn.

E 1980, e voe kendalc'het ar stirad gant 10 lodenn ouzhpenn evel Galactica 1980. Levrioù a zo bet skrivet ivez evit kenderc'hel an istor diazez. Battlestar Galactica a voe adsavet e penn kentañ ar bloavezhioù 2000 gant ur ministirad ha goude-se ur stirad skinwel sizhuniek.

En ur sistem egorel pell diouzhomp, an 12 Trevadenn denel a zo darbet dezhi bezañ trec'h er brezel mil bloaz a-enep ar re Cylons, robotoù brezel savet gant ur ouenn stlejvil aet da get. Ar re-se a vefe bet riñset dre ar Cylons bet krouet ganto. A-benn ar fin eo taget an denelezh gant un dagadenn brim ha trec'het. Harpet eo bet o enebourien gant an treitour den Baltar (John Colicos).