William Adama

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
William Adama
Ar c'homandant Adama
Edward James Olmos (2006)
Anvioù
Anv badez William Adama
Lesanv(ioù) Bill, Husky
Lec'h ganedigezh Caprica flag symbol.png  Caprica
Micher
Soudard Letanant
Komandant
Besamiral
Skourr Seal-of-the-Twelve-Colonies.png
Flodad trevadennel
an 12 Trevadenn
Familh
Joseph Adama (tad) †
Evelyn Adama (mamm) †
Caroline Adama (kentañ gwreg) †
Laura Roslin (eil gwreg)
Lee Adama (mab henañ)
Zak Adama (mab yaouankañ) †

William "Bill" Adama, anv brezel "Husky", a zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Battlestar Galactica doare 2004. C'hoariet eo ar rol gant an aktour Edward James Olmos. Anavezet eo dreist-holl evit bezañ kabiten (renk komandant) al lestr-egor brezel Battlestar Galactica. Un adsevel eo d'an dudenn ar c'homandant Adama eus ar stirad skinwel bloavezh 1978 Battlestar Galactica ma oa c'hoariet an dudenn gant an aktour Lorne Greene.

Al lesanv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lesanv "Husky" a zeufe pe adal e mouezh raouiet, pe dre e nerzh kalon pa oa soudard deraouad (keñveiet gant ur c'hi o chilpat) e-pad ar C'hentañ Brezel Cylon.

Buhez soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An tu a zo da welet rol kefridioù disheñvel an Amiral Adama pa vez savet un doser gant Billy Keikeya e-pad al lodenn "Hero".Setu penaos eo kinniget ar rol:

  • D6/21311 – Kentañ kefridi: Strollad nijerien ar Battlestar Galactica
  • E4/21312 – Gourc'hemenn evit ar c'hentañ trec'h war ul lestr-brezel Cylon o vezañ blenier ur Viper e-pad ur c'hefridi brezel
  • D5/21314 – Lammet eus ar servij goude an arsav-brezel
  • R6/21317 – Servij evel martolod-pont er flodad kenwerzh etre-trevadennel
  • D1/21331 – Adlakaet er servij er flodad trevadennel
  • D6/21337 – Major: Battlestar Atlantia
  • R8/21341 – Ofiser penn: Battlestar Columbia
  • C2/21345 – Komandant: Kabiten ar Battlestar Valkyrie
  • C2/21348 – Komandant: Kabiten ar Battlestar Galactica

Goude marv an Amiral Helena Cain, Adama a zo enoret evel Amiral, dre abeg ma vez meur a vattlestar bremañ. Chom a raio gant an titl-se memes goude ma vefe bet distrujet an eil Battlestar ar Battlestar Pegasus.