Edward James Olmos
Edward James Olmos | |
---|---|
Edward James Olmos e 2009 | |
Anv badez | Edward Olmos |
Lesanvioù | James |
Deiziad ganedigezh | 24 a viz C'hwevrer 1947 |
Lec'h ganedigezh | Los Angeles, California, Stadoù-Unanet Amerika |
Bro | ![]() |
Micher(ioù) | Aktour |
Roloù anavezet |
|
kemmañ ![]() |
Edward James Olmos (anv badez Edward Olmos) ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1947 a zo un aktour hag ur sevener filmoù ha skinwel amerikan. Brudet eo dreist-holl evit roll William Adama er stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica, hini al letanant Martin "Marty" Castillo er stirad Miami Vice, ar c'helenner Jaime Escalante e Stand and Deliver, ar penn familh Abraham Quintanilla, Jr. er film Selena, an detektiv Gaff e Blade Runner. E 1988, Olmos a oa bet anvet evit un Academy Award evel gwellañ aktour en ur rol pennañ evit ar film Stand and Deliver.
Edward James Olmos a zo ganet e Los Angeles, Kalifornia, lec'h ma vevas e holl vugaleaj. Mab eo da Eleanor Huizar ha Pedro Olmos[1]. Ur familh paour e oa, an tad a oa rediet da gaout div vicher evit krakvevañ, o vezañ souder ha paotr al lizhiri.