Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004)
Battlestar Galactica (BSG) zo ur stirad skinwel skiant-faltazi milourel stadunanat. Ul loden eo eus ar frañchiz Battlestar Galactica. Sevenet gant Ronald D. Moore ha produet gant Moore ha David Eick, un adsevel eo eus ar stirad skinwel Battlestar Galactica eus 1978 krouet gant Glen A. Larson. Al lodenn pilot eus ar stirad skinwel a zo bet skignet evel ur ministirad teir eurvezh (e gwirionez peder eurvezh rannet e div lodenn) e miz Kerzu 2003 war ar chadenn skinwel Sci-Fi Channel. Dre ar berzh bras e voe heuliet ar ministirad gant pevar c'houlzad. Echuet e oa ar stirad d'an 20 a viz Meurzh 2009. Aktourien bennañ ar stirad skinwel adsavet eus 2004, Edward James Olmos ha Mary McDonnell, zo bet meulet evit o doare c'hoari, ha tapet o deus ur Peabody Award, priz ar bloaz gant an Television Critics Association. Lakaet eo bet ar stirad da dalvezout e renkadur ar 100 stirad skinwel gwellañ. Lakaet eo bet anv ar stirad war ar renk evit meur a briz: Emmy award evit ar skrivañ, renerezh, tresañ an treuzwiskoù,efedoù ispisial, kempenn ar son. Gounezet e oa bet un Emmy award evit an efedoù ispisial hag evit kempenn ar son.

Battlestar Galactica a dremen en ur sistem egorel pell diouzh hon hini. Ur sevenadur denel en deus trevadennet planedennoù anvet an 12 Trevadenn. En amzer dremenet, an trevadennoù denel a zo bet o vrezeliñ taer a-enep robotoù savet gant Mab-den hag anvet Cylons. Sikouret hep ma vije a-ratozh gant an Doktor Gaius Baltar, ar Cylons a dag an trevadennoù en un dagadenn veur a zistruj darn eus an denelezh e-doug un nebeud eurvezhioù. Poblañs an 12 trevadenn a oa bilionoù a dud, met goude an holokost ne chom mui nemet e-tro 50 000 den a oa chomet bev. An holl re-se a oa e listri-egor trevour ha setu perak n'int ket bet lazhadeget.
Ar stirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koulzad | Lodennoù | skignadur | ||
---|---|---|---|---|
Kentañ skignañ | Skignañ fin | |||
Ministirad | 2 | 8/12/2003 | 9/12/2003 | |
Koulzad 1 | 13 | 8/10/2004 ![]() 15/01/2005 ![]() |
24/01/2005 ![]() 01/04/2005 ![]() | |
Koulzad 2 | 20 | 15/07/2005 | 3/10/2006 | |
Koulzad 3 | 20 | 6/10/2006 2006 | 25/03/2007 | |
Razor | Film | 24/11/2007 | ||
Koulzad 4 | 20 | 4/04/2008 | 20/03/2009 | |
The Plan | Film | 10/01/2010 |
|