Listenn eus lodennoù Battlestar Galactica (stirad skinwel 2004)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Evit lodennoù ar stirad skinwel diazez gwelet: Listenn lodennoù Battlestar Galactica (stirad skinwel 1978) ha Galactica 1980.

Battlestar Galactica zo ur stirad skinwel amerikan milourel, hag ul lodenn eus ar frañchiz Battlestar Galactica frañchiz. Ar stirad a zo bet sevenet gant Ronald D. Moore evel un adsevel d'ar stirad skinwel diazez bloavezh 1978-1980 Battlestar Galacticahag a oa bet krouet gant Glen A. Larson. Ar stirad a zo bet skignet evit ar wech gentañ evel ministirad teir eurvezh e miz Kerzu 2003 war ar chadenn Sci-Fi Channel. Krog eo ar stirad skinwel da vezañ skignet er Rouantelezh-Unanet war ar chadenn Sky1 d'an 18 a viz Here 2004, d'ar 14 a viz Genver 2005 e krogas ar skignañ er Stadoù-Unanet.

Istor Battlestar Galactica a zo diazezet en ur sistem stered pell diouzhomp, eno e kaver ur sevenadur denel o vevañ war planedennoù anavezet evel an 12 Trevadenn. En amzer dremenet e oa bet savet ur brezel drastus etre an trevadennoù denel ha robotoù krouet ganto anvet Cylons anvet ar C'hentañ Brezel Cylon. Pa grog ar stirad e oa bet peoc'h etre ar robotoù ha mab-den e-pad 40 vloaz. Ar robotoù o devoa implijet an amzer-se evit prientiñ un dagadenn-veur a vez sevenet er ministirad. An 12 Trevadenn denel a zo riset darn an annezidi a zo marvet dre ar bombezadegoù nukleel. Eus ar flodad brezel trevadennel ne chom nemet ul lestr-egor brezel kozh ar Battlestar Galactica en e-benn ar c'homandant William "Bill" Adama. Dreistbeverien an dagadenn-veur a dec'h en ur implijout listri-egor a bep seurt ha gant sikour ar Battlestar Galactica a glask adkavout ur blanedenn vojennel evel repu, anvet Douar.

Ar stirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koulzad Lodennoù skignadur
Kentañ skignañ Skignañ fin
Ministirad 2 8/12/2003 9/12/2003
Koulzad 1 13 8/10/2004 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
15/01/2005 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
24/01/2005 Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
01/04/2005 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Koulzad 2 20 15/07/2005 3/10/2006
Koulzad 3 20 6/10/2006 2006 25/03/2007
Razor Film 24/11/2007
Koulzad 4 20 4/04/2008 20/03/2009
The Plan Film 10/01/2010

Ar ministirad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodenn Titl Sevener Senario Breizh Breizh Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Skignadur gentañ Dreistbeverien
1 Kentañ lodenn Michael Rymer Ronald D. Moore 19/01/2005 08/12/2003 50mil milion
Lid diglasañ ar Battlestar Galactica a zo harzet dre tagadenn-veur ar re Cylons war an 12 Trevadenn.
2 Eil lodenn Michael Rymer Ronald D. Moore 26/01/2005 08/12/2003 50 298
An 12 Trevadenn a zo taget, kalz tud a zo lazhet, ar Galactica a glask kavout bolodoù a-benn bezañ kap da enebiñ ouzh ar re Cylons.