Kentañ Brezel Cylon
Ar C'hentañ Brezel Cylon pe Cylon War, zo ur brezel ijinet e bed ar stirad skinwel Battlestar Galactica adsavet. Ar brezel a oa bet etre 12 Trevadenn Kobol hag ar robotoù Cylon. Ar re-se a oa emsavet a-enep o vistri denel betek ma savfe ur brezel drastus evit an daou du. Goude daouzek vloaz hanter a stourm garv e oa bet kuitaet an egor denel gant ar re Cylon evit sevel o bed dezho. Tri devezh goude an terc'hadenn e oa bet goulennet un arsav-brezel gante. Darbet e oa bet d'an trevadennoù kouezhañ e-pad ar brezel met en desped da kolloù ramzel e oant deuet a-benn da dalañ ouzh o enebourien hag e fin ar brezel da adpakañ a nebeudoù planedennoùm d'ar Cylon.
Kenaroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar robotoù Cylon a oa bet krouet evit seveniñ al labourioù diaes, dañjerus. Plijet bras gant ar robotoù e oant implijet kement gant an trevourien evit gant ar soudarded. Un deiz e oant emsavet a-enep an dud, n'eo ket displeget perak met posubl eo e vefe bet dre ur viruz pe ur c'hemm deuet dre ar Cylon eus o savenn.
Ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar re Cylon a oa mailh war ar stlenneg, implijet e oa ganto a-enep Mab-Den. Setu perak e oa bet choazet a-ratoz kaer gant Mab-Den chom hep implij teknologiezhoù nevez ha modern met distreiñ war-zu teknikoù diazez.
Goude tri bloaz brezel spontus gant kolloù ramzel evit an Trevadennoù e oa bet stabilaet ar brezel. C'hwitet e oa bet tagadenn veur ar re Cylon, ul lodenn eus an trevadennoù a oa bet savetaet. An holl dud a oa bet engouestlet dre ret er brezel kement ar merc'hed evit ar baotred.
Stabilded ar brezel ne oa ket un dra vat war un hir dermen rak ar re Cylon a c'helle krouiñ robotoù dibaouez met Mab-Den a oa goustadik o vont da get.
An Oberiadur-brezel Clean Sweep a roio an trec'h evit an 12 Trevadenn. Ar pal a oa disklêriañ e oa distrujet an holl listri-brezel bras labezet ha kuzhañ anezho. Evit ar re Cylon e oant bet kollet met en gwirionez e oant deuet da vezañ un adarmead lesanvet The Ghost Fleet. Ar re Cylon a dagas kreñv ar sistem Helios Alpha, met taget e voent gant ar flodad-se dre a-dreñv. Ur wech riset o flodad e voe taget o flanedennoù ha distrujet an uzinoù bras. Ar flodad a voe distrujet gante met adal ar poent-se e oa war zifenn an nerzhioù Cylon.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech sinet an arsav-brezel ne voe ket mui gwelet ur Cylon gant den ebet. Chom a raent en o bed egorel nepell diouzh hini an 12 Trevadenn met hep klask kaout liamm ebet gant Mab-Den. Pennoù bras al lu trevadennel a oa sot gant ar c'hoant kenderc'hel ar brezel bountet o devoa war gouarnamant an 12 Trevadenn evit kenderc'hel gant ar brezel met talet e oant bet. En desped da-se e voe kendalc'het gant neveshaat ar flodad brezel, betek ur c'hefrifi spiañ (c'hwitet) en egor Cylon.
|