Niverenn C'hwec'h

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tricia Helfer a c'hoari Niverenn C'hwec'h

Niverenn C'hwec'h pe Number Six er yezh orin, zo ur familh tudennoù ijinet er stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica doare 2004. C'hoariet eo gant an aktourez kanadian ha top model Tricia Helfer. Eus an daouzek Cylons anavezet ez eo hi ar c'hwec'hvet stumm eus ar "Significant Seven". Evel d'ar Cyloned all eus ar "Significant Seven" ez eus meur a stumm disheñvel d'ar patrom, gant Caprica-Six, Shelly Godfrey, Gina Inviere, Natalie Faust, Lida, ha Sonja. Bez eo ar Cylon nemetañ ha ne implij ket ul lesanv evit an holl stummoù anezhi.

An dudenn a zo bet anvet en ur gemer awen war Number Six, tudenn Patrick McGoohan er stirad skinwel The Prisoner.

Tresoù ha tro-spered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Six zo ur vaouez a implij ar garantez evit en em silañ. Bez e voe ar c'hentañ Cylon stumm denel a voe tu gwelet er stirad. Tost eo he spered hag he fromoù eus re Mab-Den. Ne ouier tost netra eus he buhez a-raok ar stirad. Gellout a ra evel ar cyloned nevez all da bellgargañ he spered hag eñvorennoù en ur c'horf all ma vez lazhet.

Stumm treset Niverenn C'hwec'h