Bear McCreary
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Bear McCreary |
| Anv-bihan | Bear |
| Anv-familh | McCreary |
| Deiziad ganedigezh | 17 C'hwe 1979 |
| Lec'h ganedigezh | Fort Lauderdale |
| Mamm | Laura Kalpakian |
| Pried | Raya Yarbrough |
| Bugel | Sonatine McCreary, Arakel McCreary |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | sonaozour, muziker, film score composer |
| Tachenn labour | film score |
| Bet war ar studi e | USC Thornton School of Music |
| Lec'h labour | Los Angeles |
| Deroù ar prantad labour | 2004 |
| Pladennrolladur | Bear McCreary discography |
| Oberenn heverk | God of War, Outlander, The Lord of the Rings: The Rings of Power |
| Label sonerezh | La-La Land Records |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.bearmccreary.com/ |

Bear McCreary, ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1979, zo ur sonaozour ha soner stadunanat o vevañ e Los Angeles. Brudet mat e voe evit e labour war ar stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica. Labouret en deus ivez evit ar stiradoù skinwel Outlander ha The Walking Dead.
McCreary a zo bet enoret gant un Emmy evit kanaouenn bennañ Da Vinci's Demons. Lakaet e oa bet war ar renk evit un Emmy e 2015 e Outstanding Music Composition for a Series evit kentañ koulzad ar stirad skinwel Outlander.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]McCreary a zo ganet e Fort Lauderdale, Florida. Darn eus e studioù a zo bet e Bellingham (Washington).
Battlestar Galactica ha Caprica
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2003, McCreary a labour evit ar penn sonaozour Richard Gibbs evit ar ministirad adsavet a voe diazez d'ar stirad adsavet Battlestar Galactica. Pa voe kroget gant produerezh ar stirad nevez, Gibbs a reas ar choaz da chom hep labourat e amzer leun war ar stirad. McCreary a zeuas neuze da vezañ ar penn sonaozour.