James Callis

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
James Callis e 2009

James Nicholas Callis, ganet d'ar 4 a viz Even 1971, zo un aktour saoz. Brudet eo bet o c'hoari an Doktor Gaius Baltar er stirad skinwel adsavet Battlestar Galactica kement hag er ministirad ivez. C'hoariet en deus ivez Tom, gwellañ kamalad Bridget Jones, en Bridget Jones's Diary ha Bridget Jones: The Edge of Reason. Adkemeret en doa ar memes roll e 2016, en Bridget Jones's Baby. Kemeret en deus perzh ivez er stirad skinwel Eureka, war Syfy, e 2010. E 2017 e oa mouezh Alucard evit stirad skinwel Netflix Castlevania, diazezet war ar c'hoari video gant ar memes anv.