Emglevioù Camp David

Eus Wikipedia
Emglevioù Camp David
peace treaty
Lec'hCamp David Kemmañ
Deiziad17 Gwe 1978 Kemmañ
SignatoryAnouar el-Sadat, Menachem Begin Kemmañ
Begin, Carter ha Sadat e Camp David e 1978

Emglevioù Camp David (saozneg:Camp David Accords) sinet gant prezidant Egipt Anwar el-Sadat ha kentañ-ministr Israel Menahem Begin d'ar 17 a viz Gwengolo 1978, a oa un arsav-brezel. Goude daouzek devezh marc'hata kuzh etre an daou du e Camp David, e Maryland, er Stadoù Unanet, e teujont a-benn da gavout un emglev. Sinet e voe an div lodenn eus an emglev en Ti Gwenn, dindan evezh prezidant Stadoù-Unanet Amerika Jimmy Carter.

An eil tammm eus an emglev (ul lodenn evit "un emglev peoc'h etre Egipt hag Israel") a zegasas un arsav-brezel etre an div vro e 1979. Abalamour d'o emglev, Sadat ha Begin a voe enoret asambles gant Priz Nobel ar Peoc'h e 1978. An tamm kentañ eus an emglev hollek, un tamm hag a glaske kaout ar peoc'h er Reter-Nesañ a voe nac'het gant Aozadur ar Broadoù Unanet, rak sinet e oa bet hep goulenn o ali gant tud Palestina ha padal e oa tiriadoù Palestina e oa ar sujed pennañ.