Anwar el-Sadat
Anouar el-Sadat أنور السادات | |
---|---|
![]() | |
Anouar el-Sadat e 1980 | |
Deiziad ganedigezh | 25 a viz Kerzu 1918 |
Lec'h ganedigezh | Mit Abu al-Kum Egipt |
Aet da anaon | 6 a viz Here 1981(62 bloaz) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Soudard Politikour |
Sinadur | |
Diplomoù | Akademiezh lu Egipt |
Skour | Islam |
Prezidanted Egipt | |
kemmañ ![]() |
Anouar el-Sadat, stumm kornôgel ʼAnwar as-Sadāt (arabeg : أنور السادات ; anv a-bez Muhammad Anouar el-Sadat arabeg : محمد أنور السادات Muḥammad ʼAnwar as-Sādāt), ganet d'ar 25 a viz Kerzu 1918 hag aet da anaon d'ar 6 a viz Here 1981, a oa ur politikour ha prezidant a vro Egipt.
Bet e oa bet prezidant bro Egipt etre 1970 betek bezañ muntret e 1981.
Roet e oa bet dezhañ priz Nobel ar peoc'h e 1978, asambles gant ar c'hentañ ministr izraelian Menahem Begin, goude emglevioù Camp David, lec'h ma voe hollbouezus e ferzh.
Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sadat a zo ganet en Egipt, en ur gêriadenn tal kichen delta an Nil anvet Mit Aboul Koum e proviñs gouarnamant Menufeya. Ar familh a zo paour hag en deus 13 bugel, an tad a zo a orin Egipt ar vamm a orin Soudan [1]
Studiañ a ra e Akademiezh lu Egipt e Kaero. Tapout a ra e ziplom er bloavezh 1938, kaset e vez neuze etrezek ar skourr pellgehentiñ.
Hent soudard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ofisour yaouank, tostaat a ra eus al luskad Breudeuriezh muzulman [2]