Kaozeal:Anwar el-Sadat
Neuz
Salud,
Div evezhiadenn diwar-benn treuzskrivadur an anvioù arabek e brezhoneg.
- Mohammed eo ar stumm reizh, rak doublet eo an /m/ en arabeg en anv-se.
- Ne c'hall ket أنور السادات bezañ skrivet "Anouar el-Sadat" e brezhoneg, evit daou abeg :
- • ur gensonenn gevatal da /w/ eo /و / en أنور, Anwar eo ar skrivadur reizh e brezhoneg neuze ;
- • da /s/ e tro /l/ dirak /s/, neuze السادات a zistager as-Sadat pe es-Sedet, an /أ/ o vezañ distaget etre /ɑ/ hag /e/.
- A-hend-all, [mæˈħæmmæd ˈʔɑnwɑɾ essæˈdæːt ] eo an distagadur egiptat > reizh eo ar stumm kornôgel Anwar es-Sadat, a rankfe bezañ titl ar pennad neuze.
Nobozo (kaozeal) 25 Mae 2015 da 09:14 (UTC)
Demat, bennozh evit an evezhiadennoù. A gallout a rafec'h ober ar cheñchamantoù a zere mar plij ganeoc'h? Adal ar bajenn-se e erruer etrezek an holl pennadoù gant prezidanted Egipt emaon e sevel:https://br.wikipedia.org/wiki/Prezidant_Republik_arab_Egipt Gall a rafec'h ober evit an holl re? A galon--Dishual (kaozeal) 25 Mae 2015 da 09:49 (UTC)