Mont d’an endalc’had

Gavr (steredeg)

Eus Wikipedia
War dreiñ emañ ar pennad-mañ.
→ Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ, klikit war Kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù a zo chomet en ur yezh all.
Ar C'havr

Ar C'havr (Capricornus, berraet e Cap) zo unan eus steredegoù ar zodiak. Peuliesañ e vez skeudennet e furm ur boud mojennel hag a zo hanter c'havr, hanter besk.

Unan eus an 88 steredeg a-vremañ eo ar C'havr, hag e oa ivez gwezhall unan eus an 48 steredeg er roll savet e diwezh an eil kantved kent J.K. gant ar steredoniour Klaudios Ptolemaios. (♑︎) e oa hec'h arouez hengounel er steredouriezh. Hervez e harzoù a vremañ ez eo bevennet gant [[Erer (steredeg)[an Erer]], ar Saezhataer, ar Mikroskop, Pesk ar Su hag ar Skuilher-dour. Emañ ar steredeg e rann an oabl anvet "ar mor" pe "an dour", anezhi ur vodadeg steredegoù a denn d'an dour evel ar Skuilher-dour, ar Pesked hag Eridan. Bihanañ steredeg ar zodiak eo ivez, daoust ma n'eo ket ar vihanañ e-mesk an 88 steredeg termenet gant Unvaniezh Etrebroadel ar Steredoniezh.

Steredennoù heverkañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deneb Algedi (δ Capricorni)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar steredenn lugernusañ eus steredeg ar c'havr eo Deneb Algedi (da lâret eo Lost ar menn en arabeg), pe δ Capricorni. Ur steredenn wenn eo, « metalek » rak he spektr zo ennañ roudoù niverus eus elfennoù evel ar zink, ar bariom, ha kement zo. N'ouzer ket d'ar just penaos he rummata c'hoazh.

Ur steredenn doubl eo Deneb Algedi : ur c'havandad he deus met nebeut-kenañ e sked (15,8 eo e veurez heverz) hag e kuzh Deneb Algedi bep 1023 deiz, ar pezh a vihana e veurez eus 0,2. Ma talc'her kont eus an amzer etre div fallaenn ez eo tost-kenañ an div steredenn, ha marteze emaint hogos a-stok.

Dabih (β Capricorni)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil steredenn eus ar steredeg eo Dabih (β Capricorni). Ur reizhad steredennoù kemplezh-kenañ eo e gwirionez. D'ar c'hentañ gwel ez eo ur steredenn doubl. Ar skedusañ eo β1 Cap (3,1 meurez). β2 Cap a c'haller hogos gwelet gant an daoulagad hepken (6,2 meurez). 21 000 ua zo etre an div steredenn d'an nebeutañ ha treiñ a reont an eil en-dro d'eben en ur milion bloavezhioù d'an nebeutañ.

β2 Cap (Dabih Minor) zo ur steredenn gourramzel (klas B9), pinvidikaet en un doare direizh en arc'hant-bev hag e manganez. Ur c'havandad he deus hec'h-unan, 30 ua diouti, anezhi ur steredenn standard eus ar c'hlas F moarvat, dezhi 13 meurez.

Ar gempleshañ eo β1 Cap (Dabih Major). Treiñ a ra ur steredenn ramzel, dezhi 9 meurez, en-dro dezhi e 3,8 bloaz ha 4 ua diouti. Ur c'havandad all he deus avat hag a dro en-dro dezhi e 8,7 deiz.

Algedi (α Capricorni)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede steredenn eus ar steredeg eo Algedi (α Capricorni) (« ar menn » en arabeg). Ar steredenn-mañ eo ar pellañ er c'hornôg eus ar re a c'haller gwelet gant an daoulagad hepken e-mesk stered ar C'havr. E gwirionez ez a div steredenn disheñvel d'ober Algedi, hag e c'haller o gwelet gant an daoulagad tamm-pe-damm (ar pezh zo ral-kenañ e-touez ar stered). An hini bellañ (687 bloavezh-gouloù), α1 Cap, eo an hini a sked an nebeutañ (4,75 meurez). An hini dostañ (109 bloavezh-gouloù, c'hwec'h gwezh tostoc'h), α2 Cap, zo 3,58 meurez heverz dezhi. Stered melen toc'hor zo anezhe o-div. α1 Cap, a reer Prima Giedi anezhi ivez, zo ur steredenn gourramzel a glas G3, α2 Cap, Secunda Giedi hec'h anv, zo ur steredenn ramzel a glas G8.

Ur steredenn stroll eo α1 Cap. tri c'havandad he deus, 9,6, 14,1 ha 14,2 o meurez.

Ur steredenn stroll eo α2 Cap ivez. Treiñ a ra div steredenn all en-dro dezhi, tost-kenañ, pep a veurez gwanoc'h evit 11 dezhe.

Testeniekaet eo bet ar steredeg-mañ evit ar wech kentañ e skeudennoù engravet war ur siell e stumm ur granenn eus an XXIvet kantved kent JK. pe war-dro. Enrollet e oa bet en ur feson splann e katalogoù babilonian ar stered a-raok 1000 kent JK. E penn-kentañ oadvezh an arem e tremene an heol er steredeg e-pad Goursav-heol ar gouañv, met hiziv an deiz, abalamour da bresesiad ar c'heideloù, e tremen an heol e steredeg ar Saezhataer da vare goursav-heol ar goañv[1]. Bremañ e tremen an Heol e steredeg ar C'havr eus diwezh miz Genver betek kreiz miz C'hwevrer[ 4 ].

Daoust ma ne c'hoarvez ket mui goursav-heol ar goañv en hantervoul norzh e-keit ha m'emañ an heol e steredeg ar C'havr, evel ma rae betek 130 kent JK., an arouez steredouriezh anvet ar c'havr a vez implijet dalc'hmat evit merkañ lec'h ar goursav-heol-se, ha ledred lec'h an heol pa vez en e suañ a gendalc'h da vezañ anvet Trovan ar C'havr, un anv a dalvez ivez evit al linenn war an Douar ma vez an heol a-blom a-us da benn an dud zo eno da greisteiz lec'hel da zeiz goursav-heol miz Du[ 4 ].

Dizoloet e oa ar blanedenn Neizhan gant ar steredoniour alaman Johann Galle, e-kichen Deneb Algedi (δ Cap) d'an 23 a viz Kerzu 1846, pa c'haller gwelet ar C'havr ar gwellañ diouzh Europa da 4e e miz Kerzu (petra bennak ma oa Neizhan e-barzh harzoù ar Skuilher-dour d'ar mare ma oa bet dizoloet, hervez harzoù modern ar steredegoù savet e penn-kentañ an XXvet kantved goude JK.).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Rogers, John H. (1998). "Origins of the ancient constellations: I. The Mesopotamian traditions". Journal of the British Astronomical Association 108: 9–28