Mont d’an endalc’had

Célestin Lainé

Eus Wikipedia
Célestin Lainé
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denCélestin Lainé Kemmañ
Anv ganedigezhCélestin François Émile Lainé Kemmañ
Anv-bihanCélestin Kemmañ
LesanvAb Arzel, Kerjean, C. L. Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Her 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv1983 Kemmañ
Lec'h ar marvIwerzhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
MicherIjinour Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Centrale Paris, Skol-Veur Roazhon Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Breizh (1931-1944) Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
Grad milourelUntersturmführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Gwenn ha du Kemmañ
Poltred Célestin Lainé e Breiz Atao, 12 a viz Even 1938
Célestin Lainé bloavezh 1944 gant unwisk Waffen-SS ar Bezen Perrot

Célestin François Émile Lainé, lesanvet Neven Henaff (Naoned, 25 a viz Here 1908Baile Átha Cliath, 7 a viz Here 1983) a oa ur broadelour breizhat ha pennrener ar Bezen Perrot.

Ganet e oa bet e Naoned ha desavet e Gwitalmeze (Bro-Leon).

Strivañ a reas da grouiñ un arme vroadel e Breizh a-benn lakaat ar vro da vezañ dizalc'h.

Célestin Lainé ha Marsel Guieysse zo enaouerien ar Bezen Perrot, ur strollad-stourm Bretoned dindan an unwisk alaman o stourm gant lu an Trede Reich.

Ar renk a SS-Untersturmführer a veze gant Célestin Lainé, lesanvet Neven Henaff. Bet e oa penn meur ha kentañ hini ar strollad stourm.

E dibenn an Eil Brezel-bed e tec'has da Iwerzhon gant sikour obererezh falspaperioù Yann Fouéré.

Goude ar Brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1960 e reas Célestin Lainé un droiad e Japan dre ma oa bet o kejañ gant Georges Ohsawa er bloavezhioù 1930 e Pariz[1].

Mont a reas da anaon e Dulenn, m'edo o chom abaoe 1947 goude bezañ bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh e Bro-C'hall.

Meur a anv-pluenn zo bet implijet gant Célestin Lainé : Ab Arzel, Albrogat, C. L. Kerjean, Neven Henaff, Neven Aberispou hag Urien Riwallon[2].

Levrioù
  • Mentoniez, Emb. Gwalarn, Brest, 1934.
Kenlabour
  • Eur pennad mentoniez, Gwalarn #17, 1929, p. 87
  • Gehrard von Trevenar, Gwalarn #158, 1943, p. 117
  • A genouenniz !, Breiz Atao #286, 1937, p. 3
  • D'an aotrou Perrot, Breiz Atao #337, 1944, p. 18
  • Gweledigez Kadoran, Stur #12, 1938, p. 27
  • Sevenadur atlantegat, Al Liamm #102, 1964, p. 39
  • Dibennou da stummañ anvioù-lec'hiou diwar anvioù-gwez, Tir-na-nOg #4, 1947, pp. 18-20

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.