Chapel Itron-Varia ar Sklaerder (Perroz-Gireg)
MONUMANT ISTOREL |
---|
Ur chapel brudet abaoe pell amzer ha savet war ur blaenenn uhel a-us d'ar mor eo chapel Itron-Varia ar Sklaerder e Perroz-Gireg. E gouel ar Werc’hez Hantereost ez eus un deiz pardon bras hag en em vodañ a ra an dud deuet eus an trowardroioù tro-dro d'ar chapel kempennet brav ha kizellet kaer ha pinvidik hec'h istor.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krog e oa an aotrou Lom Kintin, person Perroz, da sevel ar chapel-mañ er bloavezh 1445. Koulskoude, nen eo bet echuet an tour ken nemet e fin ar c'hantved war-lerc'h, goude 1594, graet gant mein tennet eus kastell kozh Ploumanac'h, dismantret er memes bloavezh gant soudarded ar Roue, e-pad ar brezelioù relijion e mare Brezel "ar Re Unanet” (e galleg “la Ligue").
Ar Vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Damdost da c'hwec'h kant vloaz zo e oa listri brezel o tistreiñ eus Bro-Saoz, hag int renet gant ur Breizhad, markiz Barac'h, eus Louaneg. Mat e oa an avel, sioul ar mor, glas an oabl ha seder an holl galonoù en ur dostaat ouzh ar vro. En un taol e savas ur vougenn hag a'n em ledas war ar mor hag a devaas evel ur goumoulenn; an heol a oa kuzhet, an oabl teñvalaet; ret e oa chom hep fiñval. Met an avel a zeuas da greñvaat hag en desped d'ar sturier e oa kaset al listri war-eeun war reier ar Jentilez. Ar markiz, dirak ar marv ken tost, a gouezhas war e zaoulin ha gantañ e holl verdeidi: « O, Mari, emezañ, Mamm Doue, Rouanez Breizh hag ar mor, ho pezit truez ouzhimp; saveteet ac'hanomp, hag evel testeni a anaoudegezh vat, me a savo deoc’h ur chapel! »
A-boan ma oa echu ar bedenn ma troas krenn an avel hag e-lec'h kas al listri war ar reier, e sikouras anezhe da vont war-du an aod. Er memes koulz, a-us da reier Ploumanac'h, e voe gwelet ur barr-heol hag a ziskouezas d'ar sturier an hent da vont da borzh Perroz, e-lec’h ec’h errujont nebeut goude. Holl asambles ec’h ejont gant feiz betek ar menez o devoa gwelet warnañ ar sklêrijenn vurzhudus o tarzhañ; kouezhañ a rejont d'an daoulin evit trugarekaat ar Werc'hez. Ar markiz a brenas ul lodenn douar gant e zanvez hag e roas d'ar chapel a lakaas da sevel an anv a Itron-Varia ar Sklaerder abalamour d'ar sklêrijenn en doa roet spi dezhañ.
Er-maez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tammig a-us d'ar porched ez eus un delwenn eus ar “C’hemennadur d’ar Werc’hez” hag ur "Pieta" brav ha prizïus. Uheloc'h evit ar prenestr emañ ar Werc'hez hag he Mabig Jezuz, kizellet kaer. Er porched ez eus c'hwec'h delwenn: ar Werc'hez gant an aeled tro-dro dezhi, santez Anna, sant Pêr hag ar pevar Avieler. Ar Werc'hez, ar "C’hemennadur d’ar Werc’hez", sant Pêr, sant Paol ha sant Yann-Vadezour a zo kizellet ivez e koad an nor. Hanter devet int bet gant an ltanfoeltr, kouezhet gwechall war benn an tour.
Diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E korn dehou an nor, ez eus ur piñsin dour benniget eus ar XVvet kantved, gant ur penn morian en e gorn, ur soñj eus Kergustentin, tapet d'ar c'houlz-se gant an Durked otoman.
- A-us d'an nor ez eus ur C'hrist war ar Groaz, e zaoulagad leun a dristidigezh ha peoc'h enno koulskoude.
- An aoter vras, graet e-pad ar XVIIvet kantved, a zo bet adlivet-flamm nevez ‘zo. En tu kleiz dezhañ emañ skeudenn vras hag enoret meurbet Itron Varia ar Sklaerder, kurunennet e 1946, diouzhtu goude an Eil brezel-bed, dre ma oa bet gwarezet ar chapel diouzh bombezennoù ar Saozon hag a oa o tagañ kastell dindan zouar Maez Gouez, bet savet gant an arme alaman. Bep bloaz, da ouel Mari Hantereost, pa vez ar pardon bras, e vez douget skeudenn ar Werc'hez betek ar C'hrec’h, e-lec’h ma vez miliadoù a birc’hirined ouzh he fediñ.
- War ar mogeriou, tro-dro d'ar chapel, ez eus kalz a zent kozh all:
- sant Fieg, patron al labourien-douar, diskouezet gant ur bal en e zorn, ar sant-se deuet da Vreizh eus Iwerzhon e-kerzh ar VIIvet kantved,
- sant Nikolaz, patron ar vugale,
- sant Sebastian, merzher,
- sant Samzun, tad eskopti Dol. Gwechall e oa Perroz en eskopti Dol, ha n’eo ket en hini Landreger.
- Hent ar Groaz er chapel zo bet livet gant Maurice Denis (1941), arzour brudet da vat. A-raok ar brezel e plije dezhañ dont da Berroz evit tremen e vakañsoù en e di brav war vord ar mor e Trestrignel.