Chapel Itron-Varia ar Sklaerder (Perroz-Gireg)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Chapel Itron-Varia ar Sklaerder (Perroz-Gireg)

Ur chapel brudet abaoe pell amzer ha savet war ur blaenenn uhel a-us d'ar mor eo chapel Itron-Varia ar Sklaerder e Perroz-Gireg. E gouel ar Werc’hez Hantereost ez eus un deiz pardon bras hag en em vodañ a ra an dud deuet eus an trowardroioù tro-dro d'ar chapel kempennet brav ha kizellet kaer ha pinvidik hec'h istor.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog e oa an aotrou Lom Kintin, person Perroz, da sevel ar chapel-mañ er bloavezh 1445. Koulskoude, nen eo bet echuet an tour ken nemet e fin ar c'hantved war-lerc'h, goude 1594, graet gant mein tennet eus kastell kozh Ploumanac'h, dismantret er memes bloavezh gant soudarded ar Roue, e-pad ar brezelioù relijion e mare Brezel "ar Re Unanet” (e gallegla Ligue").

Ar Vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Damdost da c'hwec'h kant vloaz zo e oa listri brezel o tistreiñ eus Bro-Saoz, hag int renet gant ur Breizhad, markiz Barac'h, eus Louaneg. Mat e oa an avel, sioul ar mor, glas an oabl ha seder an holl galonoù en ur dostaat ouzh ar vro. En un taol e savas ur vougenn hag a'n em ledas war ar mor hag a devaas evel ur goumoulenn; an heol a oa kuzhet, an oabl teñvalaet; ret e oa chom hep fiñval. Met an avel a zeuas da greñvaat hag en desped d'ar sturier e oa kaset al listri war-eeun war reier ar Jentilez. Ar markiz, dirak ar marv ken tost, a gouezhas war e zaoulin ha gantañ e holl verdeidi: « O, Mari, emezañ, Mamm Doue, Rouanez Breizh hag ar mor, ho pezit truez ouzhimp; saveteet ac'hanomp, hag evel testeni a anaoudegezh vat, me a savo deoc’h ur chapel! »

A-boan ma oa echu ar bedenn ma troas krenn an avel hag e-lec'h kas al listri war ar reier, e sikouras anezhe da vont war-du an aod. Er memes koulz, a-us da reier Ploumanac'h, e voe gwelet ur barr-heol hag a ziskouezas d'ar sturier an hent da vont da borzh Perroz, e-lec’h ec’h errujont nebeut goude. Holl asambles ec’h ejont gant feiz betek ar menez o devoa gwelet warnañ ar sklêrijenn vurzhudus o tarzhañ; kouezhañ a rejont d'an daoulin evit trugarekaat ar Werc'hez. Ar markiz a brenas ul lodenn douar gant e zanvez hag e roas d'ar chapel a lakaas da sevel an anv a Itron-Varia ar Sklaerder abalamour d'ar sklêrijenn en doa roet spi dezhañ.

Er-maez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched tu ar c'hreisteiz

Un tammig a-us d'ar porched ez eus un delwenn eus ar “C’hemennadur d’ar Werc’hez” hag ur "Pieta" brav ha prizïus. Uheloc'h evit ar prenestr emañ ar Werc'hez hag he Mabig Jezuz, kizellet kaer. Er porched ez eus c'hwec'h delwenn: ar Werc'hez gant an aeled tro-dro dezhi, santez Anna, sant Pêr hag ar pevar Avieler. Ar Werc'hez, ar "C’hemennadur d’ar Werc’hez", sant Pêr, sant Paol ha sant Yann-Vadezour a zo kizellet ivez e koad an nor. Hanter devet int bet gant an ltanfoeltr, kouezhet gwechall war benn an tour.

Diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.