Mont d’an endalc’had

Brezhoneg ar bobl

Eus Wikipedia

Brezhoneg ar bobl, pe ar brezhoneg-pobl, a zo un droienn a vez graet ganti a-wechoù evit ober anv eus un doare brezhoneg.
A-wechoù e vez kaoz eus brezhoneg ha ne vefe ket «brezhoneg kador», brezhoneg uhel pe lennegel.
A-wechoù all e vez implijet an anv-se da enebiñ un doare brezhoneg, hag a vije naturel ha poblek, diouzh unan all hag a vije artifisiel.

Anv meur a dra

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg ar bobl a zo ivez anv meur a dra:

  • Brezhoneg ar Bobl a oa anv ur c'hef hag a servije da embann levrioù e brezhoneg eeun en dastumad Douar ar Yaouankiz embannet gant Al Liamm[1].
  • Anv brezhonek ur forom divyezhek er Genrouedad a oa bet anezhañ betek miz C'hwevrer 2012 pe, resisoc'h, unan eus an daou anv brezhonek implijet da dreiñ an anv gallek anezhañ.

Brezhoneg ar bobl ha brezhoneg eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Roparz Hemon e oa kar-tost brezhoneg ar bobl d'ar brezhoneg eeun : «Kelc'h Gwalarn (...) o lakaat skridoù kozh savet e yezh ar bobl e brezhoneg eeun (...). Souezhet on bet va-unan o kavout ne oa d'ober alies nemet adskrivañ, hep kemmañ netra, a-boan ur gerig bennak ur wech an amzer. Ma n'eus nemet war-dro 1.400 ger e brezhoneg eeun, a-walc'h eo ar re-se da zisplegañ un niver dreistkred eus an troioù-lavar a glever bemdez war ar maez.»[2]

Chom a ra da c'houzout neuze pegen kozh eo ar brezhoneg-pobl. E spered kalz tud eo brezhoneg o zud, pe o zud-kozh, ha n'a ket pelloc'h, en amzer dremenet, daoust ma'z eo kalz koshoc'h ar yezh.
Da neuze, e lavaro lod n'emañ ket ar gerioù demat, trugarez, privezioù, liard, e brezhoneg ar bobl, peogwir n'o deus ket klevet anezho gant brezhonegerien a vremañ, pan o c'haver e meur a oberenn, evel Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel, da skouer.
Aes e vez ankouaet gant kalz tud ez a yezh ar bobl war baouraat e kement bro ma ne vez ket degemeret ar yezh er skolioù, pe pa ne vez ket ken yezh ar pemdez en ur gevredigezh. Ma rankje brezhoneg ar bobl bezañ brezhoneg dre gomz hepken n'hallje ket mont war binvidikaat.

Brezhoneg ar bobl, brezhoneg komzet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre vras e vez graet brezhoneg ar bobl gant un toullad tud eus ur yezh hag a vije, pe a vije bet, hini ar bobl. Nemet n'eus ket emglev etre an holl da c'houzout petra eo ar brezhoneg na petra eo ar bobl.
E gwirionez e vez kaoz eus ar rannyezhoù hag eus brezhoneg komzet dreist-holl. Ar memes tra eo hervez Jules Gros, e rakskrid gallek trede lodenn e oberenn Le Trésor du Breton Parlé e 1975, troet amañ :

Ne laran ket, evit kelo-se, eo peurvat ar brezhoneg komzet a vremañ. Ma en deus perzhioù mat en deus ivez perzhioù fall evel a gaver en holl yezhoù-pobl. Techet eo da vont a-du gant ar bihanañ striv, n'eo ket troet gant an difetis, ha gwall douget eo d'an adlavarout ha d'ar rec'hwezhañ. Ar c'heriaoueg, gwall c'hallekaet, dreist-holl abaoe brezel 1939-45, a vefe ret gwellaat. ...

Diouzh a ouzer, n'eo ket bet dislavaret gant den.

  • Astenn al lodenn-mañ a vije d'ober.

A-wechoù koulskoude e vez graet brezhoneg-pobl eus oberennoù lennegel zo, kanaouennoù brezhonek da skouer, embannet en un doare rannyezhel, pe eus skrivagnerien zo, hag a rae gant o rannyezh.

  • Ar Wenedourien a blij dezho menegiñ yezh Loeiz Herrieu evel gwellañ skouer ar brezhoneg-pobl alies, goude ma vez kavet re lennegel gant lod anezhe.
  • Gallout a reer menegiñ oberenn Ivon Krog ha hini Yann ar Floc'h.
  • Meneget e vez Yeun ar Gow a-wechoù evel skouer eus brezhoneg-pobl Kerne. Koulskoude eo brezhoneg lennegel, petra bennak ma'z eo soubet er yezh poblek. E gwirionez e oar ar skrivagner ober e vad eus e anaoudegezh don eus ar brezhoneg komzet en e vro koulz hag eus an hini studiet gantañ el levrioù.
  • Pezhioù Jakez Riou ha Youenn Drezen zo tost d'ar brezhoneg komzet. O danevelloù pe o barzhoniezh avat n'int ket.

Yezh Goueloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • N'eus ket a skridoù e yezh Goueloù, koulz lavarout.

*Gwelout


Talvoudegezh yezh ar bobl hervez an dud

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

«Brasoc'h fazi c'hoazh (...) e vefe ober fae war an troioù-lavar kaer, sasun ha kreñv, a zeu gant ar vrezhonegerien diwar ar maez, hag a gavomp ken fonnus e skridoù ar skrivagnerien o deus graet gant yezh ar bobl. Amañ eo al louzoù a-enep gallekadur ar yezh lennegel, ha pell ’zo en deus hor mestr Frañsez Vallée diskouezet dimp ar skouer war an dachenn-mañ evel war veur a hini all.» Roparz Hemon en e zigoradur d'e c'hGeriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel[3].

Skrivagnerien zo, gant Emgleo Breiz, a lavar a-wechoù bout difennerien brezhoneg ar bobl, evel pa vije ar re all a-enep.

Anv ur forom hag a lavare bezañ gouestlet da vrezhoneg ar bobl e oa "le forum du breton populaire" (da istitl dezhañ: "BREZHONEG AR BOBL - BRETON ER BOBL - Le breton authentique"). Alies e veze kaoz ennañ e galleg, marteze abalamour ma skrive pep hini en e zoare, ha poan o deveze lod o kompren brezhoneg skrivet ar re all. Aesoc'h e veze neuze tremen dre ar galleg etre brezhonegerien, pe tud a lavare bezañ.

Enebourien, a-hervez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz a vez alies gant tud ar forom eus enebourien veur brezhoneg ar bobl. Setu piv eo an enebourien-se: Diwan, Orifis ar brezhoneg (sic), ar roazhoneg, an neobreton, ar skolioù-meur, hervez an dro. Daoust da se ne lavar hini eus an enebourien a venegont ez int enebet ouzh brezhoneg ar bobl.

Kunujennoù dreist-holl a veze taolet gant ar berzhidi war ar re na vezent ket a-du gante. Ur c'h-Kemen (sic) a oa: «C'hwi a bromet na gassefec'h ket tamm messaj e-béd hag a vefe e-barzh : kunujennoù, frignantaj, hudurgnaj, lotaj, traoù droug diwar-benn tud all, gourdrous, traoù hag a denn d’ar seks... pe forzh petra all c'hoazh lar afe a-eneb d’ar lesennoù.», koulskoude ne veze koulz lâret nemet seurt traoù gant perzhidi zo.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • R. Hemon, Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel / Petit dictionnaire français-breton des expressions populaires, Hor Yezh, trede embannadur, 1990.
  1. Al Liamm niv. 16, 1949, p. 80-81.
  2. Al Liamm, niv.15, Eost 1949, p.83.
  3. R. Hemon, Geriadurig gallek-brezhonek an troioù-lavar poblel / Petit dictionnaire français-breton des expressions populaires, Hor Yezh, trede embannadur, 1990, p. 5.