Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Brezhoneg ar bobl

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eo ket ur pennad-holloueziadur, "n'eus forzh petra" ne lavaran ket, soñjezonoù hiniennel ha n'o deus ket o flas war un holloueziadur

Div linenn dizanv a-raok ober freuz. Ma rafe a holl dud kemend-all ne vanje ket nemeur a bennadoù er wikipedia ken. Pedet oc'h da resisaat petra a zisplij deoc'h er pennad holloueziadur-mañ, ha petra a ginnigfec'h lakaat en e lec'h, sioul ha seder, hep ober freuz evel-just.Bianchi-Bihan 11 Meu 2011 da 04:03 (UTC)[respont]

Splann eo n'eo ket ur pennad holloueziadur. N'eus ket nemet soñjezonoù hiniennel ennañ ha n'o deus ket o flas war un holloueziadur evel-just. Ma n'oc'h ket evit intent un dra ken simpl a-se e vo dibosupl din displegañ deoc'h. Anat eo. N'on ket plijet gant ar forum "brezhoneg ar bobl" kennebeut met lec'hioù all zo evit displegañ e soñjezonoù. Wikipedia n'eo ket ul lec'h evit ober sort prederi. C'hwi a c'hell krouiñ ur forum evit skignañ ho soñj ma ho peus c'hoant. Ret a vo din goulenn ouzh ur merour evit diverkañ ar pennad ma n'oc'h evit ober hoc'h-unan.

Goulennit, me ho ped. Bianchi-Bihan 11 Meu 2011 da 09:21 (UTC)[respont]

Ma'z on pedet ez in. Un dristigezh eo (sinet: Implijer:91.214.169.110 d'an 11 Meu 2011 da 09:29)

N'on ket sur e talv d'un dra bennak ober kement a charre gant ur forom na dalv ket kalz muioc'h evit ur chik butun, forzh penaos.--Trec'hlid mitonet 11 Meu 2011 da 12:36 (UTC)[respont]

Trec'hlid mitonet nous a mitoné un super article! Bravo Trec'hlid!

E gwirionez eo unan eus an dud kalonek a vez o skeiñ teil war benn an dud all hag a deu d'ober freuz amañ peogwir e tisplij pezh a gonter eus e oberoù. N'eo ket gouest da arguzenniñ un disterig war frazenn ebet, nag amañ, nag en e forom. 90.12.49.135 11 Meu 2011 da 15:18 (UTC)[respont]

Mersi bras d'ober publissite demp

Kentañ tro war ar forom, c'hoant ... 'meus :) Jolback 12 Meu 2011 da 01:26 (UTC)[respont]

N'ouzon ket hag-eñ e talvez ar boan bezañ meneget : ur forom a oa bet savet evit ober goap eus techoù tud zo war foromoù Brezhoneg ar bobl, anvet "Brezhoneg ha bobl-gum - Le breton en toc et en tic" : http://boblgum.bbactif.com/login 'Pezh a zo, abaoe ur pennadig n'haller ket lenn ken an eskemmoù a oa bet savet evit fentigelliñ (hag embannet holl d'ur 1añ a viz Ebrel ma ne fazian ket) ma ne vezer ket unan eus merourien ar forom. Ed 6 Gen 2012 da 11:39 (UTC)[respont]

N'eo ket ur pennad-holloueziadur, "n'eus forzh petra" ne lavaran ket, soñjezonoù hiniennel ha n'o deus ket o flas war un holloueziadur.

Frouezh kenlabour un dornad tud eo. Hoc'h ali personel a c'hall talvezout e Plouie, amañ n'eo ken sur. Bianchi-Bihan 15 Meu 2011 da 03:24 (UTC)[respont]

Perak e lavarit se ? N'emaon ket o chom e Plouie. Kammgemeret ez on ganit, fentus eo rak n'on ket a-du ganit ha raktal e soñjit ez on an den feulz a zo er forom all, farsus eo rak ne skrivan ket eveltañ evit-se.

Kavout a ra din n'eus ket ar pennad-mañ e blas war un holloueziadur daoust ma'z eo frouezh un dornadig tud. En em wallvrudañ a raio ar Wikipedia brezhonek gant pennadoù evel-se, kalz re a soñjoù hiniennel a zo er pennad hep amprouadur morse. Ur pennad-holloueziadur n'eo ket, ur flemmskrid ne lavaran ket. 82.103.138.49 24 Meu 2011 da 22:04 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h evit hoc'h ali. Studiet 'vo an doser neuze. Gwir eo e ranker diwall, kuit na savfe gwallvrud pe kudennoù, n'eo ket ur pal evit Wikipedia anat eo. A galon --Y-M D (kaozeal) 24 Meu 2011 da 22:59 (UTC)[respont]
Kozh kaozioù. Ma kavit abeg tu bennak, lavarit. Ma n'oc'h ket gouest d'ober, n'eus ket ezhomm da goll amzer. Bianchi-Bihan 25 Meu 2011 da 04:48 (UTC)[respont]

Feulster diouzhtu. Setu an traoù e kavan iskis e-barzh un holloueziadur :

"A-wechoù e vez kaoz eus brezhoneg ha ne vefe ket «brezhoneg kador», brezhoneg uhel pe lennegel." : piv a lavar se, e pelec'h ? amprouadur ? arroudennoù ?

"Dre vras e vez graet brezhoneg ar bobl gant un toullad tud eus ur yezh hag a vije, pe a vije bet, hini ar bobl" : piv a lavar se (un toullad tud ? diresis eo), pelec'h ? amprouadur ? Arroudennoù ? Bez ez eus ur bobl c'hoazh evit-se, iskis eo ar frazenn-mañ

"E spered kalz tud eo brezhoneg o zud, pe o zud-kozh, ha n'a ket pelloc'h, en amzer dremenet, daoust ma'z eo kalz koshoc'h ar yezh." : piv a lavar se (piv eo kalz?), e pelec'h ? amprouadur ? soñjoù hiniennel splann

"Da neuze, e lavaro lod n'emañ ket ar gerioù demat, trugarez, privezioù, liard, e brezhoneg ar bobl, peogwir n'o deus ket klevet anezho gant brezhonegerien a vremañ, pan o c'haver e meur a oberenn, evel Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel, da skouer." : piv a lavar se (piv eo lod ? diresis eo), e pelec'h ? amprouadur ? arroudennoù ?

"Aes e vez ankouaet gant kalz tud ez a yezh ar bobl war baouraat e kement bro ma ne vez ket degemeret ar yezh er skolioù" : piv a lavar se (kalz tud ? diresis eo), e pelec'h ? amprouadur ? Penaos gouzout petra a vez ankounac'haet ganto ?

"Ma rankje brezhoneg ar bobl bezañ brezhoneg dre gomz hepken n'hallje ket mont war binvidikaat." : Soñjoù hiniennel rik

Ar rannad "lenegezh" a-bezh : amprouadur ebet, piv en deus lavaret se ? arroudennoù ?

"Tud Emgleo Breiz a lavar a-wechoù bout difennerien brezhoneg ar bobl, evel pa vije ar re all a-enep." : Piv ? E pelec'h ? Amprouadur ? Arroudennoù ?

"Alies e vez kaoz ennañ e galleg, marteze abalamour ma skriv pep hini en e zoare, ha poan o devez lod o kompren brezhoneg skrivet ar re all. Aesoc'h e vez neuze tremen dre ar galleg etre brezhonegerien, pe tud a lavar bezañ." : soñjoù hiniennel ur wezh ouzhpenn, martezeadennoù, gevier.

"Kunujennoù dreist-holl a vez taolet gant ar berzhidi war ar re n'emaint ket a-du gante" : Ur flemmskrid a-berzh un den hag a vije bet enskrivet war ar forom marteze. Amprouadur ? Arroudennoù ?

Un anadurezh eo n'eo ket ur pennad-holloueziadur, ur flemmskrid eo ha setu tout. N'eo ket e bal da Wikipedia bezañ ul lec'h evit flemmañ e enebourien 82.103.138.49 25 Meu 2011 da 07:52 (UTC)[respont]