18 Mezheven
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1694 : Emgann Kameled : klask a ra un arme saoz hag izelvroat dilestrañ en aod an Traezh Rous.
- 1815 : trec'h luioù ar Rouantelezh-Unanet, Prusia hag an Izelvroioù war hini Bro-C'hall en Emgann Waterloo.
- 1940 : Galv an 18 a viz Mezheven, prezegenn dre ar radio saoz (BBC) e Londrez gant Charles de Gaulle evit gervel ar C'hallaoued da genderc'hel gant ar brezel ; dibunet e vo e brezhoneg ivez gant ar Perwenanad Jarl-Vari Guillois d'ar 24 a viz Mezheven.
- 1940 : da 04e30, ez a an arme alaman e-barzh Roazhon, dre straed Felger.
- 1944 : argadet Strouezh Sant-Marc'hell gant an Alamaned.
- 1946 : krouidigezh Republik Italia.
- 1953 : krouidigezh Republik Ejipt, ar jeneral Naguib en he fenn.
- 1954 : Pierre Mendès-France aet da gentañ ministr Frañs.
- 1979 : Sinet emglev SALT II etre an URSS hag ar Stadoù-Unanet.
- 2011 : manifestadeg 'Breizh o stourm' e straedoù Naoned, evit adunvanidigezh velestradurel Breizh.
- 2011 : dilennet eo Nouel ar Graet, bet maer Gwengamp ha prezidant War-raok Gwengamp, da brezidant Kevread gall ar vell-droad.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1294 : Charlez IV (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall adalek 1322 betek e varv.
- 1521 : Maria Portugal, Dugez Viseu.
- 1884 : Édouard Daladier, politikour gall, bet Kentañ Ministr Bro-C'hall.
- 1907 : Varlam Chalamov, skrivagner rusianek.
- 1942 : Thabo Mbeki, prezidant Suafrika.
- 1942 : Paul McCartney, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad The Beatles.
- 1946 : Maria Bethânia, kanerez eus Brazil.
- 1949 : Jarosław Kaczyński, Kentañ Ministr Polonia.
- 1949 : Lech Kaczyński, Prezidant Polonia.
- 1975 : Jamel Debbouze, aktor gall.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1464 : Rogier van der Weyden, livour flamank.
- 1629 : Piet Pieterszoon Hein, moraer eus an Izelvroioù.
- 1898 : Alfred Hart Everett, naturour breizhveuriat.
- 1916 : Max Immelmann, nijer alaman.
- 1928 : Roald Amundsen, ergerzher norvegiat.
- 1936 : Maksim Gorki, skrivagner rusek.
- 1937 : Gaston Doumergue, politikour gall, Prezidant Bro-C'hall.
- 1952 : Efim Bogoljubov, mestrc'hoarier echedoù ukrainat.
- 1996 : Glenmor, Milig ar Skañv e anv brezhonek, barzh ha kanour.
- 2001 : René Dumont, saver an ekologiezh politikel e Bro-C'hall.
- 2008 : Jean Delannoy, filmaozer gall.
- 2010 : José Saramago, skrivagner portugalat.
- 2010 : Marcel Bigeard, ofiser ha politiker gall.
- 2011 : Frederick Chiluba, prezidant republik Zambia.
- 2020 : Vera Lynn, kanerez saoz.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Iliz katolik roman
- Sant Leons, soudard merzheriet evit e feiz kristen († 4vet kantved)