Jean Delannoy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Jean Delannoy
er bloavezhioù 2000

Jean-François Henri Delannoy, bet ganet e Noisy-le-Sec (Seine d'ar mare-se) d'an 12 a viz Genver 1908 hag aet da Anaon e Guainville (Eure-et-Loir) d'an 18 a viz Mezheven 2008, a oa un den a sinema hag en devoa pledet gant an darn vrasañ eus micherioù an arz-se. Padal, anavezet eo evel filmaozour ha saver senarioioù kentoc'h.

Breur eo da Henriette Delannoy, aktourez da vare ar sinema mut.

Goude bezañ kaset da benn vat e studioù war al Lizhiri er Sorbonne e oa aet da arzvarnour da gentañ-penn, ha da-heul, da gazetenner ha da ginklour.

Kroget en devoa Jean Delannoy gant ar sinema o telc'her rolloù bihan, e-barzh ar film Casanova (1927) gant Alexandre Volkoff peurgetket. Da c'houde, seveniñ a reas meur a film berr ha frammañ un toullad all. Galvet e oa bet gant Jacques Deval e 1936 da zont da vezañ e skoazeller evit Club de femmes, a-raok mont da eiler Félix Gandéra evit e filmoù Tamara la complaisante (1937) ha Le Paradis de Satan (1938). Da-heul e teuas er-maez daou film hir all : Macao, l'enfer du jeu (1939) ha Le Diamant noir (1940). Ne rae ket berzh e oberennoù c'hoazh met gallout a c'halled merzout mestroni Delannoy dija kement hag e zonezon da zibab ha ren an aktourien.

Gant Pontcarral, colonel d'empire (1942), ur film o veskañ karantez ha troioù-kaer, en devoa bet un tañva eus ar berzh erfin. E 1943 en devoa sevenet L'Éternel Retour, diwar mojenn ar grennamzer Tristan hag Izold azasaet en un doare arnevez gant Jean Cocteau : daoust d'ar film bezañ deuet er-maez en ur mare gwall ziaes e voe e-touez ar re rouez bet tapet berzh gante e-pad an Dalc'herezh.

Diwar neuze e oa bet savet un toullad mat a filmoù gant Delannoy, kement-se betek penn-kentañ ar bloavezhioù tri-ugent, an darn vrasañ anezhe bezañ chomet divrud, panevet Le Bossu (1944), La Symphonie pastorale ha Dieu a besoin des hommes (1950). Gant Jean Gabin o wiskañ roll ar c'homiser Maigret en devoa troet un nebeud filmoù-polis ivez.

Labouret en devoa evit ar skinwel ivez o sevel heuliadennoù ha telefilmoù.

Da-geñver lid ar Césars 1986 e voe deroet ur gopr a enor dezhañ, evit e vicher a-bezh.

E filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù berr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel filmaozour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel frammer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1932 : Franches lippées,
  • 1933 : Mon chapeau,
  • 1934 : L'École des détectives,
  • 1934 : La Moule.

Evel merour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1937 : Ne tuez pas Dolly.

Filmoù hir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel aktour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel azasaer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel filmaozour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel frammer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel saver divizoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1940 : Le Diamant noir,
  • 1952 : La Minute de vérité.

evel saver senarioioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1942 : L'Assassin a peur la nuit,
  • 1945 : La Part de l'ombre,
  • 1951 : Le Garçon sauvage,
  • 1952 : La Minute de vérité,
  • 1953 : La Route Napoléon,
  • 1954 : Obsession,
  • 1955 : Marie-Antoinette,
  • 1957 : Maigret tend un piège,
  • 1959 : Maigret et l'affaire Saint-Fiacre,
  • 1961 : Le Rendez-vous,
  • 1962 : Vénus impériale,
  • 1965 : Les Sultans,
  • 1966 : Le Soleil des voyous,
  • 1969 : La Peau de Torpédo,
  • 1972 : Pas folle la guêpe,
  • 1987 : Bernadette.

evel skoazeller-sevener[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1936 : Club de femmes gant Jacques Deval.