Vera Lynn

Eus Wikipedia
Vera Lynn e 1962

Vera Margaret Welch, anavezetoc'h evel Vera Lynn (East Ham, Essex,20 a viz Meurzh 1917Ditchling, East Sussex, 18 a viz Mezheven 2020) a oa ur ganerez saoz, brudet da vare an Eil brezel-bed.

Ober a rae war-dro un abadenn skingomz e-pad ar brezel, anvet Sincerely yours, evit ar soudarded saoz o vrezeliñ dre ar bed, ma voe lesanvet The Forces' Sweetheart ("Karedig an Armeoù"). Mont a reas neuze da ganañ evit an arme saoz en Egipt, en India hag e Birmania. Div ganaouenn dreist ar re all a reas he brud : We'll Meet Again ha The White Cliffs of Dover. Kanañ a reas Lili Marleen e saozneg.

Goude ar brezel e voe brudet bras he c'hanaouenn Auf Wiederseh'n Sweetheart a savas da niverenn 1 ar gwerzhioù e SUA e 1952 e-pad nav sizhun. My Son, My Son a voe niverenn 1 e Breizh-Veur e 1952 ivez.

Enrollañ a reas The Fool on the Hill gant The Beatles ha Quand on n'a que l'amour gant Jacques Brel.

E 1969 e voe anvet da ofiserez, ha roet dezhi an titl « dame » en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat e 1975. E 1998 e voe roet dezhi medalenn urzh Sant-Yann Jeruzalem (OStJ).

E 1995, da 78 vloaz, ez eas war he leve, goude ur sonadeg dirak Palez Buckingham e Londrez. E 1999 e varvas he fried Harry Lewis, a oa soner klarinetenn ; dimezet e oant abaoe 1941 hag ur verc'h o doa bet.

D'an 18 a viz Mezheven 2020 e varvas Vera Lynn d'an oad a 103 bloaz.