10 Gouere
Neuz
(Adkaset eus 10 a viz Gouhere)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1940 : nac'h a ra 80 parlamantad - 8 dilennad breizhat en o zouesk - votiñ al leungalloudoù d'ar Marichal Pétain.
- 1964 : embannadur A Hard Day's Night e Breizh-Veur, trede albom gant ar strollad The Beatles.
- 1981 : kentañ bannadenn ar film tresadennoù-bev The Fox and the Hound e Stadoù-Unanet Amerika.
- 2004 : dalc'het e vez e Brest, betek ar 16 a viz Gouere, pevare Gouel Etrebroadel ar Mor hag ar Vartoloded, Brest 2004 e anv.
- 2010 : ouzhpenn ur milion a dud o vanifestiñ e straedoù Barcelona evit embann ez int ur vroad, da-heul barnadenn Lez-varn Vonreizhel Spagn a nac'he degemer statud emrenerezh Katalonia.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1924 : Henri Deglane, gourener gall, a ya da gampion olimpek er rummad Grek-ha-roman e Pariz.
- 1951 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwerc'h-Breizh war-du Añje (Maine-et-Loire) (a-benn d'an eur).
- 1953 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Naoned war-du Bourdel (Gironde).
- 1956 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Sant-Maloù hag An Oriant ; trec'h eo Fred de Bruyne (Belgia).
- 1977 : 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre An Oriant ha Roazhon ; trec'h eo Klaus-Peter Thaler (Republik Kevreadel Alamagn).
- 1982 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kankaven ha Konk-Kerne ; trec'h eo Pol Verschuere (Belgia).
- 1994 : tapet rekord Bro-C'hall dindan an amzer al lamm uhel (2,33 m) gant ar Breizhad Jean-Charles Gicquel, en Eberstadt (Alamagn).
- 2004 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kastellbriant ha Sant-Brieg ; trec'h eo Filippo Pozzato (Italia).
- 2016 : tapet e gentañ titl etrebroadel gant skipailh mell-droad Portugal da-geñver Kampionad mell-droad Europa 2016.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1509 : Jean Calvin, unan eus pennoù an Disivoud protestant.
- 1830 : Camille Pissarro, livour gall.
- 1856 : Nikola Tesla, ijiner an tredan.
- 1881 : Marcelle Géniat, aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1884 : Pierre Larquey, aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.
- 1963 : Ronan Penseg, marc'hhouarnour.
- 1988 : Maria De Rosa, mestrc'hoarierez echedoù italian, Kampionez Italia e 2003.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 138 : Hadrianus, impalaer roman.
- 1559 : Herri II a Vro-C'hall, roue Bro-C'hall.
- 1851 : Louis-Jacques Daguerre, ijiner gall al luc'hskeudennerezh.
- 1884 : Paul Charles Morphy, meurc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1963 : Césaire Le Coënt, barzh brezhonek.
- 2000 : Antonio Aparicio, skrivagner spagnol.
- 2015 : Omar Sharif, aktor genidik eus Ejipt.