Marcelle Géniat
Marcelle Géniat, bet ganet Eugénie Pauline Martin d'an 10 a viz Gouere 1881 e Sant-Petersbourg[1] (Impalaeriezh Rusia d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Gwengolo 1959 e L'Haÿ-les-Roses (Val-de-Marne a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa nemet eizh vloaz pa reas he c'hentañ kammedoù war al leurenn o telc'her ur perzh er pezh-c'hoari L'assommoir a-gevret gant Lucien Guitry[2]. Kerkent ha 1899 e voe degemeret er gComédie-Française ha mont da gomedianez anezhi (an 348vet) adalek 1910 betek 1912.
Ar filmaozer gall Albert Capellani eo a roas dezhi he c'hentañ roll er sinema, e 1909, o voulc'hañ ur vicher hag a badas betek 1956 a-hed ouzhpenn hanter-kant film. Eviti da vezañ nebeutoc'h anavezet eget aktourezed all eus hec'h amzer — evel Pauline Carton, Jeanne Fusier-Gir ha Denise Grey da skouer — e voe-hi unan barrek-kenañ war ar perzhioù ijinet. Ma kenlabouras gant gwellañ tud sinema ar c'houlz-se.
He fezhioù-c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War al lec'hienn Les Archives du Spectacle[3].
He filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1900-1909 : daou film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1909 :
- Le roi s'amuse, film berr mut sevenet gant Albert Capellani ha Michel Carré,
- Rigoletto, film berr mut gant André Calmettes.
1910-1919 : pevar film (c'hwec'h en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1916 : Le Retour du passé, film mut sevenet gant Léonce Perret.
- 1917 :
- L'Imprévu, film mut gant Léonce Perret (eil film a-gevret),
- Par la vérité, film berr mut gant Maurice de Féraudy ha Gaston Leprieur.
- 1918 : Ainsi va la vie, film berr mut gant Pierre Bressol.
- film ebet.
1930-1939 : naontek film (pemp warn-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1931 : Serments, sevenet gant Henri Fescourt.
- 1933 :
- La Fusée gant Jacques Natanson,
- Quelqu'un a tué gant Jack Forrester.
- 1935 :
- Le Billet de mille gant Marc Didier,
- Crime et Châtiment gant Pierre Chenal,
- Les Mystères de Paris gant Félix Gandéra,
- Le Domino vert gant Henri Decoin ha Herbert Selpin.
- 1936 :
- La Garçonne gant Jean de Limur,
- La Belle Équipe gant Julien Duvivier,
- La Joueuse d'orgue gant Gaston Roudès.
- 1937 : L'Homme du jour gant Julien Duvivier (eil film a-gevret).
- 1938 :
- La Glu gant Jean Choux,
- L'Étrange Monsieur Victor gant Jean Grémillon,
- Carrefour gant Kurt Bernhardt,
- Le Révolté gant Léon Mathot.
- 1939 :
- L'Étrange nuit de Noël gant Yvan Noé,
- Quartier latin gant Christian Chamborant, Pière Colombier hag Alexander Esway,
- Le Paradis de Satan gant Félix Gandéra (eil film a-gevret),
- Le Chemin de l'honneur gant Jean-Paul Paulin.
1940-1949 : triwec'h film (tri ha daou-ugent en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1941 :
- Fromont jeune et Risler aîné, sevenet gant Léon Mathot (eil film a-gevret),
- Le Briseur de chaînes gant Jacques Daniel-Norman.
- 1942 :
- Le Voile bleu gant Jean Stelli,
- Haut-le-Vent gant Jacques de Baroncelli.
- 1943 :
- Les Ailes blanches gant Robert Péguy,
- Le Loup des Malveneur gant Guillaume Radot,
- Jeannou gant Léon Poirier,
- La Valse blanche gant Jean Stelli (eil film a-gevret).
- 1944 :
- 1945 : Dernier Métro gant Maurice de Canonge.
- 1946 : Destins gant Richard Pottier.
- 1947 :
- 1948 :
- La Renégate gant Jacques Séverac,
- Une mort sans importance gant Yvan Noé (eil film a-gevret).
- 1949 :
- Ronde de nuit gant François Campaux,
- Tête blonde gant Maurice Cam.
1950-1959 : unnek film (pevar ha hanter-kant en holl)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1950 :
- La Belle que voilà, sevenet gant Jean-Paul Le Chanois,
- Dieu a besoin des hommes gant Jean Delannoy,
- L'Homme de la Jamaïque gant Maurice de Canonge (eil film a-gevret),
- 1951 : La Passante gant Henri Calef.
- 1952 :
- Procès au Vatican gant René Haguet,
- La Fille au fouet gant Jean Dréville,
- Das Geheimnis vom Bergsee gant Jean Dréville (doare alamanek La Fille au fouet),
- Manon des sources gant Marcel Pagnol.
- 1954 : Le Défroqué gant Léo Joannon.
- 1955 : Sophie et le Crime gant Pierre Gaspard-Huit.
- 1957 : Bonjour jeunesse gant Maurice Cam (eil film a-gevret).
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Evel Sacha Guitry.
- ↑ Tad Sacha Guitry.
- ↑ Ar re c'hoariet gant ar gComédie-Française en o zouez.