Timbroù ar Sarre

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unan eus Stadoù-rannvro Alamagn eo ar Sarre. Bet eo bet, hervez degouezhoù an istor hag en abeg d’he flas e douaroniezh Europa, dindan aotrouniezh an Alamagn pe hini Bro-C’hall hervez ar marevezh.

Un departamant gall[kemmañ]

Unan eus heuliadoù an Dispac’h gall hag ar brezelioù a savo timat en Europa etre ar Republik yaouank hag armeoù Prusia, Aostria ha Bro-Saoz eo aloubididigezh kornog an Impalaeriezh santel roman german gant ar C’hallaoued e 1794, ha krouidigezh departamantoù nevez war an douar alaman. Departamant ar Sarre, savet e 1798, a bado betek diskar Napoleon, ha meret hervez al lezennoù gall gant ar velestradurezh. War-bouez un nebeut kumunioù, an tiriad a vo staget ouzh Prusia dre Feur-emglev Paris e 1814, ha degemeret evel-se en Impalaeriezh alaman e 1871, betek ma yelo hennezh da traoñ e 1918.

Melestradurezh Unvaniezh ar Broadoù[kemmañ]

Gouez da Feur-emglev Versailhez, sinet e dibenn ar Brezel-bed kentañ, e rank ar Sarre bezañ tennet diouzh aotrouniezh broadel Alamagn. Fiziet eo ar vro e melestradurezh ar Frañs gant Kevredigezh ar Broadoù e-pad ur prantad a 15 vloaz.

Etre 1920 ha 1935 ec’h embann ar postoù gall timbroù a-ratozh evit ar Sarre eta. An timbroù kentañ zo re an Alamagn (ar rummad “Germania”), dreistmoullet oute ar ger « Sarre » e galleg hag un hirgarezenn o kuzhat ar meneg « DEUTSCHES REICH » e traoñ an timbroù.

Ur rummad 17 tamm zo kinniget d’ar bratikoù, ar priz izelañ o vezañ 2 pfennig hag 1 mark an talvoudegezh uhelañ, lakaet e gwerzh adalek an 30 a viz Genver 1920. Skouerioù gant un dreistmoulladur en amgin zo anavezet, hogen rouez-kenañ int.

Timbroù Bavaria, dreistmoullet gant peder varlenn anezho, a vez gwerzhet adalek ar 1añ a viz Meurzh.

D’ar 26 a viz Meurzh 1920 e cheñch ar bolitikerezh yezh hag e weler timbroù alaman warno ar ger "SAARGEBIET" (« Rannvro ar Sarre ») en alamaneg o virout da lenn ar gerioù « DEUTSCHES REICH ». An timbr diwezhañ, diouzh ar rummad « Germania » dreistmoullet, a vo embannet d’ar 4 a viz C’hwevrer 1921, gant ur priz a 75 pfennig e-lec’h 20 pfennig.

Etre an 19 a viz C’hwevrer 1921 ha ar 21 a viz Ebrel e teu er-maez timbroù a-ratozh evit ar Sarre. Tennet eo danvez ar rummad 16 timbr diouzh buhez ha lec’hioù brav ar vro, da skouer ar stêr Saar e-kichen Mettlach, labour an dir e Dillingen.

Dispriziet eo an holl dimbroù kozh dreistmoullet hag ar re nevesañ moulet e 1921, pa c’hoarvez d’ar moneiz alaman bezañ kemeret e blas gant al lur sarrad, par d’al lur gall, d’ar 1añ a viz Mae 1921.

An deiz-se eo dreistmoullet ar rummadoù gant gwenneien ha lurioù (gall), hag e 1922 kavet e gwerzh an hevelep timbroù gant ar moneiz nevez, adtreset ha moulet gant livioù disheñvel.

Adalek ar bloavezh 1925 ez eo implijet gant an embregerezh Hélio-Vaugirard e Paris teknik an heliograverezh evit moulañ timbroù ar Sarre. Finoc’h eo ar skeudennoù ha liesseurtoc’h an danvez anezho, hep na vefe trumm ar c’hemm avat : ilizoù, mengleuzioù, feunteunioù ha keriadennoù hengounel. Puilh eo an timbroù awenet gant ar relijion avat, pietà chapel Blieskastel embannet e miz Ebrel 1925 da skwer.

Etre 1928 ha 1934 ez vez embannet timbroù a volontez-vat a-leizh. An timbroù gant ar meneg « Volkshilfe » (« Sikour ar bobl » en alamaneg) a vez moulet hep taos-ouzhpenn met gwerzhet int ur priz uheloc’h evit an dalvoudegezh-gwerzh. Diskouez a reont holl arvestoù o talvoudekaat brokusted ha karitez an dud, paourentez ha dienez ar bobl : ur bugel o harpañ un den dall, egile o reiñ un tamm bara d’ur paour kaezh… Klasket e vez e metoù ar relijion evit bihanaat kalon an dud : mojenn ar Samaritan mat, Sant-Varzhin o titroc’hañ e vantell, santigoù benniget Luca Pozzi, miret en Iliz Sant-Loeiz e Sarrebruck…

E 1933 e vez gwerzhet tri dimbr div wech ar priz merket a-benn rastellat arc’hant ha skoazellaat an annezidi skoet gant tarzhadenn ur c’hloc’h-aezhenn e Neunkirchen: 68 den lazhet, 190 den gloazet ha kantadoù kollet o zi gante.

Ar boblgoulennadeg e 1935[kemmañ]

D’ar 1añ a viz Du 1934 eo dreistmoullet timbroù ar rummad-se gant an titl VOLKSABSTIMMUNG 1935 (“Poblvouezhiadeg 1935”) evit brudañ ar votadeg a roio da c’houzout peseurt statud politikel a vo hini ar vro pa vimp e penn diwezhañ kevrad Kevredigezh ar Broadoù.

Ugent timbr o kinnig gweledvaoù liesseurt, eus ar rummad « Volkshilfe » pe implijet evit ar post dre-nij a resev an dreistmoulladenn-se e miz Du. Seizh timbr ar rummad « Volkshilfe » (meurzh 1934) zo adembannet d’ar 1añ a viz Kerzu 1934. Kemmoù zo evit a sell al liv ha plas an dreistmoulladenn.

D’an 13 a viz Genver 1935, deiz ar boblgoulennadeg, e sav 90,8 % eus ar mouezhioù evit ma vo staget ar Sarre ouzh Alamagn. D’an 26 a viz C’hwevrer 1935 ez eo aet kuit ar soudarded diwezhañ e servij Aozadur ar Broadoù.

Diwar ar 1añ a viz Meurzh 1935 eo timbroù ar Reich a vo graet gante betek diskar ar renad naziek.

Timbroù propaganda Alamagn[kemmañ]

D’ar 26 a viz Eost 1934 ha d’ar 16 a viz Genver 1935 ez eus embannet gant an IIIde Reich daou rummad timbroù evit brudañ ha lidañ distro ar Sarre d’an Alamagn.

Talvoudegezh an timbr kentañ a sav da 6 pfennig ha gwer eo e liv. Taolenniñ a ra daouarn o gwintañ un tamm glaou, tra ma kinnig an timbr 12 pfennig (ruz e liv) un erer a-us d’un hevoud hag ar meneg « Saar ».

E miz Genver 1935, tri devezh goude ar boblgoulennadeg e teu er-maez pevar timbr gant an hevelep skeudenn treset gant Emmy Glintzer: ur vaouez o vriata ur plac’h yaouank, da lavaret eo arouez distro ar Sarre d’ar vammvro.

Melestradurezh ar Frañs[kemmañ]

Alamagn aloubet e 1945 – E glas : tiriad gall - Gant skeudvarennigoù : ar Sarre

Warlerc’h diskar ar renad nazi e miz Mae 1945 ez eo ac’hubet Alamagn gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet, an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika ha Frañs, pep hini anezho oc’h ober war dro un tiriad bevennet gant ur c’henemglev. Sarre zo unan eus ar rannvroioù alaman aloubet ha meret gant ar velestradurezh c’hall, evel ar Roenland-Pfalz (tiriad an hanternoz) ha Baden-Württemberg (tiriad su).

Er rannbarzhioù saoz hag amerikan eo prest an timbroù « Am Post Deutschland », tra m’eo lezet servijoù-post lec’hel a embann ar peadra e reter ar vro, dindan evezh an Arme Ruz.

Annezidi an tiriad aloubet gant ar C’hallaoued a ranko gortoz ar 1añ a viz Gwengolo 1945 a-raok ma yelo en-dro servij ar postoù. Adalek an deiz-se e c’hellont kas ur gartenn-post en hanterenn ar vro aloubet emaint o vevañ enni. D’ar 17 a viz Gwengolo en em astenn ar gwir-se d’al lizhiri ha d’ar paperachoù moulet. Tamm ha tamm, e miz Here ez eo aotreet ar c’has lizhiri war hollad ar pastell-vro aloubet gant ar C’hallaoued. Etre miz Eost ha miz Kerzu eo testeniet paemant an taos gant ur siell « 'Gebühr bezahlt' » (“Paeet hervez ar feur”) war ar c’holoennoù-lizher.

Nac’het he deus ar Stad-C’hall degemer an timbroù amerikan evit ar vro avat, pezh a gas melestradurezh ar Postoù da embann, d’ar 17 a viz Kerzu 1945 timbroù gant an alc’hwezioù “BRIEFPOST” ha “ZONE FRANCAISE”.

Tri rummad zo embannet gant un dalvoudegezh e Pfennig ha Mark. An hini kentañ a ro da welout skoed-ardamez pep rannvro aloubet (Baden, Pfalz, Roenland, Sarre ha Württemberg), hag izel eo priz pep timbr (etre 1 ha 3 pfennig). Embannet int d’ar 17 a viz Kerzu 1947 hag advoulet gant un dalvoudegezhioù-gwerzh arall d’an 11 a viz Genver 1946.

Brasoc’h eo ment timbroù an trede rummad, gouestlet da skrivagnerien Alamagn : Johann Wolfgang von Goethe e miz Kerzu 1945, Friedrich von Schiller ha Heinrich Heine d’ar 1añ a viz Ebrel 1946.

Tennet eo an timbroù-se diouzh ar stalioù d’ar 21 a viz Even 1948, rak abaoe 1947 ez eus bet silet timbroù ispisial, daoust m’eo heñvelik ar skeudenn, evit pep bro aloubet gant lu Bro-Frañs : Baden, Roenland-Pfalz (Rheinland-Pfalz) ha Wurtemberg (Württemberg).

Gwarezva ar Frañs[kemmañ]

Timbr 1947
Devezh an timbroù 1952

Goude an eil Brezel-bed eo ar Sarre unan eus ar rannvroioù alaman aloubet ha meret gant ar velestradurezh c’hall, gant statud ur vro warezet adalek miz Kerzu 1947.

Ar rummad 17 timbr kentañ embannet e-kreiz ar bloavezh 1947 zo warne c’hwec’h tresadenn zisheñvel: labourerien staget gant o labour, Abati Mettlach hag ar Marichal Ney.

Etre miz Kerzu 1949 hag an 10 a viz Kerzu 1956 e krog ar postoù en dro gant hengoun an timbroù evit “Sikour ar Bobl” Volkshilfe, dre embann oberennoù livourien, gant un taos-ouzhpenn merket.

Danvezioù nevez zo dibabet evit skeudennaouiñ an timbroù. Degouezhioù lec’hel, evel Foar Sarrebruck (Saarmesse), zo enoret teir gwech etre 1957 ha 1959. Ar sportoù a gav o flas ivez : C’hoarioù Olimpek Helsinki e 1952 ha re Melbourne e 1956.

Timbr ar Groaz-Ruz - 1951
Madonna - 1954

Etre 1950 ha 1953 ez eo enoret tudennoù an istor (er-maez poltred Sent ar rummad Volkshilfe): ar beleg sokial Adolf Kolping hag ar prederour Peter Wust e 1950, Martin Luther ha Johann Calvin da vare 375vet deiz-ha-bloaz an Disivouderezh, ha Henri Dunant war zimbr « Kroaz-Ruz » 1953.

Diwanet en Alamagn e 1936 hag e 1944 e Bro-C’hall, Devezh an Timbroù (Tag der Briefmarke) a ro un abeg evit embann un timbr a vent vras e 1950, gouestlet da labour liesseurt an dasparzhañ lizhiri a-hed ar c’hantveddoù.

Skeudennaouet eo Stad dizalc’h ar Sarre dre embann un timbr evit deiz-ha-bloaz Bonreizh 1947 (timbr ar 15 miz Kerzu 1948) hag an emezellañ da gKuzul Europa e 1950.

Staget ar Sarre ouzh Alamagn[kemmañ]

Tri timbr hepken zo dreistmoullet e miz Here 1955 evit reiñ d'an dud da c’houzout e vo aozet ur boblvouezhiadeg (Volksbefragung) diwar-benn dazont ar vo.

67,7 % eus ar voterien a nac’h degemer an emglevioù sinet e Pariz, hag o defe ijinet ur statud heverk e-ser Europa ar C’hornaoueg. Dre feur-emglev Luksembourg, etre Frañs hag Alamagn, skoulmet d’ar 27 a viz Here 1956 ez eo divizet stagañ ar vro ouzh Alamagn d’ar 1añ a viz Genver 1957.

Melestradurezh Alamagn[kemmañ]

Un timbr zo embannet d’ar 1 a viz Genver 1957 evit lidañ distro ar Sarre d’ar Republik Kevreadel Alaman, heuliet timat gant ur rummad boutin o kinnig poltred ar Prezidant Theodor Heuss. Un darn eus an timbroù embannet zo par da re Alamagn ar C’hornog, nemet ez eo meneget « Deutsche Bundespost Saarland » warno.

N’eus meneg ebet eus ar sistem moneizel avat, dav kompren ez eus kaoz eus lurioù gall-sarrad. Advoulet e vo ar rummad diwezhatoc’h er bloaz 1957 gant ar lizherenn “F” goude pep a sifrenn.

Un darn eus an danvezioù zo tost ouzh buhez ar Sarre: kant vloaz Merzig, 400vet deiz-ha-bloaz kêr Hombourg, ar rummad evit ar foar (Saarmesse) a bado betek 1959, ha dekvet deiz-ha-bloaz statud a gêr-vras fiziet e Sarrebruck. Alexander von Humboldt eo danvez an timbr diwezhañ, gwerzhet d’ar 6 a viz Mae 1959.

D’ar 6 a viz Gouere 1959 ez eo bet tennet diouzh ar stalioù an holl dimbroù dindan anv ar Sarre, evit ma vo implijet timbroù Republik Kevreadel Alamagn diwar neuze.

Deiz-ha-bloaz an unvaniñ[kemmañ]

D’an 2 a viz Genver 2007 ez eus lakaet er-maez gant Postoù Alamagn un timbr a goust 0.55 euro evit derc’hel koun eus hanter-kant vloaz distro al Land. Dibabet ez eus bet strollañ arouezioù gant harp treir luc’hskeudenn a vent vihan : meingleuzioù, koadeier e-kichen ar stêr Saar, iliz Ludwigkirsche Sarrebruck.

Taolenn diverrañ[kemmañ]

Sed aze un diverrañ eus istor postoù ar Sarre abaoe 1920

Bloavezh Timbroù implijet
Timbroù e mark.
-1920
(Roenland)
Impalaeriezh Alaman
Deutsches Reich
1849-1920
(Sarre-Pfalz)
Bavaria
Bayern
1920 Bayern
Saargebiet (rannvro ar Sarre)
1920-1921 Deutsches Reich
Saargebiet
1921 Saargebiet
Timbroù e lur .
1921-1935 Saargebiet
Timbroù e mark.
1935-1945 Timbroù an Impalaeriezh alaman
Deutsches Reich
1945-1947 Zone française
1947-1947 Land de Sarre
Saarland
Timbroù e lur ar Sarre.
1947-1956 Land de Sarre
Saarland
1957-1959 Alamagn Kevreadel - Land Sarre
Deutsche Bundespost - Saarland
Timbroù e mark.
Depuis 1945. Timbroù Alamagn Kevreadel
Deutsche Bundespost
Alc'hwez
stouet
sparlet
meneg mat
meneg soulgarget

Levrlennadurezh (e galleg)[kemmañ]

  • « Les marques postales des départements conquis » gant E. H. de Beaufond (Les éditions E. H. de Beaufond - Paris 1957)
  • « 50ème anniversaire de la Sarre rattachée à l'Allemagne » gant Martin Hella (embannet e l'Écho de la timbrologie nn1803 - miz Genver 2007 pp 63-67)