Heinrich Heine

Eus Wikipedia
Heinrich Heine
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Prusia, Frañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHeinrich Heine Kemmañ
Anv ganedigezhHeinrich Heine Kemmañ
Anv-bihanHeinrich, Harry Kemmañ
Anv-familhHeine Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Kzu 1797 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDüsseldorf Kemmañ
Deiziad ar marv17 C'hwe 1856 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Abeg ar marvlead poisoning Kemmañ
Lec'h douaridigezhMontmartre Cemetery Kemmañ
TadSamson Heine Kemmañ
MammBetty Heine Kemmañ
Breur pe c'hoarCharlotte Embden, Gustav Heine von Geldern Kemmañ
PriedMathilde Heine Kemmañ
FamilhHeine family Kemmañ
Den heverkHelmina von Chézy Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, galleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg, alamaneg Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Bonn, Frederick William University Berlin, University of Göttingen, Humboldt University of Berlin Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Laws Kemmañ
Lec'h labourHamburg Kemmañ
Last wordsDieu me pardonnera, c'est son métier. Kemmañ
Oberenn heverkGermany. A Winter's Tale, Atta Troll, Die Harzreise, Book of Songs, The rabbi of Bacherach Kemmañ
LuskadRomantelezh Kemmañ
Ezel eusCorps Hildeso-Guestphalia Göttingen Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Gallery of Art, Stedelijk Museum Kemmañ
Skrivet en deus evitRevue des Deux Mondes Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ

Christian Johann Heinrich Heine (Düsseldorf, 13 a viz Kerzu 1797Pariz, 17 a viz C'hwevrer 1856 ) a oa ur barzh hag ur c'hazetenner alamanek.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diasur eo deiziad ganedigezh H. Heine. Ur marc’hadour mezher yuzev e oa e dad, Samson Heine ; e 1825 e tilezas Heine relijion e dud hag e troas da gristen avielour.

Da Vro-Saoz ha da Italia e veajas goude e studi. E 1831 e kuitaas Alamagn hag ec'h eas da Vro-C’hall da chom, da-heul Reveulzi Gouere. Sevel a rae a-du gant mennozhioù monarkiezh vonreizhel Bro-C'hall, gant ar frankiz a oa er vro-se gant ar skrivagnerien hag ar gazetennerien, ha gant mennozhioù nevez ar prederour Henri de Saint-Simon (1760-1825).

E Pariz e voe Heinrich Heine kenskriver ar gazetenn alamanek Allgemeine Zeitung eus Augsburg. Tud brudet a zarempredas e Pariz, evel Gérard de Nerval ha Hector Berlioz, hogen atav e chomas un tamm e diavaez ar metoù-se. Ne oa ket troet kement-se gant al lennegezh c'hallek ha ne skrive nemet en alamaneg. E 1833 e voe berzet e skridoù e Prusia hag e 1835 e Stadoù all ar C'hengevread alaman.

Pa voe emsavadegoù dre Europa e 1848 ne savas ket a-du gant Dispac'h miz C'hwevrer e Bro-C'hall, met en deroù d'an nebeutañ e savas a-du gant an dispac'h er Stadoù alaman, evit goulenn ma vefent demokratel hag unvan.

E 1841 e timezas d'ar C'hallez Mathilde Mirat (1815-1883). Adalek 1845 e c'houzañvas diwar ur c'hleñved nervel hag adalek 1848 e rankas chom war e wele. Pa ne c'helle ket skrivañ ken e c'houlenne ouzh ur sekretour skrivañ e werzennoù evitañ. D’ar 17 a viz C'hwevrer 1856 e varvas e Pariz, ma voe beziet e bered Montmartre[1].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhoniezh leun a velkoni a gaver e skridoù Heine, romantelezh mesket gant gwirionded an emsav Junges Deutschland ("Alamagn Yaouank"). Ur c'hazetenner modern e oa war an dro, ha skriver feilhetonoù. Lod eus e varzhonegoù a voe lakaet sonerezh warno gant sonaozourien evel Franz Schubert, Robert Schumann, Johannes Brahms, Felix Mendelssohn, Franz Liszt, Richard Wagner ha brudetoc’h c’hoazh e voe e labour dre-se. An hini vrudetañ eus e varzhonegoù, Die Lore-Ley, a voe lakaet sonerezh warni gant Friedrich Silche.

Da vare an Trede Reich e voe berzet skridoù Heine abalamour ma oa eus ur familh yuzevien, ha devet e voent e-kerzh un Auto de fé e miz Mae 1933.

Barzhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gedichte ("Barzhonegoù", 1822 ; adembannet e 1827 en un dastumad brasoc’h anvet Buch der Lieder "Levr ar C'hanoù"
  • Romanzero (1851)
  • Deutschland – Ein Wintermärchen ("Alamagn– Ur gontadenn c'hoañv, 1844)
  • Atta Troll – Ein Sommernachtstraum ("Arra Troll – Hunvre un noz en hañv", 1847)

Komz-plaen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Reisebilder ("Skeudennoù beaj", 4 levrenn, 1826-31)
  • Die Harzreise ("Ar veaj en Harz", 1826)
  • Zur Geschichte der Religion und Philosophie in Deutschland ("A-zivout Istor ar relijion hag ar brederouriezh en Alamagn", 1834)
  • Die romantische Schule ("Ar skol romantel", 1836)
  • Der Rabbi von Bacherach ("Rabin Bacherach", 1840)
  • Der Doktor Faust ("An doktor Faust", 1851)
  • Vermischte Schriften ("Skridoù liesdoare", 3 levrenn, 1854)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]