Timbroù Bavaria

Eus Wikipedia

Ur vro lec’hiet e kreiz Europa eo Bavaria (Bayern en alamaneg). Unan eus 16 Stad (Land) Republik Kevreadel Alamagn eo bremañ, e gevred ar vro, stok ouzh Aostria.

Un Dugelezh eo betek ma tiviz Napoléon Bonaparte lakaat an tiegezh Wittelsbach da Roueed Bavaria e 1805, diviz kadarnaet gant Kendalc’h Vienna e 1815.

E 1871 ec’h emezel Bavaria d’an Impalaeriezh alaman dindan aotrouniezh Gwilherm Iañ. Mirout a ra un emrenerezh ledan koulskoude.

Goude ar Brezel bras ez eo embannet Republik Weimar ha roet un dermen d’an holl rouantelezhioù ha priñselezhioù en Alamagn. E 1920 eo staget Bavaria ouzh ar peurrest eus Alamagn.

Timbr kentañ Bavaria
Skoed-ardamez 1867-1904

An timbroù kentañ zo embannet e 1849-1850 : ur rummad eizh karrez gant ur sifrenn en o c’hreiz. Adembannet e vo e 1861-62 gant livioù disheñvel.

Un dalvoudegezh disheñvel a roer dezho hiriv hervez an niver a skouerennoù a c'heller kavout e gwerzh : tra ma goustfe 2 250 euro an timbr kentañ implijet ( “Ein kreuzer" a liv loued-du) e ranker paeañ 3 euro hepken evit prenañ eil dimbr ar rummad (“Drei kreuzer" a liv glas).

Betek 1911 ar rummadoù-timbroù embannet a ziskouez skoed-ardamez ar Rouantelezh.

Poltred Loeiz III – 1914

Heuliet e vo gant timbroù gouestlet an holl anezho da bennoù uhelañ Bavaria ar prantad-amzer : al lezroue kozh Leopold hag ar Roue Loeiz III e 1914-1920.

1919 : embannet eo ar Republik. Soulgarget eo timbroù o skeudenniñ Loeiz III gant ar gerioù e lizherennoù gotek “Volkstaat Bayern” (Stad poblek Bavaria) ha diwezhatoc’h “Freistaat Bayern” (Stad Dieub Bavaria).

1920 : ur rummad nevez a ginnig tresadennoù eeun labourerion-douar, ar Werc’hez hag un Doueez.

An timbroù bavarian-se, soulgarget « Deutsches Reich » hag implijet en Alamagn a-bezh, a vo ar re ziwezhañ bet moulet gant Postoù Bavaria.

Etre 1908 ha 1920 e vo embannet timbroù-servij evit eskemmoù lizhiri implijidi melestradurezh Bavaria ha timbroù-taos.