Rock 'n' roll

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar rock'n roll (pe rock and roll pe c'hoazh rock & roll) zo un doare sonerezh ijinet er Stadoù-Unanet war-lerc'h an eil brezek-bed, e-kerzh ar bloavezhioù 1950, evit an dud yaouank.

Da gentañ e oa savet diwar tonioù blues kanet buanoc'h, evel ar ganaouenn That's alright ma, pa voe kanet gant Elvis Presley. Met tapout a raio ivez tonioù country kanet buan, evel Jambalaya Hank Williams a vo adkemeret gant Jerry Lee Lewis, pe Rock around the clock Bill Haley zo savet war ton Move it all over Hank Williams.

E-keit-se e klaske ar yaouankizoù du ur sonerezh da zañsal, laouenoc'h eget ar blues.

Dont a ra ar bomm Rock'n roll eus luc'haj ar sonerien blues a rae an anv-se eus ar c'hoari daou.

En Europa[kemmañ]

Dont a reas ar sonerezh-se da Europa gant ar soudarded amerikan diazezet war-lerc'h an Eil Brezel-bed en Europa ar C'hornôg. Ha berzh a reas da gentañ e Breizh-Veur.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.