Elvis Presley

Eus Wikipedia
Elvis Presley
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denElvis Presley Kemmañ
Anv ganedigezhElvis Aaron Presley Kemmañ
Anv-bihanElvis Kemmañ
Anv-familhPresley Kemmañ
MoranvThe King of Rock and Roll, The King of Rock Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Gen 1935 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTupelo Kemmañ
Deiziad ar marv16 Eos 1977 Kemmañ
Lec'h ar marvMemphis Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhGraceland Kemmañ
TadVernon Elvis Presley Kemmañ
MammGladys Presley Kemmañ
Breur pe c'hoarJessie Garon Presley Kemmañ
PriedPriscilla Presley Kemmañ
Kompagnun(ez)Ginger Alden, Anita Wood Kemmañ
BugelLisa Marie Presley Kemmañ
KarBrandon Presley Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micheraktour sinema, kaner, sonaozour Kemmañ
Bet war ar studi eHumes Preparatory Academy Middle School Kemmañ
Lec'h annezGraceland Kemmañ
Deroù ar prantad labour1954 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1977 Kemmañ
A wiskjumpsuit Kemmañ
Kleñvedgagerezh Kemmañ
SportKarate Kemmañ
Grad milourelsergeant Kemmañ
Korf an armeUnited States Army Kemmañ
Military unit37th Armor Regiment, 32nd Cavalry Regiment Kemmañ
Voice typebaritone Kemmañ
Benveg sonerezhgitar, Piano, mouezh, gitar-boud Kemmañ
PladennrolladurElvis Presley discography Kemmañ
FilmographyElvis Presley filmography Kemmañ
Diellaouet gantLouis Round Wilson Library, University of Maryland Libraries Kemmañ
Label sonerezhSun Records, RCA Victor Kemmañ
Darvoud-alc'hwezdeath of Elvis Presley, conscription Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.elvis.com, http://www.elvisthemusic.com/ Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerBroadcast Music, Inc. Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Facial hairsideburns Kemmañ
Roll elfennoùlist of Elvis Presley radio appearances, list of Elvis Presley TV-appearances, list of awards received by Elvis Presley Kemmañ
Elvis Presley e 1970.

Elvis Aaron Presley, lesanvet « The King » ("ar Roue"), (8 a viz Genver 1935 e Tupelo, Mississippi - 16 a viz Eost 1977 e Memphis, Tennessee) a oa ur c'haner rock hag un aktour amerikan. Bet en deus ul levezon vras war ar sonerezh er bed a-bezh.

En e vev en deus gwerzhet war-dro 700 milion a bladennoù, c’hoariet e 31 film, graet 1054 sonadeg er Stadoù-Unanet ha teir e Kanada, kemeret perzh e 525 arvest e Las Vegas. Bet eo ar c’hentañ arzour oc’h ober ur sonadeg skignet dre loarell. D’ar 14 a viz Genver 1973 e oa, e Hawaii hag ur miliard a arvesterien a sellas outañ war ar memes tro e 43 bro. Gwelet eo bet e seizh abadenn skinwel. Pa varvas, e voujedenn dezhañ e-unan a dizhe 100 milion a z-dollaroù.

Adalek e varv e 1977 betek 1980 e oa bet gwerzhet 400 milion eus e bladennoù. E-doug ar 4 bloavezh da-heul e voe an oberenn savet gant un arzour marv a zastumas ar muiañ a arc’hant.

Hervez ar gelaouenn amerikan Forbes, e 2004, Elvis a oa an arzour marv renket en Top 10 a oa bet dastumet ar muiañ a arc’hant gant e hêred. Da lâret eo 31 milion a euroioù pe 47 milion a zollaroù kanadian.

A-orin kembreat e oa moarvat ar c'haner Rock hollvrudet (keñveriañ gant anv ar gêriadenn Preseli e Bro-Gembre). Ur pennad savet gant ur C'hembread diwar-benn orin kembreat Elvis Presley a vije bet savet, met nac'het o dije ar c'helaouennoù saoz embann ar pennad.

E vugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet en un tiegezh paour eus Tupelo er Mississippi, Elvis Aaron[1] Presley a oa mab nemetañ Gladys Love Smith ha Vernon Elvis Presley. Bet en doa ur breur a oa bet ganet marv : Jesse Garon Presley. Maget e oa bet Elvis e Tupelo betek an oad a drizek vloaz. E dud, dilabour hag hep tamm arc'hant, a ziannezas neuze da Vemphis, ur gêr vras eus an Tennessee. Bevañ a rae ar familh en un daou-gombod sokial. Labourat a rae ar vamm, Gladys, diouzh an noz en un ospital, mont a rae da gempenn tier ivez, ha Vernon ha laboure amañ hag ahont. Buan e krogas Elvis da labourat ivez : troc'hañ a rae al letonennoù, gwalc'hiñ ar c'hirri ha gwerzhañ skornennoù pa veze echu ar skol. Goude ar skol eil-derez e kavas buan ul labour en un embregerezh benvegoù, met hunvreal a rae e bleniañ ur c'harr-samm hag e teuas a-benn da gaout fred er c'h-"Crown electric company" evel bleiner-kaser, ul labour a gave diouzh e c'hrad.

Deroù Elvis[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elvis e 1957 e Jailhouse Rock

Plijout a rae dezhañ ar sonerezh du, ar gospel hag ar blues. Divizout a reas ober un taol esae hag e-pad an hañv 1953 ez eas d'ur studio enrollañ arbennikaet war ar sonerezh du, ar Studio Sun Records e Memphis. Degemeret e voe gant ar sekretourez, Marion Keisker, hag enrollañ a reas div enrolladenn war e vizoù (3 $ 25) : My Happiness ha That's When Your Heartaches Begin. Hag eñ ha distreiñ d'ar gêr gant e bladennoù a brofas d'e vamm, ar pezh a oa an abeg nemetañ dezhañ da vezañ graet an enrolladenn-se. Keisker, a ouie edo he fatron, Sam Phillips, o klask kanerien yaouank, a skrivas niverenn bellgomz ar paotr yaouank. Daoust dezhi da soñjal e oa un tamm drol e c'hiz da ganañ e kave dezhi en doa ur vouezh vrav. Skrivañ a reas war he fichenn « EP : Mouezh da selaou, kaner gwerzioù mat».

Mont a reas Phillips e darempred gant Elvis evit goulenn ma vije aozet un taol-esae. A-boan ma oa echu ar bellgomzadenn ma'n em gave Elvis er studio dirak Phillips. Goude un nebeud taolioù-esae dipitus a-walc'h ez eo souezhet Sam Phillips koulskoude gant eñvor bras ar paotr yaouank . Disklêriañ a raio diwezhatoc'h : "Digredus e oa, Elvis a anaveze dindan eñvor an holl ganaouennoù a venegen. Ma ne oa ket just alies e vouezh, diouzh an tu all e rankan lavaret he doa ul lusk ispisial a-walc'h. Siwazh, ne'm boa ket amzer da gelenn dezhañ penaos lec'hiañ e vouezh, met dalc'hus e oa Elvis hag an aotre a rois dezhañ da zont en-dro antronoz".

Goulenn a reas Phillips digant ur strollad sonerien dont d'un abadenn all evit harpañ Elvis gant o sonerezh. : Scotty Moore a sone ar gitar ha Bill Black a sone ar gourrebed. P'eo fromet Moore mui pe vui, Black avat n'eo ket kement-se[2]

D'ar 5 a viz Gouere, emaint er studio. Pa ne zeu netra vat gante, emañ Phillips, dipitet-kenañ, war-nes serriñ ar studio, pa grogas Elvis da ganañ notennoù kentañ ur ganaouenn gozh, That's All Right Mama. Setu amañ komzoù Phillips : Ar pezh a oa Elvis o paouez ober gant That's All Right a lakas kridiennoù da redek em c'hein. Gouzout a raen e oamp disoc'h gant un dra bennak a dalvoudegezh. Ne oa ket ar ganaouenn, kement se, met ar pezh a rae Elvis ganti. Ur blues e oa ar ganaouenn orin hag Elvis en deus graet ur ganaouenn rock and roll anezhi. E-leal, ur souezhadenn e voe evidon. Divizout a ris e oa da vezañ enrollet. Berzh a reas Elvis gant ar ganaouenn-mañ e Memphis evit ar wezh kentañ.


Elvis war al leurennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enrollañ a reas Elvis pemp pladenn 45 tro evit Sun Records ha Phillips a gasas anezhañ d'ober un droiadenn e kreisteiz ar Stadoù-Unanet. Amparfal a-walc'h eo « King » da zont ar rock and roll war al leurenn en deroù, met evit abaf n'eo ket tamm ebet. Luskoù trumm divlez ar paotr yaouank, un nevezter atizus d'ar mare-se, a dalvez dezhañ al lesanv « Pelvis » hag e roont brud dezhañ.

Degemeret mat eo Elvis gant ar re yaouank diouzhtu. Feuket eo o c'herent avat gant digorglun atizusoc'h-atizusañ Elvis, hag e klaskont lakaat difenn dezhañ mont war al leurenn. Da heul kement-se e vo nullet lod eus e sonadegoù ken plaen ha tra hag e bladennoù voe devet dirak an holl. Ne c'hell den chom diseblant en e geñver : hegaziñ a ra an Amerikaned puritanha e teu da vezañ un idol evit milionoù a grennarded yaouank war ar memes tro.

E Florida, emañ ar c'haner yaouank war-nes mont war al leurenn dirak 22 000 arvester en alfo pa lârer dezhañ emañ ar polis er sal evit filmañ an digorlun brudet. Divizout a ra Elvis ne fiñvo ken e viz bihan e-tro ar sonadeg, ha sevel a ra an histeriezh en he barr. An hini diwezhañ eus e bladennoù 45 tro, I Forgot to Remember to Forget, gant Mystery Train, a gemeras ar c'hentañ plas e renkadur ar gwerzhioù « singles ».

D'ar c'houlz-se, Elvis ne baoueze ket d'ober sonadegoù er Su hag e Mervent ar vro. Gwelet e voe 50 gwezh diouzh renk en abadenn rannvroel Louisiana Hayride. Saver ha produer Hayride, Horace Logan, en doa bet ar soñj mat da lakaat Elvis da sinañ evit kemer perzh pep sizhun en abadenn pa ne oa ket brudet bras c'hoazh. Pa gemeras Elvis perzh en abadenn evit ar wezh diwezhañ, Logan a embannas e oa bet kuitaet ar savadur gant Elvis evit sioulaat ar c'hrennardezed a oa da vat o klask spurmantiñ ar c'haner goude an abadenn. Ne ouie ket c'hoazh e oa ar frazenn-se da vezañ ul lid brudet e diwezh pep sonadeg : Elvis has left the building. (adkemeret e vo ar bomm brudet gant Al Dvorin er bloavezhioù 1970.).

E diwezh ur sonadeg, Elvis, anavezet neuze e su hag e mervent ar Stadoù-Unanet, en em gavas gant un den a oa un tamm impresario, met a oa anavezetoc'h evel "hucher" er sirk. Thomas Andrew Parker, lesanvet « ar c'horonal », zo un den en deus gwad dindan e ivinoù. Bet eo bet impresario ar c'haner yaouank Eddy Arnold, met gant Elvis an hini emañ o vont da dizhout barr e vicher er « show business ». Sinañ a reas e 1955 ur gevrat diforc'had gant Elvis evit ugent vloaz, a zegase dezhañ 15 % eus holl c'hounidoù Presley. (Er bloavezhioù 1970, e kreskas al lodenn-se da 50 %). Skoet eo spered Elvis gant ar « c'horonal ». Hemañ zo un den aotrouniek hag a wel pep tra. Lavaret en deus evit tostaat da Elvis : "Den yaouank, evit ar mare e talvezit ur milion a zollarioù, hepdale o po anezhe en arc'hant dizolo. Ar frazennoù-se an hini a sko spered Elvis yaouank a huñvre eus berzh hag eus dollarioù kement ha Parker e-unan.

O c'henlabour, a bado betek marv Elvis, a zeuio unan eus ar frouezhusañ anavet er « show business », Met ivez ar c'hevrinusañ. Parker a ro urzhioù, sentiñ a ra Presley. Pa grog o c'hevrat e tegas Parker tri frof da Bresley. Ar c'hentañ zo ur gevrat gant an ti-embann pladennoù galloudusañ er bed, An RCA. Pariañ a raio war Elvis ha reiñ a raio ar milionoù a zollarioù ret evit brudañ anezhañ er bed a-bezh. Ur bladenn aour eo a eil prof gant Heartbreak Hotel; ugent vloaz eo Elvis. An trede hag an hini diwezhañ eus ar profoù d'ar c'haner yaouank zo lakaat anezhañ da dremen war ar skinwel dirak milionoù a dud. An noz-se e sell muioc'h evit 50 milion a arvesterien ouzh an abadenn skinwel, ar pezh a dalvez 80 % eus an holl. Da vare e eil abadenn war ar skramm en Ed Sullivan Show (d'an 28 a viz Here), e liv e vlev e du, a oa gell-kistin sklaer betek-henn. Ganet eo « King ar rock 'n roll ».

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sébastian Danchin, Elvis Presley ou la revanche du Sud. Pariz : Fayard, 2004. 477 p.+ [16] pl., 24 cm. ISBN 2-213-62128-4.
  • Elvis par les Presley : souvenirs intimes de Priscilla Presley, Lisa Marie Presley et d'autres membres de la famille Pariz : Michel Lafon, 2005. 247 p., 31 cm. ISBN 2-7499-0334-3. Titre original : Elvis by the Presleys.
  • Elvis: A Biography gant Jerry Hopkins, Warner Books Inc, 1972, (ISBN 0446816655)
  • Elvis par Dave Marsh, Rolling Stone Press Book/Times Books, 1982, (ISBN 081290947)
  • Last Train to Memphis: The Rise of Elvis Presley par Peter Guralnick, Little, Brown and Company, 1994, (ISBN 0316332208)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skrivet e veze "Aron" gant an holl diegezh Presley, Elvis en o zouez. War skrid-testeni ganedigezh Elvis koulz hag e vortuaj avat e lenner Aaron
  2. Hervez ar mammennoù e kemm an istor. Ar skrivagnerien Jerry Hopkins ha Dave Marsh a lavar groñs ez eus bet un nebeud sizhunvezioù pleustriñ etre kentañ abadenn selaou Presley gant Moore ha Black, ha kentañ enrolladenn an trikon. Peter Guralnick a lavar e vijent en em gavet evit ar wezh kentañ d'ar 4 a viz Gouere, derc'hent an enrolladenn.



Filmoù ar "Roue"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Film Roll
1956 Love Me Tender Clint Reno
1957 Loving You Jimmy Tompkins / Deke Rivers
1957 Jailhouse Rock Vince Everett
1958 King Creole Danny Fisher
1960 G.I. Blues Tulsa McLean
1960 Flaming Star Pacer Burton
1961 Wild in the Country Glenn Tyler
1961 Blue Hawaii Chad Gates
1962 Follow That Dream Toby Kwimper
1962 Kid Galahad Walter Gulick/Kid Galahad
1962 Girls! Girls! Girls! Ross Carpenter
1963 It Happened at the World's Fair Mike Edwards
1963 Fun in Acapulco Mike Windgren
1964 Kissin' Cousins Josh Morgan / Jodie Tatum
1964 Viva Las Vegas Lucky Jackson
1964 Roustabout Charlie Rogers
1965 Girl Happy Rusty Wells
1965 Tickle Me Lonnie Beale / Panhandle Kid
1965 Harum Scarum Johnny Tyrone aka Harem Holiday
1966 Frankie and Johnny Johnny
1966 Paradise, Hawaiian Style Rick Richards
1966 Spinout Mike McCoy
1967 Easy Come, Easy Go Lt. Ted Jackson
1967 Double Trouble Guy Lambert
1967 Clambake Scott Heyward/’Tom Wilson’
1968 Stay Away, Joe Joe Lightcloud
1968 Speedway Steve Grayson
1968 Live a Little, Love a Little Greg Nolan
1969 Charro! Jess Wade
1969 The Trouble with Girls Walter Hale
1969 Change of Habit Dr. John Carpenter