The Byrds

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Byrds

The Byrds zo anv ur strollad sonerien stadunanat hag a oa bet krouet e 1964 e Los Angeles. Er penn kentañ e oa bet savet ar strollad The Jet Set gant an tri soner folk Gene Clark, David Crosby ha Jim McGuinn, an holl anezhe levezonet-mat gant tonioù The Beatles ha Bob Dylan d'an ampoent. Degemeret e voe ar soner taboulin Michael Clarke gante e-kreiz 1964 kement hag ar soner mandolinenn Chris Hillman e miz Here. N'eo nemet e dibenn miz Du 1964 ma oa kemmet anv ar strollad e The Byrds da vat.

E-touez ar bern kanaouennoù a oa bet enrollet gant The Byrds n'haller ket tremen hep menegiñ Mr. Tambourine Man (savet gant Bob Dylan) na Turn ! Turn ! Turn ! (savet gant Pete Seeger).

Liamm diavaez[kemmañ]