No wave

Eus Wikipedia

No wave a zo ul luskad sonerezh bet krouet e karter Lower East Side (New York) e 1977. Diazezet eo anv al luskad war un dastumadeg bet embannet gant Brian Eno er memes koulz, "No New York" he zitl, hag enni tonioù savet gant pevar strollad sonerezh disheñvel. Ar sonerezh no wave a zo taer, trouzus ha kalet. Er c'hanaouennoù no wave n'eus ket anv eus kan/diskan, met kentoc'h eus tonioù savet war an tomm, diempredet ha disakord. Tost ouzh ar sonerezh punk eo evit a sell ouzh ar c'hoariellerezh. E-touez an nebeud burutellerien a vroudas ar sonerezh no wave emañ Yves Adrien (pennadoù a savas er mare-se er gelaouenn Rock'n'Folk).

Levezon ha diazez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar re a levezonas ar sonerezh no wave e kaver ar strolladoù amerikan The Velvet Underground, Captain Beefheart, The Godz, The Stooges, MC5, Electric Eels. Hag ivez ar sonerezh free jazz (Ornette Coleman, Sun Ra, Cecil Taylor, Albert Ayler, ...) hag arzourien funk evel James Brown pe Fela Kuti.

Arzourien vrudetañ ar sonerezh no wave eo James Chance and the Contortions, James White and The Blacks, Teenage Jesus and the Jerks, Lydia Lunch, 8 Eyed Spy, Mars, Don King, DNA, Lizzy Mercier Descloux, Glenn Branca, Theoretical Girls, The Static, Ut, Red Transistor, Von LMO, The Blue Humans, Judy Nylon, Y Pants, Tone Death, Rhys Chatham, The Gynecologists and Toy Killers.

Chom a reas al luskad a-sav e 1983, met niverus eo an arzourien a-vremañ a anzav bezañ bet levezonet gant ar sonerezh no wave. Menegomp Sonic Youth, Swans, The Birthday Party (gant Nick Cave), God Is My Co-Pilot, Dog faced Hermans, Erase Errata, Deerhoof pe c'hoazh Liars.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • [1] No Wave war lec'hienn AllMusicGuide
  • [2] Luc'hskeudennoù al luskad
  • [3] Pajenn MySpace diwar-benn Kill Your Idols, un teulfilm diwar-benn ar sonerezh no wave