Jim Morrison

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Jim Morrison
Unan eus poltredoù brudetañ Jim Morrison

Anv James Douglas Morrison
Ganet d'an 8 a viz Kerzu 1943
Melbourne, Stadoù-Unanet
Marvet d'an 3 a viz Gouere 1971
Pariz, Bro-C'hall
Micher(ioù) Oberour-Sonaozour-Kaner
Barzh-Kaner
Doare(où) Acid rock
Blues-rock
Rock psikedelek
Bloavezhioù oberiant 1965 - 1971
Label(ioù) Elektra Records

Endro The Doors

Jim Morrison[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

James Douglas Morrison, anavezet gwelloc'h gant an anv Jim Morrison, a voe ganet d'an 8 a viz Kerzu 1943 e Melbourne, e Florida ha marvet d'an 3 a viz Gouere 1971 e Pariz. Jim Morrison a oa ur barzh hag ur c'haner rock droukskouerius hag a gemeras perzh er strollad The Doors etre 1965 ha 1971.
Jim Morrison a oa da gentañ ur gwir idol rock, met ivez ur spered emouestlet e-keñver ar protest song (tonioù ravoltiñ) ha war sujedoù evel Brezel Vietnam da skouer. Desachet e oa gant ar chamaniezh ivez, ar pezh a liamm ar brederiegezh denel gant ar speredoù dreist-naturel. An arzour-mañ en doa un doare-leurenn personel-tre, troet kentoc'h war ar punk.

Skrid buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tad Jim Morrison a oa soudard hag e vamm a oa dilabour, oc'h ober war dro mont en-dro o zi. Abalamour da labour e dad e veze rediet ar familh da zilojañ alies, ar pezh en deus krouet liammoù kreñvoc'h etre mamm Jim Morrison, e vreur hag e c'hoar.
E dad a oa gwall droet gant al lennegezh hag ar varzhoniezh, met dreist-holl gant Elvis Presley. A-benn ar fin en doa kroget e dad d'ober e annez e Los Angeles, e Kalifornia e penn kentañ ar bloavezhioù 1960. Setu perak en doa gallet Jim Morrison studiañ ar sinema e Skol-veur Kalifornia Los Angeles (UCLA).
D'ar mare-se en doa kroget Jim Morrison da vont diouzh e familh tamm-ha-tamm, evit bezañ emren. Brudoù 'zo a lavar en doa bevet ur yaouankiz diaes ha lusk ennañ ha setu perak n'en doa ket bet re a boan o kuitaat e familh.
Gallout a reer soñjal ivez en doa dibabet mont diouzh e familh evit gwareziñ anezho diouzh ar berzh en doa bet asambles gant e strollad The Doors, krouet e 1965, a-drugarez da Ray Manzarek (soner orglez ha gitar-boud ar strollad) hag asambles gant Robby Krieger (ar soner gitar) ha John Densmore (dorner ar strollad).
Adalek ar bloavezhioù-se ha betek fin e vuhez e vevas asambles gant Pamela Courson.


Morrison hag e strollad, The Doors[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn eo bet krouet ar strollad The Doors war aod Venice Beach, e Kalifornia. Jim Morrison a oa o pourmen pa gejas gant Ray Manzarek, un anaoudegezh eus Skol-veur Kalifornia. Goude ur pennadig kaoz e krogont da gomz diwar-benn ar sonerezh. Ray Manzarek a son orglez en ur strollad rock ha goulenn a ra digant Morrison kanañ unan eus an tonioù savet e-unan. Hervez ar brudoù, Morrison en dije kanet Moonlight Drive. Plijet en doa kement da Rey Manzarek ma vo adkavet an ton war eil bladenn ar strollad, Strange Days.
Jim en deus kavet anv ar strollad buhan-kenañ, "The Doors", en ur zisplegañ "Bez' ez eus ar pezh a anavezomp. Bez' ez eus ar pezh ne anavezomp ket. Hag e kreiz, ez eus un nor, setu ar pezh am eus c'hoant da vezañ."

Ar strollad a oueze meskañ ar jazz, ar folk, ar pop, ar blues ha levezonoù all o tont eus diuzerezh izili ar strollad. Jim Morrison a skrive testennoù a skiant ha setu perak en em lede kement o fublik war rummadoù tud disheñvel. Ul lodenn a oa luskellet gant ar sonerezh, ul lodenn all a oa luskellet gant ar c'homzoù, met al lodenn vrasañ eus ar publik a oa debochet a-drugarez d'an tonioù, d'an disoc'h.

Marv un arzour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred kemeret gant ar Polis d'an 20 a viz Gwengolo 1970

Jim Morrison a zo marv a-raok e 27 vloaz. Douaret eo bet e Pariz, er vered "Le Père Lachaise", nepell diouzh bezioù Orson Welles (realisatour Amerikan), Simone Signoret (aktourez c'hall) pe Molière (skrivagner gall) da skouer.

Met chom a ra kamm ar penaos hag ar perag eus e varv. Dianavezet eo en un doare resis met meur a vartezeadenn a zo. Ar pezh a voe kontet d'an dud e penn kentañ, abeg ofisiel e varv, a oa un taol-kalon. Jim Morrison a oa anavezet evel un ever bras hag un arzour a gemere drogaj, dreist-holl e-pad ar 6 bloaz diwezhañ eus e vuhez.

Koulskoude, tud 'zo a lâr o deus gwelet ar c'haner e-pad nozvezh e varv en un ostaleri, ar Rock 'n Roll Circus e Pariz. Ma vez heuliet ar vrud-se, Jim en dije en em drammet un tamm re ar wech-mañ ha marvet e vefe e privezioù an ostaleri.
Marianne Faithfull, ur ganerez saoz, hag Agnès Varda, ur realisatourez c'hall ivez, a oa gantañ en ostaleri. Evit mirout ouzh an droukskouer o dije kaset e gorf betek e ranndi, e-lec'h ma veve asambles gant Pamela Courson.

Tud all a lâr eo bet lazhet Jim Morrison gant an FBI peogwir e oa un den brudet hag a yae dreist d'al lezennoù, ha dre-se e oa un arzour dañjerus evit ar re all. Ober a rae re a draoù enep-lezenn, ar pezh a zirenke pennoù ar gevredigezh. Ur vrud all a zo soñjet gant ul lodenn a fan, Morrison a zo bev 'tav ha faezh e oa deuet da vezañ e-keñver e vrud. Aozet en dije e varv a-pad 6 miz bennak evit gallout bevañ hep bezañ direnket gant ar paparazzi da skouer.

Met tostoc'h e chom memestra ar vrud-se ouzh ur vojenn.

.