Slayer

Eus Wikipedia
Ar strollad Slayer e 2009.

Slayer zo ur strollad thrash metal stadunanat savet e 1981 gant ar c'hitarourion Jeff Hanneman ha Kerry King. Anavezet eo Slayer evit bezañ ur strollad pennañ evit al luskad thrash metal, ha dreist-holl gant embann ar gantenn Reign in Blood e 1986 hag a zo bet anvet evel « ar gwellañ kantenn heavy a-holl-viskoazh ». Embarzhet e vezont e Big Four ar strolladoù thrash metal gant Megadeth, Metallica hag Anthrax. Oberiant eo ar strollad 25 bloaz goude e savidigezh.

Anavezet eo Slayer evit o doare sonerezh dibar, ha perzhioù evel an tremolo picking, o soloioù gitar, o double bass drumming (mandore doubl) hag ar c’han yudet. Kanaouennoù ha goloioù ar strollad, levezonet gant dodennoù evel al lazherion a steudad, ar satanegezh, ar relijion, ar brezel hag al Loskadeg o deus kaset karezerezhioù, daleoù, prosezoù ha burutelladennoù kreñv a-berzh ar strolladoù relijiel hag ar c'hevredig.

Daoust da voemerezh ar gitarour Jeff Hanneman evit an naziezh alaman, da zisklêriadurioù cholorier ar gitarour all Kerry King (hag a aprou dre vras ar c’hastiz a varv ha gwerzh frank an armoù tan) ha d'an dodennoù erouezet ganto, n’emañ ket Slayer ur strollad moederezh. Ar c’haner Tom Araya zoken en em zisklêr kristen (dibleustr).

Abaoe o lerc'hwezadur kentañ e 1983 en deus ar strollad embannet div gantenn live, ur box set, dek pkantenn studio ha gwerzhet pevar milion a gantenn er Stadoù-Unanet. Anvet eo bet div wech ar strollad d’ar Grammy Awards ha garedonet e 2007 evit o c’hanaouenn Eyes of the Insane.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1981-1982 : an deroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En em stumm a ra Slayer e 1981 pa gej ar gitarour Kerry King gant Jeff Hanneman e-pad un andavadenn evit ur strollad. Kendorniet e vez an izgitarour ha kaner Tom Araya hag en doa senet endeo gant King en ur strollad anvet Quits, hag an tabouliner Dave Lombardo, hag a gej ouzh King o tegas dezhañ ur pizza. Kregiñ a ra ar strollad da adsenniñ kanaouennoù Iron Maiden ha Judas Priest e kluboù ha festoù e su Kalifornia. An abadennoù kentañ a zaveont d’ar skeudennerezh satanek gant pentagrammoù, dremm-livaj ha kroazioù eilpennet.

E 1982 e lerc'hwez Slayer e demo kentañ — ur bleustradenn gant ar c’hanaouennoù Fight Till Death, Black Magic ha The Antichrist. Skignet-bras e voe an demo er metou underground, ha pedet e voe ar strollad da zigeriñ sonadeg ar strollad Bitch er Woodstock Club e Los Angeles. D’ar poent ma sennont Phantom of the Opera e voent remerket gant Brian Slagel, un ez-sonvarnour hag en doa savet Metal Blade Records nepell ‘zo. Enroll a reas Slagel ar ganaouennen Aggressive Perfector hag a zeuas war-well war an dastummadeg Metal Massacre III, embannet e miz Gouere 1983. Da heul ur berzh mat e kas Slagel Slayer da sinañ evit ul label.

An oad aour : ar bloavezhioù 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Slayer a zo unan eus ar bonstrolladoù an thrash metal. Lerc'hwezet e voe ar gantenn gentañ e 1983 : Show No Mercy a zo ur doareenn dibar gantañ e kantennroll ar strollad dre levezon ramz an Heavy Metal klasel (ar pezh a vez merket er soloioù). Daoust da se en em zistag ar strollad abaoe an derou dre e varregezh da seniñ ur sonerezh metal founnus hag argadus. E 1984 eo lerc'hwezet ganto ar gantenn anavezet re nebeut hag ispriziet, Hell Awaits. Teñval, amyac'h ha feuls, desellet eo pizh hiziv an deiz evel ur gantenn pouezus-bras e diorroadur ar Metal eizhañ.

Etre an div gantenn-mañ e voe produet ur gantennig (Haunting The Chapel) hag ar gantenn-leurenn Live Undead. Lavaret e vez e ve bet ar gantenn-mañ lerc'hwezet en ur studio hag ouzhpennet efedoù “Live” e-pad ar c’hemmeskaj. Hiziv an deiz c’hoazh e vez nac’het displegadennoù gant ar strollad, daoust d’ar fed e vez gouezet bremañ e oa e gwirionez ul lerc'hwezad aozet e sal-bleustriñ ar strollad, an arvesterion o vezañ 4 soner mignon dezho.

1986 a zo ur bloavezh penn a-raok evit ar strollad : gortozet eo an o trede kantenn hag ankeniet eo ar faned. An abeg : produer ar gantenn, Rick Rubin e anv, a zo ur produer rap ! Emañ an disoc’h en tu all d’ar pezh a oad o c’hortoz : 10 ganaouenn o padout nebeutoc’h evit 30 munutenn en holl d’an holl, ur feulster sonerezhel dibar, ur fonnusted digredus : Reign in Blood a reveulzi an thrash metal dre e zihegarated dibar d’ar mare. Buan ne c’heller ket mui tremen e-biou d’ar gantenn-mañ hag a levezono rummadoù a sonerion. Ouzhpenn-se e e merk ar gantenn-mañ penn-kentañ ur mare a dabut diwar-benn ar strollad en abeg da bozioù ar ganaouenn "Angel Of Death" hag a ziskriv griziesterioù ar mezeg nazi Josef Mengele en Auschwitz.

Kenderc’hel a reas ar c’henlabour gant Rick Rubin war ar c'hantennoù da-heul. E 1988 e voe souezhet un tamm mat ar faned gant ar gantenn South Of Heaven : siouloc’h, hesonekoc’h ha dreist-holl gorrekoc’h eo, memes o chom ur gantenn trash metal. Ar gantenn war-lerc’h, Seasons in the Abyss, embannet e 1990 a voe eil gantenn glasel ar strollad, a ziskouezas Slayer en ur mod nevez, pañvrekoc’h, dañvez krouiñ ganto, oc'h arverañ ur meskaj etre kanaouennoù fonnus ha feuls ha re all pouneroc’h hag amyac'hoc'h. Daoust da Reign In Blood bezañ gwelet evel kantenn wellañ Slayer, ul lod eus ar faned a gav gwell Seasons in the Abyss evit e soutilded hag e liesseurtiezh brasoc’h.

E 1991 ez embannas Slayer ar gantenn-daouac'h live Decade Of Agression, hag a aotreo d’ar strollad d’ober un ehan goude bloavezhioù tremenet da labourat start. Ar gantenn-mañ, anadlabouret en ur studio, a ziskouez talvoudegezh-leurenn ar strollad hag un doare disheñvel eus ar c’hanaouennoù sennet ganto e-keñver al lerc'hwezañ er studio. Merkañ fin ur mare a ra ar gantenn-se, abalamour da zerou un distabilded a-berzh an daboulinerion (an tabouliner kentañ Dave Lombardo o vezañ skarzhet hag ad-embarzhet alies a-walc’h).

Abaoe ar bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ret e voe gortoz 3 bloaz a-raok ma tistrofe Slayer gant ar gantenn Divine Intervention, embannet e 1994 ha produet adarre gant Rick Rubin. Gant ar gantenn-mañ e arnevez ar strollad e zoare broduadur met adalek aze e voe ivez penn-kentañ un disrann etre ar faned, reoù o kregiñ da soñjal ned ae ket mui ar strollad war-raok hag e chomfe hep mont pelloc’h. Adloc’het e voe an tabut ivez abalamour d’ar ganaouenn "SS-3" o tegas ar gaoz en-dro war ar griziesterioù nazi.

E 1996 e voe lerc'hwezet Undisputed Attitude, un dastummadeg a sonadennoù kanaouennoù punk o testiñ eus o levezonioù. Daoust d’he gwriziennelded eo ar gantenn-mañ an hini karet an nebeutañ e-touez kantennoù Slayer, en abeg d’he doare marzel-kenan e kantennrolladur ar strollad.

Ar gantenn Diabolus in Musica, embannet e 1998, a gasaas ar strollad da zaskemmañ o doare sonerezh dre enstrolladañ tammoù a sonerezh Hardcore enni. En ur mare sonerezhel a Neo metal, e klaskas Slayer d’en em arnevesaat gant ur son nevez, kaset dreist-holl gant Jeff Hanneman, sonaozour pennañ ar gantenn-mañ. Amañ c’hoazh e voe burutelladennoù disheñvel o komz eus ar bladenn, reoù o kavout anezhi dreistordinal, re all o kavout e oa dizellezek a-berzh ur strollad evel Slayer.

Navet kantenn ar strollad, God Hates Us All, a vo doare d’ur gendarvoud gaezh, abalamour ma vo embannet d’an 11 a viz Gwengolo 2001, hag e diverz e tremeno en abeg da se.

D’an 25 a viz Du 2003 e voe embannet Soundtrack To The Apocalypse, un dastumadeg a 4 c'hantenn gant 74 kanaouenn en holl d’an holl.

D’an 8 a viz Eost 2006 e oa embannet dekvet pladenn studio Slayer : Christ Illusion. Eno e c’heller adkavout levezonioù ar c'hantennoù Reign in Blood ha Seasons in the Abyss mesket da re God Hates Us All. Disrannet e voe ar c'hevredig etre, deus un tu ar re a wel ar bladenn-mañ evel un distro d’ar mareoù kentañ hag ar re all o komz eus un adlavared a-berzh ar strollad. Ar pezh a brou emañ c’hoazh Slayer hiziv an deiz ur strollad ken pouezus e metou ar sonerezh Metal.

Stummadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantennroll[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Agressive Perfector (war an dastumadeg Metal Masacre III) (1982)
  • Show No Mercy (1983)
  • Haunting The Chapel(EP, 1984)
  • Live Undead(war al leurenn, 1984)
  • Hell Awaits (1985)
  • Reign In Blood (1986)
  • South Of Heaven (1988)
  • Seasons In The Abyss (1990)
  • Decade Of Agression (war al leurenn, 1991)
  • Divine Intervention (1994)
  • Undisputed Attitude (1996)
  • Diabolus In Musica (1998)
  • God Hates Us All (2001)
  • Soundtrack To The Apocalypse (boestad, 2003)
  • Eternal Pyre (EP, 2006)
  • Christ Illusion (2006)

Videoioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Live Intrusion (VHS, 1995)
  • War At The Warfield (DVD, 2003)
  • Still Reigning (DVD, 2004)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.