Reizhiad unanennoù etrebroadel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar reizhiad Unanennoù Etrebroadel (berraet en SI diwar an anv gallek Système International d'Unités) eo stumm a-vremañ ar reizhiad metrek. Ar reizhiad unanennoù a vez graet ar muiañ gantañ er bed eo, koulz war dachenn ar c'henwerzh ha war dachenn ar skiant.

Meur a stroll unanennoù a oa er reizhiad metrek kozh. Diwar unan anezho e voe diorroet an SI e 1960, ar reizhiad metr-kilogram-eilenn (MKS) kentoc'h eget ar reizhiad kantimetr-gramm-eilenn (CGS) en doa bet meur a zoare tro-ha-tro.

Gant an SI e voe degaset un toullad anvioù nevez evit an unanennoù. N'eo ket ur reizhiad sonn, ur stroll standardoù bev eo, e-lec'h ma vez krouet unanennoù ha kemmet an termenadurioù gant un asant etrebroadel a-feur ma 'z a teknologiezh ar muzuliañ war-raok.

War-bouez un nebeud nemedennoù (evel ar bier tennet diouzh ar c'hog a vez gwerzhet er Rouantelezh-Unanet) e vez graet gant ar reizhiad ent-lezennel en holl vroioù dre ar bed. Ne vez ket dalc'het termenadurioù ofisiel eus unanennoù all gant un toullad riezioù avat. E Stadoù Unanet Amerika ez a implij industriel an SI war gresk, met n'eo ket en em ledet an implij e-touez ar werin c'hoazh. Er Rouantelezh Unanet ez eo ar politikerezh ofisiel tremen d'an unanennoù metrek, met n'eo ket peurc'hraet c'hoazh. Ar riezioù a ra c'hoazh gant unanennoù nann SI (da skouer SUA hag RU) o deus adtermenet ar pep brasañ eus o unanennoù hengounel n'int ket e-barzh an SI diwar an unanennoù SI.

Istor[kemmañ]

Gwelet ar pennadoù pennañ : metr, kilogram, segondenn, amper, kelvin, ha candela.

Krouet e voe ar [[sistem metrek|reizhiad metrek}} e-kerzh an Dispac'h gall. D'ar 1 a viz Eost 1793 e tegemeras ar Goñvansion Vroadel ar "metr" degel nevez gant un hirder da c'hortoz, hag ivez an unanennoù degel all gant termenadurioù hag anvioù kentañ. D'ar 7 a viz Ebrel 1795 (Loi du 18 germinal, an III) e voe degemeret an anvioù gramme ha kilogramme e-lec'h an anvioù kozh gravet ha grave.

Goude an 18 Brumaire er bloaz VIII e voe degemeret da vat ar reizhiad metrek e Frañs gant ar C'hoñsul Kentañ Bonaparte (a zeuy da vezañ diwezhatoc'h "Napoléon Iañ") d'an 10 a viz Kerzu 1799 (Loi du 19 Frimaire an VIII). E-pad istor ar reizhiad metrek ez eus bet diorroet un toullad doareoù disheñvel hag en em ledañ a reas an implij anezho dre ar bed o kemer plas meur a reizhiad muzuliañ hengounel.

Da vare dibenn an Eil brezel bed e veze graet c'hoazh gant un toullad reizhiadoù muzuliañ dre ar bed. Lod anezho a oa doareoù eus ar reizhiad metrek tra ma oa diazezet lod all war ar reizhiad où impalaerel hag SUA. Gwelet ez eus bet e oa ezhomm d'ober un nebeud kammedoù ouzhpenn evit kas war-raok ur reizhiad muzuliañ bedel. Diwar se e c'houlennas 9vet Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM) e 1948 gant Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM) kas ur studiadenn etrebroadel war ezhommoù muzuliañ kumuniezhioù ar skiant, an teknik hag an deskadurezh.

Diwar disoc'hoù ar studiadenn-se e tivizas an 10vet CGPM e 1954 e vefe ret deverañ ur reizhiad etrebroadel eus c'hwec'h unanenn ziazez da bourchas evit muzuliañ ar gwrezverk hag ar skinadur optikel ouzhpenn ar c'hementadoù mekanikel hag elektromagnetek. Ar metr, ar kilogram, an eilenn, an amper, an derez Kelvin (adanvet diwezatoc'h ar c'helvin), hag ar c'handela e oa ar c'hwec'h unanenn ziazez erbedet. E 1960 e voe anvet ar reizhiad -se reizhiad unanennoù etrebroadel, berraet SI diwar ar galleg Le Système International d'Unités, gant an 11vet CGPM. Ouzhpennet e voe ar seizhvet unanenn ziazez, ar mol, e 1970 gant ar 14vet CGPM.

Hiziv an deiz ez eo ar reizhiad etrebroadel pe ret pe aotreet dre ar bed a-bezh. Meret e vez gant an aozadur anvet Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (Bureau International des Poids et Mesures).

Unanennoù[kemmañ]

Pennadoù pennañ: unanennoù diazez ar reizhiad etrebroadel, unanennoù deveret eus ar reizhiad etrebroadel, rakgerioù ar reizhiad unanennoù etrebroadel

C'hoarvezout a ra ar reizhiad unanennoù etrebroadel eus un teskad unanennoù implijet gant gant un teskad rakgerioù. Gallout a reer dispartiañ unanennoù an SI etre daou isteskad. Bezañ ez eus seizh unanenn ziazez. Er penn kentañ e oa distag pep hini eus an unanennoù diazez-se met n'eo ket gwir ken gant ar c'handela en abeg d'e dermenadur nevez. Eus ar seizh unanenn ziazez-se ez eus deveret meur a unanenn all. Ouzhpenn an unanennoù SI ez eus ivez un teskad unanennoù e-maez an SI degemeret o implij gant an SI.

unanennoù SI diazez
Anv Simbol Kementad
kilogram kg Mas
segondenn s Amzer
metr m Hirder
amper A red elektrek
kelvin K Temperadur
mol mol Kementad danvez
candela cd Kreñvder gouloù

Gallout a reer stagañ ur rakger ouzh an unanenn evit sevel ul lieskementad pe ur ranngementad eus an unanenn orin. Da skouer : kilo- a liesa dre vil ha mili- a liesa dre ur vilvedenn, dre se ez eus mil milimetr en ur metr ha mil metr en ur c'hilometr. Ne vez ket staget morse ouzhpenn ur rakger : ur vilionvedenn eus ur c'hilogram zo ur miligram ha n'eo ket ur mikrokilogram.

Doare skrivañ ar reizhiad etrebroadel[kemmañ]

  • Skrivet e vez arouezioù an unanennoù gant lizherennoù bihan, nemet e teufe an unanennoù diwar anv un den. Da skouer eo bet anvet an unanenn wask diwar Blaise Pascal, setu e vez skrivet he simbol "Pa" tra ma vez skrivet an unanenn hec'h-unan "pascal". An nemedenn nemeti eo al litr a veze skrivet e simbol "l" er penn kentañ, met arvarus eo peogwir eo heñvel a-walc'h ouzh ar sifr "1". Gant an National Institute of Standards and Technology (NIST) e voe erbedet ober gant "L" kentoc'h, a pezh a vez graet ingal bremañ en SUA, Kanada, hag Aostralia, hag a zo bet degemeret e-giz eil simbol gant ar CGPM. Graet e vez e lec'hioù 'zo gant al lizherenn-red ℓ, e Japan peurgetket. Evit gouzout hiroc'h, gwelet Litr.
  • Skrivet e vez ar arouezioù hep merk yezhadurel ebet. Ne vez ket merket al liester da skouer, dreist holl pa ouezer ez eo disheñvel merk al liester hervez ar yezhoù. E brezhoneg, ne vo ket merket ar c'hemmadurioù : skrivet e vo "1 kg" ha "2 kg" ha n'eo ket "1 c'hg" ha "2 gg".
  • Ne vez ket lakaet merk ar berradur (.) goude ar simbol. Ur pik a c'hell en em gavout goude ar simbol pa vez e dibenn ur frazenn.
  • Gwelloc'h eo skrivañ ar simboloù gant lizherennoù roman sonn (m evit metr, L evit litr) evit lakaat kemm etre int hag al lizherennoù italik implijet evit ar variennoù matematikel (m evit mas, l evit hirder).
  • Un esaouenn a rankfe bezañ lakaet etre an niver hag an arouez, da skouer "2,21 kg", "7,3×102 m2", "22 °C", nemet gant an arouezioù evit derezioù, munutennoù hag eilennoù ar c'hornioù (°, ′ ha ″), a vez lakaet diouzhtu goude an niver hep tamm esaouenn ebet.
  • Ret e vefe ober gant esaouennoù evit dispartiañ ar strolloù tri sifr e-barzh skritur degel an niveroù, da skouer 1 000 000 pe 342 142 (ha n'eo ket gant skejoù pe pikoù evel e reizhiadoù all, da skouer 1,000,000 pe 1.000.000).
  • Embannet e voe gant 10vet erbed ar CGPM bet dalc'het e 2003 e c'heller ober gant ar skej pe gant ar pik e-giz merker degel. Evit gwir e vez graet gant ar pik e saozneg (da skouer 3.14) ha gant ar skej er pep brasañ eus yezhoù all Europa (da skouer 3,14).
  • Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus liesad meur a unanenn e vez liammet ar simboloù gant un esaouenn pe gant ur pik kreiz (·), evel se e c'heller lakaat kemm etre ms- 1 (milieilenn eksponant - 1, pe c'hoazh kilohertz, evit ur frekañs) hag m s- 1 pe m·s- 1 (metr dre eilenn, evit un tizh) da skouer.
  • Evit an unanennoù deveret a c'hoarvez eus rannad div unanenn e vez liammet an arouezioù gant ur varrenn a-veskell (/) pe neuze e vez graet un eksponant negativel. Da skouer e c'hellet skrivañ "metr dre eilenn" "m/s", "m s-1" pe "m·s-1". Arabat ober gant ar varrenn a-veskell ma teu an disoc'h da vezañ amster. Da skouer ez eo gwelloc'h "kg·m-1·s-2" eget "kg/m/s2".

Kenwerzh[kemmañ]

Hervez ur mennad eus Unaniezh Europa e vo forbannet ar merkoù n'emaint ket e-barzh an SI goude an 31 a viz Kerzu 2009 war an holl vadoù enporzhiet e-barzh Unaniezh Europa. Talvezout a ra evit an holl verkoù war ar c'henderc'hadoù, paperioù hag urzhioù diabarzh, pakadur, bruderezh hag all.

Gwelet ivez[kemmañ]