Deiziadur republikan gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.

Gant an Deiziadur republikan gall e voe kemmet anv ar mizioù hag an devezhioù. Pep miz oa rannet e teir gwezh dek devezh. Anv an dekvet devezh oa an décadi. Hennezh oa lakaet evit derc'hel lec'h ar Sul. D'an devezh-se e ranke an holl diskuizhañ ha kemer perzh er c'hoarioù gourc'hemennet gant ar gouarnamant.

Deizioù [kemmañ]

Anvioù plant pe legumaj a voe lakaet d'an devezhioù, d'ar pempvet devezh anv un aneval ha d'an dekvet devezh, anv ur benveg.

Setu amañ skwer degad kentañ miz Gwenholon:

  • Primidi, rezin ;
  • Duodi, safran ;
  • Tridi, kistin ;
  • Quartidi, karotez ;
  • Quintidi, marc'h ;
  • Sextidi, balzam ;
  • Septidi, panez ;
  • Octidi, sitrouilhez ;
  • Nonidi, gwinizh ;
  • Décadi, barrikenn.

Mizioù [kemmañ]

Setu un nebeud anvioù mizioù, gant un displegadenn e brezhoneg:

  • vendémiaire : miz ar vendem, miz Mendem
  • nivôse : miz an erc'h
  • pluviose : miz ar glav
  • germinal : miz ar sev
  • floréal : miz ar bleuñv

Dave [kemmañ]

  • Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915.
  • Lan Inizan, Emgann Kergidu, levrenn 2, pp. 144-152, 171-177, , Al Liamm, 1977.