Padrig an Habask

Eus Wikipedia
Padrig an Habask
Padrig an Habask
Padrig an Habask e miz Gwengolo 2009 e Pariz
Anv ofisiel Patrick Labasque
Obererezh liesseurt
Ganedigezh 1954
Pariz, Bro-C'hall Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg
Euskareg
Kembraeg

Padrig an Habask (Patrick Labasque e marilh an dud) zo anezhañ ur c'helenner Eil derez, ur skrivagner brezhonek ha rener ar gelaouenn drimiziek Al Lanv.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet Padrig an Habask d'ar 5 Mae 1954 en Terrug, (Kernev-Izel - Penn-ar-Bed) e ledenez Kraozon. Bet eo e skolaj hag e lise Charles de Foucauld e Brest, e skol-veur Brest hag e skol-veur Roazhon 2. Rener Skolaj Diwan Kemper e oa betek e leve e 2016.
Kroget eo da zeskiñ brezhoneg e-unan pa oa 17 vloaz. Goude-se en deus heuliet kentelioù dre lizher "Skol Ober" ha graet en deus ur staj war ar maez e Plouared e 1976. Klasket en deus deskiñ brezhoneg e gorn-bro evit gallout komz gant tud ar vro.
Ampart eo war ar c'hembraeg hag an euskareg ivez.
Kelenner brezhoneg eo bet ha rener skolaj Diwan Kemper da c'houde.

Ar skrivagner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget eo Padrig an Habask da skrivañ er gelaouenn drimiziek Al Lanv er bloavezh 1980 hag an ti-embann Al Lanv a oa savet da-heul. Kemeret en deus perzh e savidigezh ar gelaouenn-mañ hag embannet en deus 114 niverenn (derou 2008). Skrivet en deus da gentañ ul levr anvet "Ouzh strak ar gurun", daou levrig da zeskiñ brezhoneg evit Kembreiz. Pennadoù ha barzhonegoù evit ar gelaouenn "Al Lanv" en deus skrivet dreist-holl.

Skrivañ a ra e pep niverenn Al Lanv ha pa sant ur fromadenn, en em laka da skrivañ barzhonegoù, pa zarev un dra bennak ennañ da-heul un darvoud bennak er gevredigezh pe diwar gendegouezhioù hag a rank dont er-maez… Alies e sav ar pennadoù diwar an imor ken ez int dija hanter-skrivet en a-raok dre m’emaint en e benn. "Ne chom mui nemet reiñ stumm d’an traoù o klask sujañ pe damsujañ entan ar galon da boell barn ar spered.", emezañ.

An embanner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liessseurt eo an oberennoù embannet gant Al Lanv. Seizh levr diwar-benn al laboused troet diwar ar c’hembraeg asambles gant Tudual Huon a zo bet embannet gantañ. Troet en deus ivez al levr "Mat an traoù ?", bet skrivet gant Caryl Lewis, diwar ar c’hembraeg.
E-touezh an tregont bennak a levrioù embannet gant Al Lanv e kaver ur buhezskrid e div levrenn hag oberennoù troet eus oberourien veur (William Shakespeare, Jean de La Fontaine, Jack London) hag adembannadur ur romant-polis, Diamantoù Keroulaz gant Roparz Hemon.

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur brogarour breizhat eo Padrig an Habask. Difenn a ra ar yezhoù keltiek, brezhoneg pe kembraeg peurgetket. Ampart-tre eo evit komz an div yezh-mañ. Klasket en deus lakaat Kembreiz da zeskiñ brezhoneg dre o yezh. Troet en deus un toullad levrioù kembraek d'ar brezhoneg.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ stank a ra pennadoù e-barzh Al Lanv : pennadoù-stur, kalz pennadoù diwar Euskadi h.a. Barzhonegoù berr, englenioù, a skriv ingal a-walc’h, lod a ya e-barzh Al Lanv, lod all a zo diembann. Ne c'hell ket skrivañ kement ma fell dezhañ pa vez kalz a labour gant un embanner oc’h adlenn hag o klask gwellaat ar skridoù a vez kaset dezhañ.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Laboused, eizh levr gant E. V. Breeze Jones hag Islwyn Williams, troet gantañ diwar ar c’hembraeg asambles gant Tudual Huon . 1. Laboused an Arvor, 2. Laboused ar maezioù, 3. Laboused ar flagennoù hag ar gwernioù, 4. Laboused al liorzhoù, 5. Laboused ar c’hoadoù, 6. Laboused an aberioù hag an aodoù, 7. Laboused ar stêrioù hag al lennoù, 8. Laboused ar menezioù, 1984-1989. ISBN 2950638775
  • Gérard Classe, Bagad Kemper, 50 ans sans relâche, hep diskrog, rakskrid gant Dan Ar Braz (troidigezh vrezhonek gant Padrig an Habask). Blanc Silex éditions, dastumad Mémoire, 2005, ISBN 2913969100.
  • Caryl Lewis, Mat an traoù ? romantig evit ar yaouankiz, troet diwar ar c'hembraeg.