Skol Ober

Eus Wikipedia
Skol ober
Kenan Kongar ha Marc'harid Gourlaouen, krouerien Skol Ober, e-kerzh gouel Skol Ober tro ar bloaz 1980
Riwanon Kervella, bet renerez Skol Ober, Prezidantez Kuzul ar Brezhoneg
Tresadenn da vrudañ Skol Ober

Skol Ober zo ur gevredigezh savet da reiñ kentelioù brezhoneg dre lizher hag a voe krouet diwar diviz ur strollad emsaverien kar-o-yezh goude ur vodadeg e liorzh presbital Gouezeg e miz Gouere 1931.
E 1932 e voe staliet Skol Ober e Douarnenez, e ti Marc'harid Gourlaouen, a voe renerez gant skoazell Frañsez Kervella betek 1987. Vefa de Bellaing a voe kentañ renerez ar gevredigezh, ha Riwanon Kervella a gemeras he fenn da-c'houde[1].

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digor eo ar c'hentelioù d'an holl dud a fell dezho kregiñ da studiañ pe wellaat o brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer. Heuliet e voe an doare-skrivañ a oa bet divizet gant ur bodad skrivagnerien bep tro : ar brezhoneg unvan (Emglev 1906) hag ar brezhoneg peurunvan (Emglev 1941).
Ar skolidi a gas o labour skrivet da reizhañ pa fell dezho. Heuliet e vez o labour gant pep a gelenner.
Gant ur 80 den a-youl-vat bennak e vez reizhet ar poelladennoù. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.

Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.

Embannet ez eus bet levrioùigoù evit steudadoù kentelioù zo, da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.
Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg, bet krouet e 1958).

Liveoù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezioù kent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1937 e voe 3 live kentelioù a veze graet skol eus outo. Titlet e oa ar follennoù Kentelioù OBER. El liveoù 2 ha 3 e veze kelennet Lennegezh Vreizh, Istor Breizh ha Douaroniezh Breizh[2].

Goude an Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h rummad a yeas da sevel ar c'helc'hiad studioù. Levrioù-deskiñ a voe evit pep hini anezho.

Live 1

Evit kregiñ gant ar brezhoneg e c'hall an dud dibab unan eus an hentennoù mañ :

Live 2

Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :

  • Herve ha Nora, levrenn II
  • Hent nevez d'ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella
  • Le breton sans peine, levrenn II
Live 3

Ul levr-studi hepken :

  • Ur voutailh war an traezh, gant Mark Kerrain
Live 4

Ul levr-studi hepken ivez :

  • Mont war-raok gant ar brezhoneg, gant Pêr Denez
Live 5

Da zibab zo etre daou levr :

  • Skol an trede derez
  • Kentelioù brezhoneg
Live 6

Ul levr hepken :

  • Troidigezhioù, ennañ skridoù lennegel gallek klasel bet dibabet gant Frañsez Kervella da dreiñ e brezhoneg.

Arnodoù "An Trec'h"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ha pennaennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad hanter-kant vloaz e veze kinniget da neb a c'houlenne tremen arnodoù gant daou live : An Trec'h kentañ hag An Trec'h meur. Embannet e voe krouidigezh arnodenn an Trec'h e dibenn ar bloaz 1937[3].

Evit lakaat muioc'h a helebini etre ar re a fell d'ezo deski pe beurzeski ar brezoneg, OBER en deus savet eun arnodenn : an TREC'H, daou zerez ennañ[4].


Ne voe ket ret beza~~tremenet an Rec'h kkentañ evit tremen an Trec'h meur, na bezañ bet enskrivet e OBER evit tremen an an arnodennoù kennebeut. D'ar re a voe deuet brav gant an arnodennoù a veze roet un ardamezig anvet Ar Simbol dezho hag e voe graet simbolidi eus outo. Trec'hourien a veze graet eus ar Simbolidi, kelennerien OBER ha kement hini en kinniget eul bour tavoudus e brezoneg reiz[5]. Kasset e veze an teskadoù kentelioù d'ar skolidi hag, "adalek Pask 1938;;, d'an neb o goulenno (15 lur pep skol)".

Er penn-kentañ e veze aozet arnodennoù dre skrid ha dre gomz pep bloaz e meur a lec'h e Breizh hag e Pariz hag e oa ur prantad arnodennoù e miz Eost e Loperc'hed. Goude an Eil Brezel-bed e veze kempennet an aozadur lec'hel gant Kevredigezh an Deskadurezh nevez, kalz a gelennerien a-youl-vat enni[6].

An Trec'h kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Trec'h kentañ a voe e bal broudañ an emstriverien da gresk o anaoudegezhioù diwar-benn Breizh (Istor, douaroniezh, yezh, traou nevez…). Aterset e vezent e galleg, met e oa da studiañ live kentañ ar yezh ha da gompren un destenn simpl e brezhoneg. Ur skrivadenn a voe d'ober. Ul levr brezhonek a voe merket evit e studiañ hag e dlee an arnodad lenn ur pennad a vouezh uhel. Ur pennad e brezhoneg a voe da sevel ivez.

E dibenn bloavezioù 50, pa felle dezho pennoù bras Kendalc'h degas muioc'h a spered breizhat en o yaouankizoù e embannjont ul levrig war brogram an arnodenn (Breiz hor bro, 1955)[7].

An Trec'h meur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg nemetken e veze tremenet arnodenn an Trec'h meur gant div isarnodenn, un diviz gant ar juri hag lennadenn un destenn. Aterset e voe an arnodidi war danvez ar c'hentelioù war ar yezhadur brezhoneg, an troioù-lavar, Douaroniezh Breizh Istor Breizh ha Lennegezh Vreizh hag ar Jedoniezh.
Ret e voe sevel ur studiadenn war ur pennad-skrid ha un droidigezh diwar ar galleg, ar saozneg, an alamaneg pe an italineg hrevez c'hoant. Ul lennadenn e brzhoneg reizh pe direizh pe brezhoneg Gwened a voe goulennet ivez? Atersadennoù dre gomz war Istor ha Douaroniezh Breizh a voe ouzhpenn.

Evel en arnodoù ofisiel e veze roet d'an dremenidi un testeni gant menegoù (mat, mat a-walc'h, mat-tre) hag un ardamezig da vezañ douget war an dilhad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire critique, historique et bibliographique, Coop Breizh, 2013, pennad Skol Ober.
  2. Tennet diouzh ur pennad diwar-benn krouidigezh arnodennoù an Trec'h e-barzh SAV, nn10, Nevez-Amzer 1938.
  3. Kavout a reer ur pennad kemenn e SAV, nn 10, Nevez-Amzer 1938.
  4. SAV, nn 10, 1936, p. 14.
  5. SAV, nn 10, 1936, p. 15.
  6. Gwennolé Le Menn, Le breton et son enseignement, In : Langue française, n° 25, 1975, p. 80.
  7. Armel Le Calvé, Histoire des Bretons à Paris, Coop Breizh, 1994, p. 258.