Judit ha Holofern (arz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Judit gant penn Holofern zo anv meur a daolenn, oberennoù eus mare an Azginivelezh italian dreist-holl, a zo bet awenet gant ur vojenn eus an Testamant Kozh.

Taolenn

[kemmañ] Ar vojenn

Gwelout ar pennad Judit ha Holofern.

[kemmañ] An taolennoù

Judit o tibennañ Holofern, gant Caravaggio.
Judit o tibennañ Holofern (1612-21), eoullivadur war lien 199 x 162 cm, gant Artemisia Gentileschi, Galleria degli Uffizi, Firenze.

[kemmañ] Judit o lazhañ Holofern

[kemmañ] Livadur Caravaggio

  • Caravaggio an hini kentañ en deus kredet livañ ar muntr. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, ha tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.

[kemmañ] Livadur Artemisia Gentileschi

  • Judit o tibennañ Holofern, gant Artemisia Gentileschi (1612-21), a zo war ziskouez er Galleria degli Uffizi, e Firenze. Souezhet e veze meur a hini o welout e oa deuet ur plac'h a-benn da livañ un darvoud ken kriz. Hervez an arzvarnourien e c'haller gwelet konnar an arzourez ouzh ar gwaz en devoa he gwallet. Levezonet-kaer e oa-hi gant doare-livañ Caravaggio.

[kemmañ] Judit o tougen penn Holofern

[kemmañ] Taolennoù Sandro Botticelli

Gant Sandro Botticelli ez eus bet livet teir zaolenn awenet gant ar vojenn:

Gwelout Judit (Botticelli) .

[kemmañ] Taolennoù all

Judit gant penn Holofern, livet gant Lucas Cranach kozh.
Judit ha Holofern, gant Paolo Veronese.
Judit ha Holofern (munudig), murlivadur gant Michelangelo er Chapel sikstinat er Vatikan (1509).
Judit gant penn Holofern, livet gant Fede Galizia, 1596

Mar deo ral gwelout Judit o lazhañ e weler anezhi aliesoc'h o tougen penn ar jeneral enebour, pa ne lez ket he matezh da zougen anezhañ. Alies ivez e vez ur c'hleze ganti.

[kemmañ] XVvet kantved

[kemmañ] XVIvet kantved

[kemmañ] XVIIvet kantved

Meur a wech e voe livet istor Judit er c'hantved-se ivez.

[kemmañ] Simon Vouet
[kemmañ] Livourien arall
Judit hag he matezh , livet gant Artemisia Gentileschi, 1612-1613
Judit ha penn Holofern, livet gant Cristofano Allori (1613).

[kemmañ] XVIIIvet kantved

[kemmañ] XIXvet kantved

Taolennoù zo ivez gant al livourien-mañ:

[kemmañ] XXvet kantved

  • Gustav Klimt en deus livet Judit gant penn Holofern ivez e 1901.
Judith ha penn Holofern, 1901. Belvedere, Vienna.

[kemmañ] Delwennoù

[kemmañ] Mojenn dost

Judit II (Salome), gant Gustav Klimt

Tostaat a c'haller al livadurioù-se ouzh ar re ma weler pe o troc'hañ penn Yann ar Badezour pe o tiskouez e benn war ur plad war c'houlenn Salome, evel e taolennoù Caravaggio: gant an daou vuntr e oa bet awenet. Ouzhpenn se ez eus un daolenn all gantañ ma weler David o tibennañ Goliat.

  • Gustav Klimt ivez en deus anvet e eil daolenn diwar-benn mojenn Judit: Judit II (Salome), o veskañ an div vojenn.

[kemmañ] Livadurioù all


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn
Judit ha Holofern

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù