Lucas Cranach an Henañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Lucas Cranach ar Yaouankañ zo ivez.
Poltred Lucas Cranach an Henañ da 77 vloaz, savet gant e vab Lucas Cranach ar Yaouankañ

Lucas Müller, lesanvet Lucas Cranach an Henañ, (4 a viz Here 1472 e Kronach - 16 a viz Here 1553 e Weimar) a oa ul livour hag un engraver eus an Azginivelezh alaman. Diwar anv e gêr c'henidik e teu e lesanv. Tad Lucas Cranach yaouank (1515-1586) e oa.

E vuhez[kemmañ]

Etre 1501 ha 1504 e veajas e traoñienn ar stêr Danav betek Vienna, hag eno e tarempredas meur a lennegour. Hans Cranach (1503-1537), e dad, a gelennas dezhañ.[1] Taolennoù levezonet gant ar relijion a livas d'ar mare-se (Sant-Hieronymus - 1502, Kroazstagadur - 1503, An ehan e-pad an dec'hadenn da Egipt - 1504) hag ur poltred, « Poltred Cuspinian hag e wreg » — ul lennegour a Vienna — e 1504.

D'ar mare-se e oa damheñvel e oberennoù ouzh re Albrecht Dürer ha re Albrecht Altdorfer : gweledvaoù birvilh enno, livioù flamm, leun a vunudoù hag a arouezioù, tudennoù taolennet pizh, dezho neuzioù kevrinus.

E Wittenberg en em stalias e 1505 hag e teuas da vezañ livour lez ar priñs-dilenner Friedrich ar Fur a Sachsen. Noplaet e voe e 1509. Ouzhpenn lakaat anezhañ da sevel sternioù-aoter ha poltredoù e felle d'e warezerien kaout peadra da ginklañ o ziez, neuze e kemmas e zoare da labourat. Aozañ a reas ur stal-labour, enni e labouras gant e zaou vab.[2]. Azalek ar mare-se e tilezas e zoare da livañ hag e tostaas ouzh ar vanieregezh : hiroc'h ha gwevnoc'h e teuas ar stummoù da vezañ, an tudennoù o doe ur perzh brasoc'h keñveriet gant hini o endro, kenaozet pizh eo an doare m'en em zalc'hont, koulz hag o dilhad. Arbennigourien zo a gav ez eo ar c'hemm-se penn-kentañ un diskar az eas war greñvaat goude 1525, re all a gav dezho e voe talvoudus ar pezh a savas etre 1505 ha 1525, daoust m'eo disheñvel-tre diouzh ar pezh a reas pa oa e Vienna[3].
Dre ma'z ae doare e oberennoù war eeunaat e voe aesoc'h dezhañ eilañ anezho en e stal-labour[2].Ur pimpatrom plac'h stilizet a grouas neuze, diazezet war bennaennoù ne oant ket klasel tamm ebet. Ar pimpatrom-se, skeudennet peurliesañ dre wagennadoù mistr (Nimfenn ouzh un eienenn, 1518 ; Lukres,1532) a vez displeget alies evel ur badusted eus an arz gotek pe evel un doare da dostaat ouzh ar vanieregezh[2]. Dre e implij eus al livioù hag eus al linennoù kildroennek e teu oberennoù Cranach da vezañ hoalus[3].
En e daolenn Gwener (1529) e livas Cranach un tem klasel eus an Azginivelezh, hag ec'h ouzhpennas kalz a orgederezh ennañ. En he noazh emañ Gwener evel m'eo dleet, hag ur plac'h yaouank eo. Un dro-c'houzoug he deus evel ma vije ur serc'h, ha gant ur biz e tiskouez he forzh en ur sellout ouzh an arvesterien en un doare lorbus. An endro a denn da hini Alamagn ar mare-se[4].

Er memes mare e kejas gant Martin Luther e Wittenberg. Mignoned e teujont da vezañ, ha Cranach a savas meur a boltred eus Luther. Sevel a reas Cranach a-du gant mennozhioù Luther, ha meur a hini eus an taolenn a livas a oa stag ouzh pennaennoù an Disivoud, ha tennet eus an Testamant Kozh pe eus an hini nevez. Poltredoù ha taolennoù relijiel a livas ivez, hag en Europa a-bezh e voe brudet. Azalek 1525 e labouras muioc'h hag e voe sikouret gant e vibien, Hans ha Lucas o anvioù.

Perc'henn e oa war ur stal apotikerezh hag un ti-moullañ, ha teir gwech e voe dilennet da vourkmestr .

Yann-Friedrich a voe prizoniet goude emgann Mühlberg. Cranach a heulias anezhañ etre 1550 ha 1552, ha goude-se e tistroas da Weimar. Eno e varvas bloaz goude, goude bezañ savet ouzhpenn 400 oberenn. E vibien a gendalc'has neuze gant e stal.

Oberennoù[kemmañ]

Gwener (1532), Das Städel Museum, Frankfurt
  • Kroazstagadur, 1500, (Kunsthistorisches Museum, Vienna)
  • Kroazstagadur, 1503, München.
  • Diskuizh ar familh santel, 1504 eoullivadur war goad, 70,7 X 53. Berlin, Staatliche Museen, Gemäldegalerie.
  • Adam hag Eva, 1531, (117 x 80,5)
  • Kroazstagadur, 1538, Art Institute of Chicago
  • Ar varnadenn ziwezhañ, Pariz, Mirdi al Louvre
  • Merzherinti Santez Katell
  • Ar badeziant
  • Gwener en ur gweledva, 1529, (Mirdi al Louvre)
  • Poltred ur plac'hig, (1524-1530) (Mirdi al Louvre)
  • Priñsezed Sachsen, Sibylle, Emilia ha Sidonia (1530-1535) (Kunsthistorisches Museum, Vienna)
  • Gwener, (1532) (Das Städel Museum, Frankfurt)
  • Oad an arc'hant, 1535, (Mirdi al Louvre)
  • An Iliz wirion hag an hini faos, 1546 (pe 1547)

Levrlennadur[kemmañ]

  • Les peintures de Lucas Cranach Max J. Friedlaender ha Jakob Rosenberg, Flammarion, 1978.
  • Abadenn: Les dernières hallucinations de Lucas Cranach L'Ancien, gant Patrick Bonté ha Nicole Mossoux, Tilburg, 1991.

Taolennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù[kemmañ]

  1. Dictionnaire de l'art et des Artistes, 1982 (Fernand Hazan)
  2. 2,0 2,1 2,2 Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, Cranach l'Ancien, un parcours singulier, Les dossiers de l'Art, niv. 148, p 58
  3. 3,0 3,1 Pierre Vaisse, Pennad Cranach l'Ancien, Encyclopaedia Universalis, DVD, 2007
  4. Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, p. 59