Rijksmuseum Amsterdam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rijksmuseum Amsterdam eus an Stadhouderskade
Ar mirdi da noz .
Gwel eus ar mirdi.

Rijksmuseum Amsterdam eo mirdi broadel pouezusañ an Izelvroioù. Emañ e-kreiz kêr Amsterdam, er Museumplein. Gouestlet eo d'an arzoù ha d'an istor. Pinvidik eo an dastumad livadurioù eus Marevezh Aour ar vro (oberennoù gant Rembrandt, Johannes Vermeer pe c'hoazh Frans Hals), hag arz Azia. Aozet e voe ar mirdi e Den Haag e 1800 hag ennañ e veze diskouezet dastumadoù stathouderien an Izelvroioù. Diwar urzh ar roue Louis Napoleon, hag eñ breur da Napoleon Bonaparte, e voe kaset ar mirdi da Amsterdam e 1808. Neuze e voe ouzhpennet taolennoù perc'hennet gant kêr Amsterdam.

Poltred ur c'houblad yaouank, gant Frans Hals

Abaoe 1885 ez eo staliet ar mirdi e Museumplein, e-kichen mirdi van Gogh hag ar Stedelijk Museum. Steuñv ar savadur a zo bet treset gant ar savour izelvroat Pierre Cuypers. Labourioù bras a zo er mirdi abaoe 2005, hag an taolennoù pouezusañ a vez diskouezet memes tra, gant an titl De Meesterwerken (ar pennoberennoù).

Bruderezh evit an diskouezadeg De Meesterwerken ouzh mogerioù ar Rijksmuseum

Liammoù diavaez[kemmañ]