Mirdi van Gogh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Troioù-heol (1889)
An Debrerien avaloù-douar (1885)
Emboltred (1886)

Mirdi van Gogh a zo ur mirdi lec'hiet war Museumplein, en arondisamant Oud-Zuid, Amsterdam (Izelvroioù) ha gouestlet da oberenn al livour Vincent van Gogh. Ouzhpenn 200 livadur a gaver ennañ, hag ivez 500 tresadenn ha 700 lizher skrivet gant van Gogh. Ennañ e kaver ivez oberennoù livourien an XIXvet kantved. El levraoueg ez eus ouzhpenn 24 000 levr diwar-benn van Gogh hag arzourien all eus an XIXvet kantved.

An dastumad oberennoù[kemmañ]

Dastumad brasañ oberennoù Vincent van Gogh eo. Renket e vez oberenn an arzour el luskad goude- trivliadelouriezh. Bras eo bet levezon van Gogh war veur a luskad all : eztaolouriezh, faovouriezh hag arz diheverz.

An oberennoù kinniget er mirdi a c'haller renkañ evel-henn :

Er mirdi e kaver an oberennoù da heul :

  • Hader (diwar Jean-François Millet), miz Ebrel 1881
  • Maouez kozh, gwelet a-ziadreñv, miz Meurzh 1882
  • Gwenojenn e Loosduinen e-kichen Den Haag, miz Meurzh1882
  • Burev lotiri, miz Gwengolo 1882
  • Bugel bihan, miz C'hwevrer 1883
  • Maouez, didog, miz Meurzh 1883
  • Lochennoù, miz Gwengolo 1883
  • Gweledva da serr-noz, miz Gwengolo 1883
  • Div vaouez o labourat an taouarc'h, miz Here 1883
  • Peizantez, miz Kerzu 1884
  • An Debrerien avaloù-douar, miz Ebrel 1885
  • Gwerzh kroazioù e-kichen an tour kozh, miz Mae 1885
  • Taolenn divuhez gant ur banerad avaloù-douar, miz Gwengolo 1885
  • Taolenn divuhez gant bibl digor, kantolor ha romant, miz Here 1885
  • Maouez he blev disgraet, miz Du 1885
  • Maouez e noazh, eus ar c'hostez, miz C'hwevrer 1886
  • Emboltred gant un tog feltr teñval, miz Ebrel-Even 1886
  • Sell ouzh toennoù Pariz, miz Ebrel-Even 1886
  • Plastr ur bruched, miz Ebrel-Even 1886
  • Direderig, miz Here-Kerzu 1886
  • Pourmenerien en ur park en Asnières, miz Ebrel-Even 1887
  • Bord un dachennad gwinizh gant roz-aer hag un alc'hweder, miz Ebrel-Even 1887
  • Liorzhoù Montmartre, miz Ebrel-Even 1887
  • Diavaez ur preti gant lore-roz en ur pod', miz Gouere-Gwengolo 1887
  • Tachenn goadek, miz Gouere-Gwengolo 1887
  • Emboltred dirak un azen, penn-kentañ 1888
  • Ti melen, miz Mae 1888
  • Eost, miz Even 1888
  • Bagoù bihan war an traezh, miz Even 1888
  • Ti Vincent, miz Gwengolo 1888
  • Kambr van Gogh en Arles, miz Here 1888
  • An Troioù-heol, miz Genver 1889
  • An Horderien (diwar Millet), miz Gwengolo1889
  • Lestr gant elestr mouk war foñs melen, miz Mae 1890
  • Tachennad gwinizh dindan un oabl koumoulek, miz Gouere 1890
  • Tachennad gwinizh gant brini, miz Gouere 1890

Lizheroù[kemmañ]

Vincent van Gogh a skrivas kalz lizheroù, dreist-holl d'e vreur Théodore van Gogh. Al lod brasañ eus al lizheroù a zo er mirdi.

Livourien all[kemmañ]

Ouzhpenn taolennoù Vincent van Gogh e kaver ivez oberennoù livourien al luskad trivliadelouriezh evel :

Hag ivez oberennoù gant Pablo Picasso.

An dastumad[kemmañ]

Pa oa bev van Gogh e teuas a-benn da werzhañ un daolenn nemetken : Ar gwini ruz. An dastumad a oa perc'hennet gant Théo van Gogh. Pa varvas e voe dalc'het an dastumad gant e intañvez, Johanna Bonger. Un nebeud oberennoù a werzhas, met al lod brasañ a viras. Pa varvas e 1925 e oa perc'hennet an oberennoù gant he mab, Vincent Willem van Gogh. E 1960 e krouas Ensavadur Vincent van Gogh. Ezel e oa anezhañ, asambles gant e wreg, tri bugel dezho, hag ur c'hannad eus gouarnamant an Izelvroioù. D'an 21 a viz Gouere 1962 e voe sinet un emglev etre an ensavadur ha Stad an Izelvroioù. Holl an dastumad (200 taolenn gant van Gogh ha Gauguin, 400 tresadenn hag holl lizheroù van Gogh) a voe gwerzhet d'ar Stad gant ar familh, evit 15 milion a c'huldenoù.

Ar savadur[kemmañ]

Div lodenn a ya da ober mirdi van Gogh : ar savadur pennañ a voe digoret e 1973 hag un astenn a voe digoret e 1999.

Ar savadur pennañ[kemmañ]

Ar savadur pennañ (1973), hag an astenn e gwer aozet e 1999

Gant Stad an Izelvroioù e voe kaset ar raktres. Ar savadur pennañ voe savet e 1963-1964, diwar steuñv ar savour nederlandat Gerrit Rietveld. Pa varvas Rietveld e 1964 e kendalc'has e vignoned Joan van Dillen ha J. van Tricht d'ober war-dro ar raktres. Kemmoù a zegasjont d'ar steuñv orin, dreist-holl evit a sell ouzh an talbenn. Divizout a rejont implijout drevezadurioù betoñs-boueta. Al labourioù-se a grogas e 1969.

Digoret e voe ar mirdi d'an 2 a viz Even 1973, padal e oa digoret al levraoueg abaoe 1969. Er savadur e kaver an dastumad-pad hag an diskouezadegoù berrbad. A-hed an amzer e voe degaset kemmoù d'ar savadur. Kemmoù a voe degaset ivez d'ar savadur pennañ pa voe savet an astenn, e 1998-1999, diwar ur steuñv gant Martien van Goor. Abaoe m'eo bet savet an astenn e vez kinniget an diskouezadeg-pad nemetken er savadur pennañ.

An astenn[kemmañ]

Museumplein, an astenn a weler a-gleiz

Steuñv an astenn a voe treset gant Kisho Kurokawa. Enni e vez aozet an diskouezadegoù berrbad. Arc'hantaouet eo bet gant The Japan Foundation, hag a zo stag ouzh ar stal-asurañs Yasuda (Tokyo). Stumm un elipsenn eo ar savadur, ha savet eo bet gant betoñs warnañ mein ha titan. An diskouezadeg kentañ a voe gouestlet da dThéo van Gogh.

Laeroñsi[kemmañ]

Div daolenn a voe laeret d'ar 7 a viz Kerzu 2002 : Ermaeziadenn Iliz Disivoud Nuenen (1884) hag An aod e-kichen Scheveningen (1882).


Liammoù diavaez[kemmañ]

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.