Pieter Pauwel Rubens
Pieter Pauwel Rubens (distaget [ʁybɛns), a zo anavezet ivez evel Peter Paul, Pierre Paul, Petrus Paulus, Pedro Paulo, Pietro Paulo, a oa ganet d'an 28 a viz Mezheven 1577, deiz gouel an Ebestel Pêr ha Paol, e Siegen e Westfalia, hag a varvas d'an 30 a viz Mae 1640 en Antwerpen, a oa ul livour flamank barok.
SiegenTestenn e feur, ar gêrig ma oa ganet e Westfalia, a oa en Impalaeriezh santel roman ha german, ha 300 km eus Antwerpen. E dad, Jan Rubens (1530-1587), a oa un alvokad protestant mat ar stal gantañ, hag e vamm , Maria Pypelinckx (1537-1608), o devoa kuitaet Antwerpen (en Izelvroioù spagnol) evit tec'hel rak an heskinadur relijiel. E 1589, daou vloaz war-lerc'h marv e dad, e tistroas Rubens hag e vamm da Antwerpen, ma voe badezet hervez al liderezh katolik.
En Antwerpen e voe lakaet gant e vamm da studiañ al liverezh eus 1589 betek1598 gant livourien veur eus an amzer. Aliet e voe ganto da vont da Italia eus 1600 da 1608 da studiañ arz an Azginivelezh italian. Bet e voe o chom e Genova, Mantova, Venezia ha Roma ma veze oc'h eilivañ oberennoù Raffaello, Caravaggio, ha Tizian dreist-holl, abalamour d'an diroll a livioù gantañ.
Ouzhpenn flandrezeg e ouie alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg ha latin.
Eus 1609 da 1626 e voe dimezet da Isabella Brandt, ha 3 bugel o doe : Clara Serena, Albert ha Nikolas.
Goude e timezas da Hélène Fourment e 1630, ha genel a rejont: Clara Johanna, François, Hélène ha Pierre Paul.
Eus 1609 da 1621 e voe livour ofisiel lez Alberzh hag Isabela, adroueed an Izelvroioù spagnol, hini lez an Infanta Isabella eus 1621 betek 1633, eus lez ar c'hardinal infant Ferdinand eus 1636 betek 1640.
E 1624 e voe noplaet gant roue Spagn, Fulup IV, hag anvet da varc'heg gant ar roue saoz Charlez Kentañ, d'e drugarekaat eus e labour diplomat evitkas da benn ar feur-emglev etre Spagn ha Saoz.
Roet e voe dezhañ da livañ terest ti ar banvezioù e Palez Whitehall e Bro-Saoz. Met ar brasañ labour roet dezhañ a voe an 60 livadur evit an Torre de la Parada, pavilion-chase ar roue spagnol Fulup IV (Metamorfozoù Ovidius).
Evel kalz livourien veur en deus bet Rubens darbarerien pe skoazellerien e-leizh.
Oberennoù [kemmañ]
- war-dro 1616 Penn ur bugel (hini Clara Serena, a greder, merc'h henañ an arzour), eoullivadur war lien, lakaet ouzh un daolenn goad, 33 X 26,3 cm. Vaduz, Liechtensteinische Staatliche Kunstsammlung.
- war-dro 1627-1628 La vierge et l'enfant trônant avec les saints, esquisse pour un retable, huile sur bois, 80,2 X 55,5 cm . Berlin, Staatliche Museen, Gemäldegalerie.
- 1629-1630 Allégorie sur les bénédictions de la paix, huile sur toile, 203,5 X 298 cm. Londres, National Gallery.
- 1635-1636 Barnadenn Paris, eoullivadur war lien, 144 x 190cm, Londrez, National Gallery.
- war-dro 1639 Autoportrait, huile sur toile, 109,5 X 85 cm. Vienne, Kunsthistorisches Museum.
- 2006-2007 "La descente de croix", 4,25 x 2,95 m, Lille, Musée des Beaux Arts.
- war-dro 1617 "Liberté des Femmes"
Livadurioù [kemmañ]
Taolennoù relijiel pe awenet gant ar Bibl [kemmañ]
Testamant kozh [kemmañ]
-
David a-enep Goliath, (1616)
-
Samzun ha Dalila, 1609 (National Gallery, Londrez )
Testamant nevez [kemmañ]
-
Teirzaolenn an Diskenn eus ar Groaz (h. 1611-14), en iliz-veur Antwerpen
-
Azeuladenn an Tri Roue, e 1624 (Museo Real de Bellas Artes de Amberes)
-
Retablo de la iglesia de Santa Maria in Vallicella, Roma
-
Sagrada Familia (MNAC de Barcelona, depósito del Museo Thyssen-Bornemisza)
-
==== A bep seurt ====
-
Sant Jord o lazhañ an aerouant (Museo del Prado)
Poltredoù [kemmañ]
-
Poltred Helene Fourment, eil pried Rubens, en he dilhad eured (Alte Pinakothek München)
-
Emboltred gant e gentañ pried, Isabel Brandt (Alte Pinakothek München)
-
El duque de Lerma a caballo, 1603 (Museo del Prado)
-
Helene Fourment gant krec'hin, Kunsthistorisches Museum, Vienna
-
Emboltred gant Helene Fourment (Metropolitan Museum Evrog Nevez
-
Poltred Clara Rubens, merc'h al livour, Mirdi Liechtenstein, Vienna.
-
Maria de' Medici , (1622-1625)
-
Poltred Maria de' Medici, war-dro 1622 (Museo del Prado, Madrid)
-
Charles an Her , (1618)
-
Ambrosio Spínola, (Saint Louis Art Museum)
Henamzer Hellaz ha Roma [kemmañ]
-
Gwener dirak he melezour, war-dro 1615 (Mirdi Liechtenstein Viena)
-
Skrapidigezh Europa, eiladenn taolenn Tizian (Mirdi Isabella Stewart Gardner, Boston), livet e-kerzh e eil chomadenn e Madrid (Museo del Prado)
-
Prometeüs, (1611-1612)
-
Herakles mezv, Gemäldegalerie , Dresden
-
Marv Semele
-
Andromeda ha Perseüs, e daolenn ziwezhañ. Mervel a eure a-raok echuiñ an daolenn a voe peurechuet gant Jacob Jordaens (Museo del Prado)
-
Las tres Gracias (Museo del Prado)
-
Meduza dibennet (Kunsthistorisches Museum, Vienna)
Studiennoù [kemmañ]
Eilerien gantañ [kemmañ]
Livañ tud [kemmañ]
Livañ loened [kemmañ]
Livañ maezioù [kemmañ]
- Jan Bruegel « de Velours »
- Jean Wildens
- Martin Ryckaert
A bep seurt [kemmañ]
- Lambert Jacobsz
- Cornelis de Vos (1584-1651)
- Simon de Vos (1603-1676)
Diskibl all [kemmañ]
- Abraham van Diepenbeck (1599-1675)
Engraverien [kemmañ]
Rubens a lakaas engravourien a-leizh da voullañ e oberennoù. Anavezet eo ar re-mañ dreist-holl :
- Christoffel Jegher
- Willem Swanenburg
- Jacob Matham
- Soutman
- Paul Dupont (Pontius)
- Witdoeck
- Marinas
- Boetius Adam Bolswert (Bolsward, 1580 - Anvers, 1633)
- Schelte Bolswert(Bolsward, ~1586 - Anvers, 1659)
Levrioù diwar e benn [kemmañ]
- La Gloire de Rubens, de Philippe Muray, Grasset, 1991
- Rubens, Correspondance, Paris, 2006
- Rubens, de Charles Scribner III, Le Cercle d'art, 1993
- Rubens, sa vie, ses œuvres, Max Rooses, Flammarion, non daté début XXème.
Hag ivez [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Exposition Rubens 2004
- Vidéo-conférence sur le thème: "La couleur chez Rubens" (intervention de Nadeije Dagen-Laneyrie)
- Petrus Paulus Rubens (Siegens 1577 - Anvers 1640) par Lorenzo Pericolo, Maître de conférence à l'université Rennes II-Haute Bretagne.
- (en) Rubens dans Artcyclopedia