Judit ha Holofern

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Judith gant penn Holofernes, livet gant Lucas Cranach an Henañ, 1530

Judit ha Holofern zo un danevell eus an Testamant Kozh, hag a zo bet livet pe gizellet gant meur a arzour.


An istor dre vras[kemmañ]

Danevellet eo istor Judit ha Holofern en Testamant Kozh, e levr deuterokanonikel Judit.
Hervez an istor, Holofern a oa ur jeneral asirian a oa war-nes distrujañ kêr Betulia. Judit, un intañvez kaer eus Betulia, a zeuas a-benn da chom e teltenn Holofernes hec'h-unan gantañ abalamour d'ar c'hoant en doa dezhi. Badaouet e oa ar brezelour gant ar boeson, ha lazhet ha dibennet e voe gant Judit. Kas a reas e benn ganti en ur baner (taolennet douget gant ur vatezh koshoc'h alies). Peurliesañ eo bet choazet gan an arzourien taolenniñ koulz an dibennadur pe ar mare m'emañ penn hec'h enebour gant an harozez en he dorn.

En arz european e vez heuliet Judit alies-kenañ gant he matezh, ar pezh a sikour da lakaat kemm etre hi ha Salome, douget ganti penn Yann Vadezour war ur plad arc'hant alies. Koulskoude e kaver taolennoù ma vez livet Judit gant ur vatezh ha ganti ur plad arc'hant ivez.

Danevell an Testamant Kozh[kemmañ]

Gant Naboukadnesar, roue Asiria e vije bet kaset Holofern da gastizañ pobloù disuj ar c'hornôg ha n'o devoa ket e skoazellet e-pad ar brezel renet gantañ a-enep ar roue pers Arfaksad[1].

Goude preizhañ ha gwastañ ar Reter-Nesañ hed-ha-hed e lakaas Holofern seziz war Betulia, ur gêr yuzev (Massalah moarvat) hag a stanke un hent e menezioù Judea. Tost eo an difennerien d'en em zaskoriñ abalamour ma n'o deus ket dour ken met un intañvez yaouank anvet Judit, bras he c'hened hag he finvidigezh, a ziviz saveteiñ ar gêr. Mont a ra gant he matezh ha lestradoù gwin da gamp Holofern ha strobinellet eo ar jeneral diouzhtu gant kened ha spered ar vaouez. Aozañ a ra ur banvez en hec'h enor hag en diwezh en em denn e vevelien didrouz kuit da drubuilhañ e nozvezh gant Judit. Houmañ avat a zalc'h da vezviñ anezhañ ha pa wel n'eo ket gouest d'en em zifenn ken e tibenn anezhañ gant sikour he matezh a-raok kas e benn da Vetulia. Pa zizolo ar soudarded korf o jeneral dibennet da vintin e kemeront aon. Lod a dec'h kuit hag ar Yuzevien a faezh ar re a chom en un doare aes.

Judito tibennañ Holofern, gant Caravaggio.

Burutelladenn[kemmañ]

Sellet a ra ar pep brasañ eus al lenneien ouzh an istor-se hag ar jeneral Holofern evel evel un ijinadenn penn-da benn. Enebiñ a ra an danevell an nerzh hag an tagusted diouzh un tu hag ar gwander hag an divarregezh d'en em zifenn diouzh an tu all. Distrujet e o an nerzh avat gant ar c'hoantegezh. En arz e vez lakaet war wel alies dañjer hoal friant ar vaouez a laka ar wazed dindan gazelge en un doare re aes evel Holofern.


Arz[kemmañ]

Livouriezh[kemmañ]

Sellit ouzh ar pennad Judit ha Holofern (arz)

Lennegezh[kemmañ]

Gant ar vojenn ez eus bet awenet meur a oberenn:


Sonerezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Judit I, 1