Matezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Matezhig o tont eus kerc'hat dour.
Matezh o naetaat an oaled. Ul labour a renk izel, abalamour ma veze ret plegañ ar c'horf d'ober ul labour lous, ha ma pege c'hwezh al ludu ouzh ar vatezh: labour Luduennig.
Ur vatezh e ti ur vourc'hizez, 1906. Ul labour dilous, met plegañ da imorioù ar vestrez a oa ret.


Ur vatezh zo ur plac'h a servij ur mestr pe ur vestrez en e di. Ul labour a renk izel eo bet a-viskoazh, a vez roet dreist-holl d'ar plac'hed yaouank dizesk, pe d'ar merc'hed paour. Disheñvel e c'halle bezañ ar vicher e kêr pe war ar maez, e ti mistri baour pe re binvidik.

Gwechall e teue ar mitizhien eus tiegezhioù paour ha niverus, ha prest o zud da reiñ anezho da ne vern piv dre ma koustent re ger dezho da vevañ er ger. Evit o boued e labourent. Hiziv ez int gwarezet un tamm gant al lezenn memes tra.
Graet e veze ar vicher-se gant plac'hed yaouank a groge d'ober war-dro ar vugale, kerc'hat dour d'ar puñs, naetaat ar gegin hag an oaled. Naetoc'h labour e oa ober war-dro an dilhad.

Taolenn

[kemmañ] War ar maez

Stag e oant ouzh tiegezh o mestr, en e di e oant o chom. Pa c'hallent dimeziñ eo e c'hallent kuitaat o mistri. Pa intañve o mestr e c'halle c'hoarvezout da unan bennak dimeziñ gantañ, met kement-se n'halle ket c'hoarvezout e ti an dud uhel.

[kemmañ] Matezh ar person

Karabasenn a veze lavaret eus matezh ar person. Brudet e oa da vezañ hek: kintus evel ur garabasenn, a veze lavaret.

[kemmañ] E kêr

En tiegezhioù pinvidik ma oa kalz mitizhien e veze ur hierarkiezh, ha rannet al labour etre ar plac'h a gambr, plac'h ar gegin, hag a rmitizhien yaouank dindane.

[kemmañ] Er XXIvet kantved

En Europa a hiziv e teu ar mitizhien eus ar broioù paourañ. E Pariz eo echu mare ar mitizhien o tont eus maezioù don Breizh pe Spagn: kavet e vezont er Filipinez. En Italia e teuont alies eus Roumania.

[kemmañ] El lennegezh

[kemmañ] Liverezh

Meur a vatezh zo bet poltredet gant al livour gall Jean-Siméon Chardin.

[kemmañ] Gerioù deveret

  • Ar matezhoù-karr a oa barrennoù-koad lakaet dindan brec'hioù ar c'harr.
  • Ur vatezh-vrec'h zo ur seurt skerb da zerc'hel ur vrec'h gloazet.


[kemmañ] Livadurioù Jean-Siméon Chardin

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all