Giorgione

Eus Wikipedia
Emboltred, gant Giorgione

Giorgio Barbarelli pe Zorzi da Vedelago pe da Castelfranco, lesanvet Giorgione (Vedelago pe Castelfranco Veneto 1477 - Venezia 1510) a oa ar c'hentañ mestr-livour veneziat er Cinquecento italian, e mare an Azginivelezh italian. Mignon e oa d'al livour Tizian, a voe levezonet gantañ.

Er Vite, levr Giorgio Vasari, e kaver pegoulz e oa ganet ha marvet, ha gwirheñvel eo ar bloavezhioù diouzh pezh a ouzer eus obererezh Giorgione e dibenn ar XVvet kantved. Met n'ouzer ket petra e oa e anv-tiegezh: Giorgio, e venezianeg Zorzo pe Zorzi, eus Castelfranco Veneto, e lec'h genidik. E lesanv Giorgione (Giorgione pe Zorzon a dalv kement ha Jorj vras) a vije bet roet dezhañ gant Vasari , « abalamour d'e stumm ha d'e ene uhel ». Hervez an istorourien e vije a renk izel, met Carlo Ridolfi, a skrivas e-barzh La Maraviglia dell'arte (1648), « e oa ganet Giorgione e Vedelago en un tiegezh dezhañ kalzik a beadra ».

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dek oberenn hepken, e mirdioù ar bed, a zo lakaet en e anv. Ne sine ket e daolennoù. Mervel trumm a reas, gant ar vosenn. Echuet e voe e daolennoù gant e ziskibien, en o zouez Tizian ha Sebastiano del Piombo.

Abalamour d'an diaes ma vez anavezout e daolennoù ez eo ur bersonelezh kevrinus e-touez livourien Europa.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]